Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. A. (en egor) PELL DIOUZH : war un hir a hed diouzh (ub. pe udb.). Pell emañ diouzh pep tra. ES. tost. & Mont pell diouzh ub., udb. & (en e furm vihanaat) Aet eo pellik diouzhimp. & Ent krenn Mont pell : d'ul lec'h bnk. zo pell. & Mont da bell : d'ul lec'h bnk. zo pell. & Dont eus pell : eus ul lec'h bnk. zo pell. & Kas ub., udb. pell diouzh ub., udb. : lakaat ichoù etre an-unan hag an den-se, an dra-se. & (evit kas ub. diwar e dro) Kae pell diouzhin ! Kae pelloc'h ! & War-hed pell : war-hed ur pellder bras (diouzh udb.). & Trl. Seul belloc'h / Seul welloc'h. & Adv. A-bell-da-bell*. B. (en amzer) 1. E-pad ur pennad hir. Padout pell. Bezañ pell gant e dro, oc'h ober e dro. Ne vin ket pell evit ober an dra-se. & Mil bell : pell-kenañ. & Hep pell gortoz : hep gortoz re. & (en e zerez-uheloc'h) Hep dale pelloc'h : hep gortoz muioc'h a amzer. & Bezañ, chom pell ha hir : bezañ, chom e-pad ur pennad hir en ul lec'h bnk. & Padout pell d'ober, oc'h ober udb. : chom pell d'e ober. Adv. A-BELL-AMZER : abaoe hir amzer. & (ur wech) bep pell ha pell : a bennadoù zo pell an eil diouzh egile. 2. Tr. adv. Pell a-raok, kent, goude. & E-pad pell : e-pad ur pennad hir. & A-raok pell, kent pell, ac'hanen da bell, hep pell : a-raok ma vo tremenet kalz amzer. Kent pell-bras. & A-barzh pell : a-benn nebeut amzer. 3. War-hed ur prantad hir diouzh ar mare-mañ. N'emañ ket pell an amzer ma ranko goulenn skoaz diganimp. C. Dre skeud. 1. (goude ul lav. nac'h) (NA) PELL AC'HANO, DIOUZH ENO, WAR BELL, A-HED PELL : na tost da vezañ. N'int ket tud fall, (na) pell ac'hano. 2. Pemdez (db. an traoù) Mont pell : padout pell. Ar stalafioù-se, mar bezont livet, a yelo pell c'hoazh. 3. Pemdez (db. an dud, al loened) Na vont pell, na badout pell : na vevañ pell. Ne bado ket pell ken. & Ned ay ket pell ganti. 4. Trl. Mont re bell ganti : mont en tu-hont d'ar pezh a c'haller lavaret pe ober. & Mont pell diouzh e gazeg : distreiñ diwar e gaoz. & Mont pell diouzh ar gêr da wriat : mont diwar-dro ar c'hraf edod o plediñ gantañ. & Pell emaomp ganti : tostaat a reomp ouzh ar pal. & Bezañ pell ganti : bezañ darev da vervel. 5. (en e zerez-uhelañ) Ar pellañ : ar muiañ. Ar pellañ em eus gallet gouzout. & Trl. Pellañ ma c'hall : par ma c'hall. « Prest eo an dour ? - Ar wech-mañ e verv pellañ ma c'hall. ». D. (dirak un ag. pe un adv. en e zerez-uheloc'h, dirak re) Kalz. Pell koshoc'h, pell gwelloc'h. Pell re hir. Pell re a dud. II. Rag. am. (e troiennoù adverb zo) PELL ZO : abaoe un hir a bennad. Pell zo emaoc'h amañ ? Forzh pell zo. & (en e furm lies) Pelloù bras zo : pell-bras zo. & (en e furm vihanaat) Pellik zo : abaoe ur pennadig amzer. & Trl. skeud. Mat pell zo ! : mat, tra-walc'h evel-se. & PELL A OA, A VO : kalz a-raok (un darvoud bnk. zo tremenet, zo da zont). Klañv e oa, pell a oa. [1924] Noz teñval pell a oa, pa ’n em gavas en kreiz ar Maezoù. & N'EUS KET PELL, GWALL BELL : n'eus ket tremenet kalz amzer (abaoe un darvoud bnk.). N'eus ket pell emaint degouezhet. N'eus ket pelloc'h eget disadorn em eus klevet ar c'heloù. [1877] Hag ar merk eus an tennoù-se a zo c’hoazh e treust ar gambr kreiz, ma n'eo ket bet, n’eus ket pell, nevezet an ti m’edo ar person "intru" o chom ennañ. [1877] N’oa ket gwall bell abaoe m’edont e koad Keryann ; amzer o doa bet hepken d’en em renkañ a-hed ar c’hleuz [...]. & (en e furm lies) N'eus ket gwall belloù : n'eus ket gwall bell. & NE OA KET PELL : nebeut amzer a-raok. Gloazet e oa bet ne oa ket pell. & NE VO KET PELL : a-benn nebeut amzer. An ti-mañ a gouezho ne vo ket pell. & Ne voe ket pell ma'z eas kuit : mont a reas kuit nebeut amzer goude. & Kent ma vo pell : a-raok pell.

Skouerioù istorel : 
189
Kuzhat roll ar skouerioù

pell

1499
Daveenn : LVBCA p160 (loing)

pell a amzer

1499
Daveenn : LVBCA p15, 19, 160 (de long temps)

4. Enor da dad, da vamm, hep bout fell. / Dre garantez sikour-i hag e vevi pell. 5. Muntrer ivez ne vezi ket / A volontez nag a efed. 6. Luksurius[,] mir na vezi / A efed nag a zezir mui.

1622
Daveenn : Do. p28

pell diouzhoc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg arriere de vous

ned eus ket pell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dernierement, nagueres

pell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg distant, loin, long (chemin), longuement

pell kent an deiz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg devant (le iour), (long) temps (deuant le iour)

pell bro

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pell (bro)

pell zo pe poulzik zo ne'm eus ket studiet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (il y a long) temps (que ie n'ay estudié)

Arvar eo pell zo war gouzout pe en deus da ober.

1732
Daveenn : GReg pg floter (Son esprit flote depuis long-tems sur la resolution qu’il doit prendre.)

pell da garet anezho, ne c'hallan ket memes o sellet

1732
Daveenn : GReg pg (tant s'en) faut (que je les aimes, je ne peux pas même les regarder)

pell goude

1732
Daveenn : GReg pg (long-tems en) deça

beajet en deus e broioù pell

1732
Daveenn : GReg pg climat (il avoyagé en des climats éloignez)

un ti pe eus a hini ne weler ket pell

1732
Daveenn : GReg pg borner (une maison dont la vue est bornée)

pell kent

1732
Daveenn : GReg pg auparavant (longtems auparavant)

Ar madoberioù resevet a ankounec'haer prest hag an droug resevet a zalc'her pell amzer soñj anezhañ.

1732
Daveenn : GReg pg airain (Les injures s'écrivent sur l'airain, & les bienfaits sur le sable.)

Emaon amañ pell zo oud ho kedal.

1732
Daveenn : GReg pg guetter (Il y a long-tems que je vous guette ici, que je vous attens ici.)

neb a zo tremenet pell zo an heol diwar e dreuzoù

1732
Daveenn : GReg pg agé

pell diouzhomp

1732
Daveenn : GReg pg arriere (loin d'ici)

pell goude-se

1732
Daveenn : GReg pg après

péll goude

1732
Daveenn : GReg pg après

pell ac'hann

1732
Daveenn : GReg pg arriere (loin d'ici)

kousket bede pell en deiz

1732
Daveenn : GReg pg gras (Dormir la grasse matinée.)

Pell amzer zo aba'z eo kuzhet.

1732
Daveenn : GReg pg fugitif (Il est depuis long-temps fugitif.)

Pell amzer zo aba en deus tec'het.

1732
Daveenn : GReg pg fugitif (Il est depuis long-temps fugitif.)

Emañ pell zo endan guzh.

1732
Daveenn : GReg pg fugitif (Il est depuis long-temps fugitif.)

Pell zo abaoe ma en deus kemeret an tec'h.

1732
Daveenn : GReg pg fugitif (Il est depuis long-temps fugitif.)

ur sinifiañs tennet a bell

1732
Daveenn : GReg pg forcer (Un sens forcé, un sens qui n'est pas naturel.)

Douetus eo pell zo war gouzout pe en deus da ober.

1732
Daveenn : GReg pg floter (Son esprit flote depuis long-tems sur la resolution qu’il doit prendre.)

Pell zo abaoe n'eo ket deut da'm zi.

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, (Il y a longtemps qu’il n’est venu chez moi).

an amheol a bad pell e broioù an hanternoz

1850
Daveenn : GON.II pg amhéol

Arvarus eo ha c'hwi a vevo pell.

1850
Daveenn : GON.II pg arvaruz (Il est douteux si vous vivrez longtemps).

Avieler eo pell zo.

1850
Daveenn : GON.II pg aviéler (Il y a longtemps qu'il est diacre).

n'eus ket pell emañ en hon amezegez

1850
Daveenn : GON.II pg amézégéz

N'emaomp ket pell mui, bir an iliz a welan.

1850
Daveenn : GON.II pg bîr (Nous ne sommes pas loin désormais, j'aperçois la flèche de l'église).

pell

1850
Daveenn : GON.II pg diabell, lark, pelder, pellder, pell, pellaat, pellidigez

En diouer e vev pell zo.

1850
Daveenn : GON.II pg diouer (Il vit dans la privation depuis longtemps).

Pell zo abaoe eo bet diouganet kement-se deoc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg diougani (Il y a longtemps qu'on vous a prédit cela).

dirollañ a ra pell zo

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dirolla

e zistaolet en deus pell dioutañ

1850
Daveenn : GON.II pg disteûrel

Va dleour eo abaoe pell amzer.

1850
Daveenn : GON.II pg dléour (Il est mon débiteur depuis longtemps.)

emañ e-tec'h pell-zo

1850
Daveenn : GON.II pg é-tec'h

entre eno hag amañ ez eus pell

1850
Daveenn : GON.II pg eñtré, étré, é-tré

pakañ a reer eoged pell-bras diouzh ar mor

1850
Daveenn : GON.II pg éok, éog

pell emañ diouzhit

1850
Daveenn : GON.II pg id

pell emañ bremañ

1850
Daveenn : GON.II pg pell, pel

it pell diouzhin

1850
Daveenn : GON.II pg pell, pel

pell zo abaoe

1850
Daveenn : GON.II pg pell, pel

a bell e teuan

1850
Daveenn : GON.II pg pell, pel

pell diouzh an daoulagad, pell diouzh ar galon

1850
Daveenn : GON.II pg pell, pel

Ra vevo va mamm pell c'hoazh !

1850
Daveenn : GON.II p.81, "Que ma mère vive encore longtemps !"

Bez' e anavezan ar vaouez-se pell zo.

1850
Daveenn : GON.II p.80

Nag eñ, nag hi ned int bet pell klañv.

1850
Daveenn : GON.II p.79

Piv bennak / neb / neb piv bennak / kement hini a c'hoanta bevañ pell, hennezh a dle bezañ fur.

1850
Daveenn : GON.II p.76, "Quiconque veut vivre longtemps doit être sage".

Ar re a zo fur a vev pell.

1850
Daveenn : GON.II p.70

An ti-hont a zo c’hoazh pell.

1850
Daveenn : GON.II p.69

An holl dud a zo marvus ; hogen pep den a c’hoanta bevañ pell.

1850
Daveenn : GON.II p.63

Prenit va fark, mar kirit, n’eo ket pell diouzh hoc’h hini.

1850
Daveenn : GON.II p.62, "Achetez mon champ, si vous voulez, il n’est pas loin du vôtre".

Chom a ra pell diouzhin.

1850
Daveenn : GON.II p.89, livre second, (Il demeure loin de moi).

Mont a rin pell diouto.

1850
Daveenn : GON.II p.89, livre second, (J’irai loin d’eux).

Aet eo pell diouc’h kêr.

1850
Daveenn : GON.II p.89, livre second, (Il est allé loin de la ville).

N’hon eus-ni ket gortozet pell a-walc’h ?

1850
Daveenn : GON.II p.86, livre second, « N’avons-nous pas attendu assez longtemps ? »

Pell on bet klañv, bremañ on yac’h.

1850
Daveenn : GON.II p.89, livre second, « J’ai été longtemps malade, à présent je suis bien portant ».

Bevañ a raio c'hoazh pell.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, « Il vivra encore longtemps ».

Va c'harout a ra pa emañ pell diouzhin.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, (Il m’aime quand il est loin de moi).

Pell emaoc'h diouti.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, « Vous êtes loin d’elle ».

Emaon bremañ pell diouc'h va bro.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, (Je suis à présent loin de mon pays).

Pegement bennak ma chom pell ac'hann, ez in d'e di.

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, « Encore qu’il demeure loin d’ici, j’irai chez lui ».

a-bell

1850
Daveenn : GON.II p.6 introduction ; de loin

pell diouc'h

1850
Daveenn : GON.II p.57, Table des Prépositions composées, "loin de".

Pell e oamp c'hoazh eus an douar pa eo deuet ar barr-arnev.

1850
Daveenn : GON.II pg bâr-arné (Nous étion encore loin de la terre quand l'orage est survenu).

pell zo ec'h arvestan ac'hanoc'h

1850
Daveenn : GON.II pg arvesti

Pell 'zo ec'h arvestan ac'hanoc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg arvesti (Il y a longtemps que je vous observe).

« Deut da zibriñ un tamm, pell a zo ho peus naon, / Ar pezh a zo em zi[,] eus a greiz va c'halon ! »

1867
Daveenn : MGK p118

En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, / Ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; / Nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, / Gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal.

1867
Daveenn : MGK p21

En ur gêr ne anvin, zo pell diouzh ar vro-mañ, ur gêr a oa enni leun a dud pennoù skañv; ur marvailher brudet, eus ar re ouiziekañ; o welet edo 'n droug a lamm o tirollañ; hag e teuje a-benn da gas ar vro da goll a yeas war leurgêr evit prezeg d'an holl

1867
Daveenn : MGK p.1

Diouzh ma veze 'n amzer, al labous tremeniat, a ouie pell a-raok pegoulz 'vije barrad; hag e-pad ma veze tro-war-dro o wiriñ, e kase ar c'heloù a-bell d'ar vordeidi.

1867
Daveenn : MGK p13

ne dalvez ket avat labour Rikoù hini e batrom; pell a se

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VII

An houad hag ar c'hi-mañ, hep chom pell da c'hedal, 'ya war o fenn er stêr, hag a neuñv en tu all…

1867
Daveenn : MGK p3

Demat deoc'h emezi, aotrou ar c'hont ma fried, pell amzer vras a zo abaoe na oamp en em welet.

1874
Daveenn : GBI.II p8

Hag ar merk eus an tennoù-se a zo c’hoazh e treust ar gambr kreiz, ma n'eo ket bet, n’eus ket pell, nevezet an ti m’edo ar person "intru" o chom ennañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.120

N’oa ket gwall bell abaoe m’edont e koad Keryann ; amzer o doa bet hepken d’en em renkañ a-hed ar c’hleuz, ha da ober pep a riboulig da veg o fuzuilhoù, dre greiz ar c’harzh, evit gellout gwelet mat en hent-bras, pa glevjont o tont diouzh tu Konk ur chaok hag ur cholori ker skiltrus ha youc’herezh paotred ar Sabad, en nozvezh m’o doa kaset ganto ur c’hemener da goaniañ, en ur foennog distro, leun a lagennoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.200

Emaon o klask pell a zo, ha ne gavan hini ebet, ha setu perak on nec’het.

1877
Daveenn : EKG.I. p.93

Bale pell pe bale a-dreuz en doa graet, rak tremen kresteiz [e] oa pa zigouezhas dirak un ti.

1877
Daveenn : EKG.I. p.43

Truez ! oh ! nann ! Pell ac’hano : pa weled unan bennak o fiñval en tu pe du e tenned warnezhañ, evel ma tenn an den onest war ar c’hi klañv, pa vez an hu warnezhañ ha pa en em gav a-zindan e daol.

1877
Daveenn : EKG.I. p.40

N'eo ket o zudoù kozh o deus diskouezet d’ar re zo bremañ an hent fall. Oh ! nann, pell dioc’h eno.

1877
Daveenn : EKG.I. p.97

Loull ar Bouc’h ne voe ket pell evit sevel eus e wele hag evit en em guzhet gant ar moc’h e-touez o zeil.

1877
Daveenn : EKG.I. p.119

Eno eo marvet, pell dioc’h e dud, pell dioc’h e vro, pell dioc’h e eskopti !

1877
Daveenn : EKG.I. p.25

Evelato an Aotrou de la Marche n’oa ket evit chom pell kuzhet e ti an Itron du Laz, rak an ti-se a zo e kêr, ha ma teuje an disterañ bec’h warnezhañ e vije tizhet aes a-walc’h abalamour ne gavje ket e dro da dec’het kuit : e kêr n’eus na koad, na lann da guzhet en o zouez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.16

Ne vije ket pell evit bezañ savet a-zindan e votoù ha kaset el lec’h all da zeskiñ n'eo ket brav refuz an absolvenn da ur maer n’eus forzh peger fall e c’hallje bezañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.6

Neuze ne ranke ket ar mammoù paour disec’hañ gant glac’har war o zreid, nag an tadoù terriñ ha breviñ o c’horf gant al labour, dre an abeg m’en doa ranket o bugel mont da soudard, pell-pell diouto.

1877
Daveenn : EKG.I. p.260

Ur pennad mat e oa bet o seniñ, hag atav e valee er penn a-raok pa deuas ur vouled da skeiñ war e zorn dehou, d’e frigasañ ha da stlapañ e drompilh pell dioutañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.299

Me a oar peger start eo bet emgann Kergidu, ha soudarded Canclaux a zalc’has ivez pell soñj penaos e oant bet teurket ganeomp-ni.

1877
Daveenn : EKG.I. p.308

Pell a zo emaoc’h o c’houlenn digant Yann Pennorzh kontañ deoc’h e vuhez : Mat, setu amañ un abadenn eus e yaouankiz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.1

E-touez ar bobl, e oa ivez chomet pell ar soñj eus ar galon hor boa diskouezet e Kergidu hag eus an dismegañs o doa an holl evit soudarded Canclaux.

1877
Daveenn : EKG.I. p.308-309

Pegeit e chomis semplet ? N’on ket evit her lavaret deoc’h. Me 'gred n’oan ket bet gwall bell, rak an avel-dro hag ar yenien a yoa e foñs ar puñs a dlee, e berramzer, divoudinellañ va fenn ha digas din va skiant-vat.

1878
Daveenn : EKG.II p.53

Me a zo pell o kontañ an traoù-mañ deoc’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.123

Ar soudarded a chomas mantret... Ne ouient ket petra a glaske ar merc’hed-se. Ne voent ket pell evit er gouzout, rak Janed ha Manuel a lamme, hep aon, warnezho, a roste e varv da unan, a zeve e vlev da un all hag a lakae an holl da gizañ ha da dec’het...

1878
Daveenn : EKG.II p.73

N’o doa ket hon dilezet evit-se, pell ac’hano.

1878
Daveenn : EKG.II p.12-13

Ha me tostaat ouc’h an tan, treiñ ha distreiñ outañ a-dreñv, a-raok hag a-gostez. Ne voen ket pell evit bezañ sec’h, rak eno e oa bernioù glaou, herrder ganto, evel n’oc’h eus gwelet biskoazh.

1878
Daveenn : EKG.II p.31

Er c’hiz-se, emezo, e vije aesoc’h o c’haout pa vije tud klañv da gofes, pe ur vadiziant da ober, rak an dud a ouie pell a yoa e vezent en tiez-se ; e-lec’h o chom ganeomp-ni, ne vije ket aes o c’haout pa vije ezhomm, rak eveldomp-ni, o divije ranket marteze redet eus an eil gwaremm en eben, eus an eil koad en egile, dioc’h ma vije kouezhet bec’h warnomp ; hag evel-se e vije diaes gouzout da belec’h mont d’o c’hlask.

1878
Daveenn : EKG.II p.12

Abaoe eus pell ; mat, n’on ket evit miret da gaout nec’hamant, ha da vezañ bec’hiet va c’halon bep tro ma ya va spered da soñjal en traoù trubuilhus a welis en nozvezh-se.

1878
Daveenn : EKG.II p.53

Jezuz, c’hwi oar n’e[o] ket ma zad, / Pell amzer zo, ur c’hristen mat. / Gant e ine on nec’het-holl / O, harzet-eñ da vont da goll !

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Chetu aze, Job, ma folitik ; na'm eus, ha na'm bo nemeti [sic]... Mes selaou, Job, ma mignon a bell zo, rak savet omp a-damdost an eil d'egile.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

En gwirione[z], hep dale pell, / [V]oe cheñchet-holl tad ar bugel

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Bennozh Doue d’an tado[ù] ha d’al leanezed, ha da vano pell amzer ar c’hraz eus ar retred-se e-barzh ineo[ù] ar vartoloded o devo an eurvad d’he [sic] heuilh.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Paouez, ma mab, da gât anken. / Gret vo dit herve[z] da c’houlenn. / Dre nerzh ma gras, da dad karet / Hep dale pell a vo cheñchet.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

En Bro-Saoz, n’eus ket c’hoazh gwall bell, / Ur relijiuz, den santel / A vije meur a wech bep miz / Kaset da ober katekiz.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

pell amzer

1909
Daveenn : BROU p. 407

pell zo emañ o cheinañ

1909
Daveenn : BROU p. 387 (il y a longtemps qu'il traîne)

Ker gwazh ha m’emañ aet ar bed war an tu-gin gant ar brezel ma n’eo ket souezh e vije bet unan eus hor c’henvroiz harluet betek e bro-Ejipt, du-hont pell-pell, etre an Azi hag an Afrik.

1923
Daveenn : SKET p.5

Da gentañ-holl, ne deus ket a lec’h da zaleañ pell gant an danevelloù o redek e-touez Kreisteiziz diwar-benn hon Amzer-gent, rak ma ’z int mojennoù diskiant, ya, pa na vezont dismegañsus ouzhimp-ni.

1923
Daveenn : SKET p.31-32

O c’hlevout a c’halv en-dro davedomp taolennadoù a-bell-pell, hag a laka da advevañ trivliadoù-kalon a wechall.

1923
Daveenn : SKET p.40

Nemet, pell eo kement-se diouzh bezañ abeg a-walc’h, evel ma oar pe ma tlefe gouzout pep-unan.

1923
Daveenn : SKET p.45

Ha ma c’hoarvezfe gant hini pe hini ac’hanoc’h terriñ ar gourc’hemennoù-se, ra vo harluet pell diouzoc’h, ra vo argaset er-maez eus tachenn ar vuhez !

1923
Daveenn : SKET p.53

Hemañ, ar bagad-mañ, eo a yeas da ziazezañ ar pellañ er c’huzh-heol.

1923
Daveenn : SKET p.137

Hogen n’ejont ket da bell.

1923
Daveenn : SKET p.117

Pell e padas ganto evel-se.

1923
Daveenn : SKET p.115

Derkeia o dalc’has pell stardet war he c’halon ha, p’o gwelas sioulaet, e lavaras dezho : « Mont kuit a renkomp bremañ, va re vuiañ-karet, ha tec’hout diouzh an douar-mañ an trummañ ar gwellañ. [...]».

1923
Daveenn : SKET p.108

Pell kent e c’hanedigezh ez oa anezho merc’hed bras, bet peurgelennet, hag a rede ar bed.

1924
Daveenn : SKET.II p.33

Lakaet ez eus diwar ur frazennad gant Aristokrates n’oa ket a-walc’h gant an drouized kelenn war brederouriezh ha doueoni, — ur c’helenn na veze kaset da bell nemet evit an danvezioù drouized ; — hogen e stumment ouzhpenn an holl uhelidi yaouank d’emellout er vuhez ha d’ober brezel, o sankañ, war un dro, en o speredoù ur gredenn doueüs o zroe d’ober fae war ar riskloù hag ar marv [...].

1924
Daveenn : SKET.II p.25

O ! ne vo ket pell : bremaik, diouzhtu e vo distro. Bremaik, diouzhtu, pegoulz ? Ankounac’haet an amzer dremenet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

Met an aotrou person n’oa ket ken skañv e vennozh, ha meur a wech, ha pell goude, pa wele ar paotr, e rae un distro war an arvest c’hoariet en e sal, hag e goñsiañs dezhañ a rebeche gwialenn ar barner.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Met marteze ivez, eme Bilzig, pini ne oa ket un diod, pell ac’hane, marteze Lellig an Touz a oa ivez tad-kozh tad-kozhioù Lellig.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.945 (Mae 1924)

Noz teñval pell a oa, pa ’n em gavas en kreiz ar Maezoù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.947 (Mae 1924)

Gwelet mat en deus bet anezhañ, sklaer al loar evel an deiz ; n’ouzon ket penaos n’eo ket bet diodet ar paotr. — Oh ! diot eo a bell zo, eme Jarlig kozh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

[...] [U]n ael nan eo ket, gwir eo… — Nann, Izabel, na pell ac’hane, ha, ma kredan brud ar bourk…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

Pell e pad blaz an traoù mat ! eme ar paotr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1090 (Here 1924).

Rak pet anezhe a oa o gwazed war ar mor, aet pell-pell diouzh ar gêr, ha pet all…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

O beli a skignont da bell hag e savont impalaerdedoù bras.

1924
Daveenn : SKET.II p.71

Ar galon, en deus skrivet un den brudet-meurbet, en deus mennozhioù kuzhet pell diouzh gwel ar skiant-vat.

1925
Daveenn : BILZ2 p.151

— Gwechall, emezañ — pell, pell zo abaoe — Lokiregiz pa ’c’h aent da Lanneur pe da Vontroulez, abred eus ar beure, pa dremenent dindan ar chapel, a [veze] alies spontet o welet prosesionoù kaer-meurbet o pignat gant ar vali, prosesionoù tud varv.

1925
Daveenn : BILZ2 p.116

Ha, ken alies gwech ha ma teuas d’ar c’hastell, e welas Janedig en e kichen, ha ne oa ket bet pell o c’hoût piv a oa ar plac’hig koant-se.

1925
Daveenn : BILZ2 p.153

Bilzig ivez, ha koulskoude ar paotr ne oa nag abaf na kabon, pell ac’hane Bilzig a grene gant an aon.

1925
Daveenn : BILZ2 p.125

— Va zad a zo marv pell, pell zo, itron.

1925
Daveenn : BILZ2 p.126

Marteze ar garantez-se kiriek a oa bet m’en devoa Bilzig kement poaniet, ken pell kendalc’het da ziskiñ lenn, skrivañ, evit prenañ levrioù, kiriek ivez m’en devoa Bilzig moustret kement war e imor ha ken alies trec’het warni.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179-180

Ar pezh a zo gwir, pell-pell eo bet aet, ken pell ken n’en deus ket bet klevet hanv anezhañ e-pad n’ouzon ket pet vloaz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.116

pell ac'hano

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ac'hanen (loin de là)

Pa oa peurdorret hon naon hag hor sec'hed ganimp, pep hini ac'hanomp a dennas e yalc'h-vutun eus e c'hodell da dao ! Sed bep a chaokadenn etre hor c'hildent ha mat pell zo !

1929
Daveenn : SVBV p10

Anv kuñv ur plac'h fur ha koant, a genoad ganin, a glude pell a yoa war va c'halon.

1929
Daveenn : SVBV p.13

Ur youl birvidik hag un hunvre ledan a rede pell a yoa, e goueled va c'halon doaniet : "Mont d'embregañ riskloù ha da redek bro".

1929
Daveenn : SVBV p.13

Ur paotr, e galabousenn bleuñv alaouret er wech-mañ, a youc'has a-nerzh e c'horzailhenn gouraouliet : "Marseille ! tout le monde descend !... Terminus !... Ha ni, kerkent ha ma oa ehanet an aheloù da wigourat, ha digeriñ ar rakzor ha lârout yao e-maez ar gaoued ! Pell a-walc'h e oamp enni o luduennañ, o tisleviñ-gen hag o varvailhañ.

1929
Daveenn : SVBV p12

- A ! Mard eo evel-se eo emañ an traoù, Yann ! Me ne gredan ket e ve gwir pater kement tra a leverer din ; trawalc'h em eus da ober o krediñ ar pezh a welan ! - Na me, kennebeut all, keneil, ne gredan ket holl an traoù [sic], pell ac'hano ! Evelato, un tammig bihan e kredan hag e tiskredan war an traoù a leverer din. E-doug ar wech on bet evel-se hag, hep mar, e chomin er c'hiz-se betek va eur diwezhañ !

1929
Daveenn : SVBV p10

ne voe ket pell

1931
Daveenn : VALL pg aussitôt

ne vo ket pell ma

1931
Daveenn : VALL pg bientôt

mont re bell ganti

1931
Daveenn : VALL pg (dépasser les) borne(s, aller trop loin en paroles etc.)

kent pell

1931
Daveenn : VALL pg aussitôt

kent na voe pell

1931
Daveenn : VALL pg bientôt

en he fellañ diouzh an douar

1931
Daveenn : VALL pg apogée

en he fellañ diouzh an heol

1931
Daveenn : VALL pg aphélie

kent pell

1931
Daveenn : VALL pg avant

pell amzer

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXVI

pell diouzh ober…

1931
Daveenn : VALL pg bien (loin de faire)

pell kent

1931
Daveenn : VALL pg auparavant, avant

a-barzh pell

1931
Daveenn : VALL pg bientôt

chom pell da nec'hiñ

1931
Daveenn : VALL pg attente

kent ma vo pell

1931
Daveenn : VALL pg avant

kent na vo pell

1931
Daveenn : VALL pg bientôt

pell diouzh

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVI

pell

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVI

Un heol Mezheven a lugerne en oabl, ha ne voe ket pell ar gerzherien evit c'hweziñ, Yann ha Pêr a zalc'he tost an eil d'egile, hep soursial nemeur ouzh ar soudarded all. Goude un eurvezh vale, ez oant o-daou digevret-krenn diouto.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Al lenner a vo bet kalonek a-walc'h evit hon heuliañ betek amañ a chomo marteze war e c'hoant da anaout ar perak eus an traoù; rak n'omp ket bet, pell ac'hano, evit gellout reiñ ur respont d'an holl c'houlennoù.

1943
Daveenn : TNKN p92

Mes ar c’hazh — an targazh, peogwir e oa un targazh — ne oa ket marv ; pell ac’hano, ha kerkent ha ma c’hellas kaout un tammig anal e krogas d’ober : miaou ! miaou ! ma oa un druez selaou anezhañ.

1944
Daveenn : ATST p.65

E soñj dezhañ a oa prouiñ, kent e varo, daou dra : Da gentañ, ne oa ket hor c’hentadoù-ni, Bretoned, diskennidi eus Bretoned Breizh-Veur, hogen nized vihan pell an Arvoriz, breudeur d’ar C’halianed.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

Jozeb de Lauwer ha me a ziwanas etrezomp ur garantez start hag a badas e-pad hor servij ha pell goude.

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

Ar Vretoned klouar a zo pell zo prest da ober un interamant kentañ klas gant ar brezhoneg, a vefe mat dezho ober ur sellig ouzh ar bern levrioù a vez embannet hiriv e brezhoneg.

1944
Daveenn : VKST niv. 6-7, p. 183

Pell e oan, en anzav a ran, diouzh gortoz ar pezh a glevis gant ar mestr-liver ; - « Laouen-bras on », emezañ (...)

1944
Daveenn : EURW.1 p.92

Ar vrezhonegerien a oa pell diaesoc'h kaout an ober outo eget ar c'hallegerien.

1944
Daveenn : EURW.1 p40

D'am c'hred, hag ar gredenn-se a oa hini holl Dregeriz ha Kerneviz, ni a oa pell a-us d'ur Gallo, ni en em brize dek gwech muioc'h eget ur Gallo.

1944
Daveenn : EURW.1 p35

Hopal a ra [ar c'hoarier], pa 'z a an horell pell an diaoul : — « Hemañ 'zo taol mat a vrec'h gwell / A ya timat hag a bad pell ».

1944
Daveenn : EURW.1 p23

Ne veze ket kaset an holl vugale d'ar skol, pell ac'hano... Mar boamp tri-ugent, e oa d'an hirañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p20

Glaoda a zimezas pa oa graet e neizh gantañ, d'ur plac'h damdost a oad gantañ, Anna-Mari Roparz eus an Hellegoad, Bolazeg, a zaremprede pell a oa.

1944
Daveenn : EURW.1 p13

Pêr Jafrenoù a oa unan eus ar re a savas a-enep ar Re C'hlas e 1792 : prizoniet e voe pell e Karaez.

1944
Daveenn : EURW.1 p9

Na gredit ket emaon oc’h ober fae war va bro ; pell ac’hano.

1944
Daveenn : ATST p.10

— « A ! feiz ! » a lavaras ar merc’hed gant ur figur tagnous, « ma emañ evel-se ar jeu, mat pell ’zo ! »

1944
Daveenn : ATST p.39

Ar pellañ ar gwellañ, pell diouzh daoulagad ar vamm, pell diouzh daoulagad ar c’hoarezed, ha den ebet e-kichen evit sellout pe emañ ar falz o tic’harzhañ hardi, evel ma lavare Lom, pe ar falz er foz, hag ar paotr o redek ar barrez.

1944
Daveenn : ATST p.40

D’un eur on bet o welout, ha da ziv eur ivez, ha c’hwi a oa pell d’ar mare-se.

1944
Daveenn : ATST p.70

« Mat, me ’oar, Lom, ha gouzout a ran ivez ez aio ar yalc’had gant ar merc’hed, ma ne daolomp ket evezh. N’eus ket bet lavaret deoc’h ouzhpenn ur wech ! « O ! c’hwi, Lom, a zo debret ganeoc’h ho fortun, mil bell ’zo ? » Debret gant evadeg, fumadeg, ha me oar ! O ! eus an dantelezh, ne vez ket komzet, na, kennebeut, eus ar perlez ! »

1944
Daveenn : ATST p.75

Pell a-raok an deiz merket evit ar « rantre », e oa prez du-mañ gant an dilhad, ar c'hrezioù, al loeroù, hag an dilhad-gwele, rak ret e veze da bep familh pourveziñ ur c'holc'hed, peder liñsel, daou ballenn-wele, ur pennwele, hag ur golo-treid da bep skoliad.

1944
Daveenn : EURW.1 p29

Ar re all ac'hanomp, a oa pell gwidaloc'h eget Abalor.

1944
Daveenn : EURW.1 p.147

- N'oc'h ket ac'halen, « Padre » ? He ! he ! friig-furch evel ur verc'h da Eva ma oa !... - A bell on deut, a bell bras ! - Diouzh ho toare distagañ ar C'hastilhaneg, em boa douetet e oac'h estrañjour d'ar vro.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.

1949
Daveenn : SIZH p.47

Ma c'hoarvezfe ganti mont re bell... A-walc'h !... Vade retro, Satanas !..

1949
Daveenn : SIZH p.49

Du-se, pell pe dostoc’h, en alamandezenned ha gwez-kraoñ al liorzh kloz e taol eostiged all, her ha taer, o zio ! tio ! tio ! bagol, ma tasson kili an diribin, e-giz ma vije ur palez strink.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Un tu bennak, du-se, eeun dirazañ e virvilh dour difonn ar stêr Ebro en he naoz meinek. Re bell avat, evit degas sinadurezh.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Salokras, aotrou, din ne fell / E gwall fazi ho leuskel pell.

1960
Daveenn : PETO p75

Penaos 'ta na'c'h eus pell zo en diskuliet ?

1960
Daveenn : PETO p37

Kêroulaz ho lazhañ ' lâre, / Re all d'en ober zo dare : / Ne vo ket ret o gedal pell.

1960
Daveenn : PETO p62

Ouzhpenn se e rank ar giton embann perak eo ac'hubet ar savadur, a-drugarez d'ul lugan sklaer ha soñjet brav evit ma c'hallfe skeiñ ar speredoù e-pad pell.

2015
Daveenn : DISENT p81

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial