Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
5
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
176
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Lakaat ub., udb. dindan wered un nerzh, ur stok el laka da loc'hañ. Ken kreñv en deus ma bountet ma'z on kouezhet. Bountañ ur c'harr sac'het. Bountañ udb. gant udb. & Dre skeud. Bountañ udb. e penn ub. : e gelenn gant poan. O ! gwashat bugel eo houmañ ! N'on ket evit bountañ seurt ebet en he fenn. & Trl. Bountañ ub. er-maez : e lakaat da vont rust er-maez. Bountit anezhañ er-maez ! & Bountañ-divountañ ub., udb. : bountañ ub., udb. a bep tu. Bountañ-divountañ un nor. 2. Dre skeud. BOUNTAÑ UB. D'OBER UDB. : atizañ ub. d'ober udb. E vountañ a rin da ganañ. [1954] BOUNTAÑ WAR UB. D'OBER UDB. : atizañ ub. d'ober udb. [1954] Emichañs, ne oa ket torret d'he c'hoant ober ganin un den a iliz, met biskoazh ne fellas dezhi bountañ warnon da gerzhout war tu pe du, ha morse zoken ne zistagas ur ger war ar c'hraf-se. HS. poulzañ. 3. Trl. Bountañ udb. war ub. : atizañ ub. da brenañ udb. A-hed an eure oa bet oc'h esaeañ bountañ ur c'harr nevez warnañ. & Bountañ ub. e kaozioù*. B. Dre ast. 1. PEMDEZ Lakaat. Bountañ e benn er-maez dre ar prenestr. & Trl. skeud. Bountañ e fri en udb. : emellout en udb. Ne oa ket dleet dit bountañ da fri em aferioù. & DIZOARE, KUNUJ. Bount da fri e toull ma revr. 2. Bountañ an tan en udb. : lakaat an tan war udb. Bountet o deus an tan en e di. 3. (db. ar plant) Bountañ gwrizioù : ober gwrizioù. Ar c'hoad haleg a vount gwrizioù p'el lakaer en douar. II. V.k.d. Bountañ war ub., udb. : e boulzañ. Bountañ a ra an eil war egile. Bount warnañ ! III. V.g. 1. Trl. Bountañ war (un tu bnk.) : mont da (un tu bnk.). Bount war aze ! : kae war gostez ! 2. (db. ar plant) Teuler nevezennoù. Lakaat avaloù-douar da vountañ. 3. (db. ar boued) Breinañ. IV. V. rag. EN EM VOUNTAÑ. 1. V. em. Trl. En em vountañ dindan dle : dastum dle. Da betra ez ez d'en em vountañ dindan dle ? 2. V. kenem. Bountañ an eil war egile. Tud en em vounte dirak dor an ti.

Skouerioù istorel : 
44
Kuzhat roll ar skouerioù

boutañ er-maez

1499
Daveenn : LVBCA p40, 73 (hors bouter)

boutañ

1499
Daveenn : LVBCA p40 (bouter)

buntañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg heurter, pousser

em voutiñ en ul lec'h bennak

1732
Daveenn : GReg pg fourrer (Se fourrer quelque part, Van.)

buntañ

1732
Daveenn : GReg pg (faire la) culbute (tomber en faisant la culbute), (faire faire la) culbute (culbuter)

buntet

1732
Daveenn : GReg pg (faire la) culbute (tomber en faisant la culbute), (faire faire la) culbute (culbuter)

buntañ penn evit penn

1732
Daveenn : GReg pg (faire faire la) culbute (culbuter)

bountiñ er prizon

1732
Daveenn : GReg pg emprisonner

buntañ an nor en ti

1732
Daveenn : GReg pg enfoncer (une porte violemment)

buntañ ur c'harr

1732
Daveenn : GReg pg hausser (Hausser la gaule d'une charrette, en mettant la charrette à cu.)

boutiñ

1732
Daveenn : GReg pg ficher (enfoncer par la pointe dans quelque corps dur, ou dans quelque trou, Van.)

boutiñ [ur re] e-barzh un afer bennak

1732
Daveenn : GReg pg fourrer (Fourrer, faire entrer, engager quelqu'un dans une affaire &c, Van.)

boutet [ur re] e-barzh un afer bennak

1732
Daveenn : GReg pg fourrer (Fourrer, faire entrer, engager quelqu'un dans une affaire &c, Van., pp.)

bountañ

1732
Daveenn : GReg pg bondir (faire des bonds)

bountet

1732
Daveenn : GReg pg bondir (faire des bonds)

bountañ

1850
Daveenn : GON.II pg bouñta, buñta (Pousser, faire effort contre quelqu'un ou contre quelque chose, pour l'ôter de sa place. Repousser. Heurter. Choquer).

Ker kre en deus va bountet, ma on kouezhet d'an douar.

1850
Daveenn : GON.II pg bouñta (Il m'a poussé si fort, que j'en suis tombé à terre).

poutañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pouta (par corruption "bouta". pousser. bouter. voyez "bouta").

boutañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pouta (par corruption "bouta". pousser. bouter. voyez "bouta").

buntañ

1850
Daveenn : GON.II pg bouñta, buñta (Pousser, faire effort contre quelqu'un ou contre quelque chose, pour l'ôter de sa place. Repousser. Heurter. Choquer).

Dont a ra war e barlochoù, pe war e grabanoù, mar kavit gwell, da gaout an nor da sellet ha da selaou ; ar moc’h atav war e lerc’h ouc’h hen h[eu]rtañ, ouc’h her buntañ a daolioù fri, evel pa o divije c’hoant da lavaret dezhañ n’o doa ket a afer anezhañ en o zouez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.127

Den n’en deus aon, buntañ a reomp tud Canclaux, hag, en un taol, ec’h en em gavomp e-harz mogerioù an iliz katedral ; pezhioù kanol Canclaux a zo kemeret ganeomp, emaint etre hon daouarn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.269-270

Kintus a voutas an nor, a brennas warni hag a zistroas davet ar plac’h.

1923
Daveenn : SKET p.104

P’en devez mab-den anaoudegezh en daou hent : reizh ha direizh, dezhañ eo kerzhout anezhañ e-unan, dizaon ha kadarn, en hent reizh, ha n’eo ket d’an doueed e voutañ dre e gein.

1923
Daveenn : SKET p.112

An tri [b]ugelig a oa el liorzh o c’hortoz o breur. An archer a dapas krog enne hag o bountas er sal.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 40, p.895 (Ebrel 1924)

An drein en em sikas, en em voutas, ha don, en kig ar gazeg. Hag hi da rual, da hijal he lost, da c’hourignal.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1033 (Gouere-Eost 1924)

Ac’hane e vesent aketus o bagoù bihan ha bras, o bagoù boutet gant an avel, chachet gant ar mare, stropet ha ruilhet gant an taolioù-mor.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

Goude-se, ec’h enaouas an den du un etev, ha lakaat an tan er vag, ha boutañ houmañ gant e skoaz davet an donvor.

1924
Daveenn : SKET.II p.39

O voutañ neuze ar garvan-grec’h gant kerniel e dog ha beg arem e c’harzhoù, e-keit ha ma pouez war ar garvan-draoñ gant e solioù-houarn, e ra d’ar mil digeriñ ec’hon-frank e c’heol ma teu dre an hent-se ar vag er-maez.

1924
Daveenn : SKET.II p.59

Adalek ma tarzh an deiz, dre voutañ dirazo o loened, e nesa pep bagad d’an eienenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.65

bountañ

1927
Daveenn : Geri.ern pg bount

Frañsez Vallée, goustad ha sioul, didrouz hag amzerier, a gendalc’he e Sant-Brieg gant e labour sovetaat ar brezhoneg en argoll, dre : […] 3. bountañ ar brezhoneg er skolioù kristen.

1944
Daveenn : EURW.1 p.105

Siwazh dezhañ ! ne oa ket evit ober un disterañ diskuizh, rak an dour a oa bras hag an tizh a vounte dalc’hmat ar vag war an tu enep.

1944
Daveenn : ATST p.108

Lod all a voutas betek an Argoad, betek an Arvor.

1944
Daveenn : EURW.1 p.8

An horeller a rank, gant e vazh, bountañ ar voul en unan eus an toulloùigoù, diwallet gant unan eus ar c'hoarierien a ra dao dezhi pa dosta re.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

An aotrou person, an aotrou kure hag a veze hanter amzer du-mañ o tremen an amzer – amezeien e oamp ha mignoned vras - a voute war ma mamm da gas ac'hanon da gloerdi bihan Plougernevel.

1944
Daveenn : EURW.1 p28-29

Bountet e vezent en toull-bac'h, da gentañ[,] ha kondaonet d'ar « bara sec'h » ha d'an daoulinañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p40

Marteze, n’ae ket kaer ar boutonoù d’am mamm-gozh, pe feuket e vije bet gant ar ger iskis-se ["cherompi"], n’eus forzh, droug a grogas enni ha hi dak dezhañ : « Klev 'ta, Kourtez, cherompi a zo bet graet ivez d’az fri, met ha pa vefe daouhanteret, moarvat e van awalc’h [a-walc’h] dioutañ da vountañ el lec’h m’ouzout ! »

1954
Daveenn : VAZA p.29-30

Emichañs, ne oa ket torret d'he c'hoant ober ganin un den a iliz, met biskoazh ne fellas dezhi bountañ warnon da gerzhout war tu pe du, ha morse zoken ne zistagas ur ger war ar c'hraf-se.

1954
Daveenn : VAZA p.64

N'eo ket dav skeiñ nag ober stad; Bountit an nor hep nec'h ebet.

1960
Daveenn : PETO p14

[...] o kanañ hag o tiskanañ pozioù anavezet "an Alarc'h, gwerz Plogoñv", [...], o luskellat a-gleiz hag a-zehoù e-giz gwagennoù bountet gant an avel.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 4

Emañ an avel viz, avel peurbadus trovan ar C'hrank, ouzh hor buntañ dirazañ ; ha ne adkaver mui en tu-hont da gCasablanca ar mor glas-teñval a oa dirak genoù ar Mor Kreiz, glas ha brizh eo avat evel en hor bro.

1985
Daveenn : DGBD p15

Ar gweladenner a vremañ p'en devez bountet war an nor-dal ha pa ra e selladenn gentañ ouzh steudad an nev hag ar chantele a daol pled kentizh ouzh ar mell gwariadur a zo da bennahel an iliz met alies-kaer e tremen e evezh e-biou an diforc'hioù niverus a zo etre an daou brantad sevel.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 15

E peseurt afer ec'h eus en em vountet aze?

2015
Daveenn : EHPEA p88

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial