I. Doar./Stn.
A. (db. an traoù)
1. [1732, 1850, 1909, 1927] Gwak, n' eo ket kalet.
Un tamm koar bouk. Bale war an traezh bouk. Melc'hwed bouk.
[1732] Gourvez war ar c'haled pe en ur gwele bouk. [1850] Sellit peger bouk eo.
HS. blot.
2. (db. ar boued)
[1850, 1931] Aes da chaokat.
Mar bezant lezet hiziv, o c'hig a vezo boukoc'h. Div brunenn vouk.
[1931] Gwinizh bouk.
HS. gwak, tener.
3. Klet, a sanker ennañ.
Ur gwele bouk. Ur blueg vouk.
[1878] [...] hag ar vugale o devoe gwelloc’h bevañs ha boukoc’h gwele.
[1924] Pegen kuñv, pegen dous eo diskuizhañ ar penn war blueg bouk ar c’hreunennig.
[1955] Ha me en tren, braket war voulouzenn ur c’harr eil klas, ken bouk hag ur c’holc’hed varbluñv dindan va zammig penn a-dreñv, em aes d’an diwezh evit ar wech kentañ abaoe va c’himiad diouzh Pariz.
ES. kalet.
4. (db. an amzer)
[1927] Klouar ha leizh, feson arnev ganti.
Bouk eo an amzer, ha teñval.
HS. bouc’h, gwaskus, pounner.
B. Dre skeud. (db. an dud)
1. Hep gred.
Ar gristenien vouk ha dall.
2. Trl.
Bezañ bouk e galon : bezañ tener, kizidik.
Tud ha zo bouk o c'halon ; gouelañ a reont evit an disterañ tra.
&
Un ene bouk evel ur goarenn : a zegemer ar pezh a lavarer pe a zesker dezhañ hep enebiñ.
3. Dre zismeg (db. an dud)
Bezañ bouk evel ur velc'hwedenn : bezañ lezirek, n'ober netra.
II. Adv.
En un doare gwak.
Div pe deir c'hambr dimp hon-unan ma neizhfemp enno ken flour, ken bouk hag evnedigoù Doue.
III. H.g.
Danvez zo gwak, n'eo ket kalet.
Gourvez war ar c'haled, e-lec'h gourvez war ar bouk.
Komzoù Lellig a gouezhas war ar vartoloded kozh evel ur vantell a yenijenn bouk ha du.
Komzou Lellig a goueas war ar vartoloded koz evel eur vantell a yenienn bouk ha du.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.138
bouk
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg bouk
gwinizh bouk
gwiniz bouk
1931
Daveenn :
VALL
pg blé (tendre, Triticum sativum)
Ha me en tren, braket war voulouzenn ur c’harr eil klas, ken bouk hag ur c’holc’hed varbluñv dindan va zammig penn a-dreñv, em aes [sic, aez] d’an diwezh evit ar wech kentañ abaoe va c’himiad diouzh Paris [Pariz].
1955
Daveenn :
VBRU
p.40
Daoust ma ne oa ket tev, bouk ha dispis e oa linennoù e zremm koulz hag e zaouarn.