Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) Gwisket gant truilhoù. Truilhennek e oant. [1954] Kanaam – ne ouie den anv all ebet dezhañ – a oa ur c’hozhiad berr berr e zivhar ha ken hir all e zivrec’h, dalc’hmat diarc’hen, truilhennek ha lous evel n’hoc’h eus gwelet biskoazh. 2. (db. an dilhad) Tres truezus warnañ. Gwiskamant truilhennek ur paour. HS. pilhaouek, truilhek.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

truilhennekoc'h

1732
Daveenn : GReg pg guenillon (Couvert de guenillons, ou de guenilles.)

soudard truilhennek

1732
Daveenn : GReg pg drille (soldat mal couvert. ce mot de drille paroît venir de trüilh, qui veut dire, haillon)

truilhennek

1732
Daveenn : GReg pg guenillon (Couvert de guenillons, ou de guenilles.)

truilhennekañ

1732
Daveenn : GReg pg guenillon (Couvert de guenillons, ou de guenilles.)

truilhennek

1850
Daveenn : GON.II pg trulek ou trulennek ou trulaouek (couvert de guenilles. celui dont les habits sont en lambeaux), pg trulennek (voyez "trulek").

Taolet en doa pled ez oa truilhennek dilhad ar merc’hed yaouank, ma ’z oant hanternoazh ha ma krenent gant ar riv er goañv ; n’oa dezho, ouzhpenn, ar c’hregin-mor nemet ur bevañs treut ha difonn, hag he devoa alies plac’h he gouriz arem hag he gougleze poan vras o tanañ, gant ur maen-kailhastr hag un dornad bezhin sec’h, prenn-keuneud glep diwar ar peñseadoù.

1923
Daveenn : SKET p.115

Kanaam – ne ouie den anv all ebet dezhañ – a oa ur c’hozhiad berr berr e zivhar ha ken hir all e zivrec’h, dalc’hmat diarc’hen, truilhennek ha lous evel n’hoc’h eus gwelet biskoazh.

1954
Daveenn : VAZA p.119

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial