boulc'het
Disgwel dezho, hag int dalc’hmat en o c’hichen, e soublent d’an douar a-unan ganto ; ganto e talc’hent hael an alar, fust ar bigell, troad ar wigned ; boulc’hañ an irvi ganto ha dizouc’hañ a raent ; lavnenn ar falc’h a stokent ouzh koloennoù an heiz ha, keit ha ma pade an eost, e skuilhent e kalon ar baotred hag ar merc’hed levenez ha kan.
Pa gantree Kassignatos, gant e genvrezelidi, du-hont e bro ar C’hreisteiz ha war zouar-meur ar Sav-heol, pe manet e vijent a-sav e-kreiz al liorzhoù o c’hourizañ kêrioù poblet-ec’hon an darn-se eus ar bed, pe e vijent war ar maezioù ma kresk ar gwez fiez hag al lore, war hentoù poultrennek an Azi pe war wrimenn gouelec’hioù dizour ha dic’hlasvez bro Sour (1), ma voulc’he hini pe hini ac’hanomp, paotr pe blac’h, un danevelladenn pe ma kroge gant ur ganadenn diwar-benn amzerioù kentañ Manos ha Bena, e lavarjec’h, va den mat, ez oa kerkent evel p’he dije c’houezhet un aezhenn distanus, o tont aleman, war hor c’halonoù, hag int ker kras hag hon dilhadoù, hor c’hlavioù brezel, ha sternadoù hor c’hezeg.
Setu ar pezh a skrive Meven Mordiern e 1929 e kentskrid Istor ar Bed. Abaoe ar mare-se ez eus bet kendalc'het gant al labour bet boulc'het gant an hini en deus graet kement a strivoù evit gounit d'hor yezh tachenn an Istorouriezh.
« Job », emezi, « an dic’harzh n’eo ket, sur, boulc’het start, rak ho falz a oa chomet war gorre an armel. It eta d’ar waremm hiziv ha boulc’hit an dic’harzh evit mat ! Ha, dreist-holl, na lavarit ket gevier d’ho mamm, rak ar mammoù a zo finoc’h c’hoazh eget o bugale, hag, abred pe ziwezhat e teuont atav da c’houzout ar wirionez ! »
— « Da belec’h emaout o vont, Job ? » — « Da genderc’hel gant an dic’harzh am eus boulc’het dec’h », a respontas eñ.
War-dro 6 eur e oa etre 4 000 ha 5 000 a dud war alezioù Lok-Maria, hag e oa ar prosez o paouez bezañ boulc'het.
Hiniennoù a gavo bepred tu da begañ en ho kroc'hen, ha ret e vo o zennañ hini hag hini diouzh al lec'h-se, ha ma 'z eo soudarded eo a zo krog ennoc'h o devo bet amzer da voulc'hañ ho kroc'hen deoc'h...
E berr gomzoù e c'hall bezañ arvarus ma vez boulc'het gant un enklask justis goude-se.
An amzer da dizhout ar mediaoù pennañ, deoc'h da jediñ an amzer o do ezhomm ar gazetennerien evit degouezhout war al lec'h ur wech boulc'het gant an obererezh.
Un tamm dilañs o deus ar stourmerien pa voulc'hont gant ur c'houlzad bennak : e deroù o stourm n'int ket anavezet.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
boulc'hast