1. Traezenn vetal, dezhi ur stumm kelc'hiek pe garrezek, da gaeraat ur votez pe da zelc'her seizennoù, lêrennoù.
[1924] War e benn e dok garlantezet, en e dreid boutoù boukloù arc’hant [...]. Ur botoù-lêr war voukloù : gant boukloù.
&
(en e furm lies goude ar gm. a.)
Em zreid ur skarpinoù, ur boukloù arc'hant warnezho.
HS. blouk.
2. (impl. gant ur spizad)
Stern-boukl : pezh houarn e penn ur gouriz a ya d'ober ar prenn gant an ibil.
&
Draen-boukl, nadoz-voukl : ibil a dalvez da zelc'her ul lêrenn, ur seizenn en ur boukl.
DHS. broch.