Dezverkoù all

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (en amzer) [1732, 1850, 1985, 2015] Un tammig pell. [1732] Er bloaz mil c'hwec'h kant ha pevar-ugent ez voa gwelet ur steredenn lostek, hag a badas pellik a-walc'h. [1732] Pellik a zo dija. [1850] Klemmuc'hat a ra pellik zo. [1985] Pellik oa abaoe ma oa bet kroget an naer ennañ, un eur hanter marteze. [2015] Kit da welet an traoù pellik amzer a-raok an taol, deoc'h da gaout amzer da zistreiñ meur a wech kuit da sachañ evezh an dud e-karg eus diwall al lec'h. 2. (en egor) Un tammig pell. & Dre eilpenn. [1960] Pell-mat. [1960] Te, person kozh, an hini eo / Hor c'hasas holl da droc'hañ lev / War-zu an Hir, betek e di, / Ha pellik 'zo ac'hann di. 3. Trl. skeud. (db. an dud) Mont pellik ganti : mont pelloc'h eget n'eo dereat ober. [1931] Pellik ez it ganti !

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

pellik a zo dija

1732
Daveenn : GReg pg (il y a) deja (quelque tems)

Er bloaz mil c'hwec'h kant ha pevar-ugent ez voa gwelet ur steredenn lostek, hag a badas pellik a-walc'h

1732
Daveenn : GReg pg (En 1680 parut une) comete (caudée pendant un tems assez considerable)

Klemmuc'hat a ra pellik zo.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg klémuc'hat (Il languit depuis assez longtemps).

pellik ez it ganti

1931
Daveenn : VALL pg aller (vous allez un peu loin)

— « Pellik emaon c’hoazh, » emezañ. « Pa vimp tostoc’h, marteze… »

1944
Daveenn : ATST p.19

Te, person kozh, an hini eo / Hor c'hasas holl da droc'hañ lev / War-zu an Hir, betek e di, / Ha pellik 'zo ac'hann di.

1960
Daveenn : PETO p46

Pellik oa abaoe ma oa bet kroget an naer ennañ, un eur hanter marteze.

1985
Daveenn : DGBD p91

Kit da welet an traoù pellik amzer a-raok an taol, deoc'h da gaout amzer da zistreiñ meur a wech kuit da sachañ evezh an dud e-karg eus diwall al lec'h.

2015
Daveenn : DISENT p73

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial