Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Pellder. Pellañ ma c'haller gwelet en diabell.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Ha betek en diabell-pellañ en em astennent dirazi, tagellus ha kerseüs, riblennet a spern hag a [z]rez, a zouaroù gwastet, a goadoù peurlosket gant an tan-kurun pe gant tanioù-gwall diwar zorn an den.

1923
Daveenn : SKET p.79

Kerkent ha ma veze merzet an nav alarc’h evel nav pik gwenn e-kreiz donder glas an neñv, e weled koumm hag eon o sevel en diabell er mor.

1924
Daveenn : SKET.II p.34

Artaios a ziskouezas dezhañ en diabell ur roc’h en he sav-sonn war glann ar stêr hag a skeudenne en dour splann he fenn tribegek : [...].

1924
Daveenn : SKET.II p.45

diabell

1931
Daveenn : VALL pg arrière-plan

diabell gweled

1931
Daveenn : VALL pg arrière-plan

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial