Bremañ, emezañ, eo ken trubard an dud, ma ne c’heller fiziout [war] den.
Breman, emezhan, eo ken trubard an dud, ma ne c’heller fiziout den.
1850
Daveenn :
GON.II
p.92
trubard
1850
Daveenn :
GON.II
pg trubard
trubard
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg traitour
Ni a zo en em glevet er c’hiz-se gant aon rak an dud trubard.
Ni a zo en em glevet er c’his-se gand aoun rag an dud trubard.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.117
Evelato, a-raok mont da vat dezhañ, a-raok terriñ outañ e benn, e kuzuilhjont anezhañ dre ar son a zo amañ war-lerc’h evit lavaret dezhañ diwall, evit lavaret dezhañ pegen trubard e oa bet e keñver e Zoue, peger kriz e-keñver e nesañ, hag evit hen aliañ da zistreiñ war an hent mat.
Evelato, araok mont da-vad d’ezhan, araok terri outhan he benn, e kuzuillchont anezhan dre ar zoun a zo aman varlerc’h evit lavaret d’ezhan diouall, evit lavaret d’ezhan pegen trubard oa bet e kenver he Zoue, peger kriz e kenver he nesa, hag evit hen alia da zistrei var an hent mad.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.102
Kavout a ra deomp eo poent deomp en em sevel eneb d'ar gwaskerezh trubard-se ha reiñ penn d'an touellerezh.
Kaout a ra d'emp eo poent d'eomp en em zevel eneb d'ar gwaskerez trubard-ze ha rei penn d'an touellerez.
1911
Daveenn :
PSEP
p V
Din-me e voe ar gomz, evit disklêriañ d’an holl ar brezel garv ha trubard a rae gouarnamant an aotrou Emil Combes d’ar brezhoneg.
D’in-me e voe ar gomz, evit diskleria d’an holl ar brezel garo ha trubard a rae gouarnamant an aotrou Emil Combes d’ar brezoneg.
1944
Daveenn :
EURW.1
p. 207
Pa gendalc'hit da jarneal, E vo test ivez, ez leal, War ar skrid-se ho sinadur Ez oc'h trubard ha dinatur.
Pa gendalc'hit da jarneal, E vo test ive, ez-leal, War ar skrid-se ho sinatur Ez oc'h trubard ha dinatur.
1960
Daveenn :
PETO
p20
Ne vimp ket trubard ez keñver / Ha pemp munudig ' roomp dit / Da zilorañ ha kempenn stad / Da ene lous, 'raok ma 'z ay kuit / Da glevout reizh setañs Hon Tad.
Ne vimp ket trubard ez keñver / Ha pemp munudig ' roomp dit / Da zilora ha kempenn stad / Da ene louz, 'raok ma 'z ay kuit / Da glevout reiz setañs Hon Tad.