Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (en egor) Derez-uheloc'h an adverb pell. II. (en amzer) 1. (db. ar prantadoù tremenet, a vremañ) A-benn neuze, a-benn bremañ. Sellet a reas dre ar prenestr evit gouzout pet eur e oa pelloc'h. Pelloc'h e tle mougañ gant an naon. [1944] Job. — « Moereb, kousket oc’h pelloc’h ? » Ar voereb. — « N’on ket, a lavaran deoc’h. » 2. (db. ar prantadoù a vremañ) Evit ar mare. Pet banne hoc'h eus evet pelloc'h ? 3. (db. ar prantadoù a vremañ, da zont) Hiviziken. Setu pelloc'h deuet ar glav. Emañ pelloc'h e barr an oad. [1944] Ne oa ket Job evit chom pelloc’h. Dont a reas gant e vouchouer. Sec’hiñ a reas gant aked tal ar voereb klañv. & (gant ur v. en est. nac'h) N'eus ket avaloù pelloc'h : n'eus mui a avaloù. 4. (db. ar prantadoù da zont) Bremaik. Pelloc'h e tegouezhimp er gêr. Poent e vo din klemm pelloc'h. HS. bremañ-souden, dabord, dizale, tuchant(ik). 5. A-benn an diwezh. Setu int pelloc'h ! Ha te eo, pelloc'h ? Dihunet oc'h, pelloc'h ?

Skouerioù istorel : 
30
Kuzhat roll ar skouerioù

pelloc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg d'ui en auant, desormais, doresnauant

chom hep mont pelloc'h

1732
Daveenn : GReg pg (s') arrêter

deuet eo pelloc'h d'an trede oad

1732
Daveenn : GReg pg age

emañ pelloc'h e barr e oad

1732
Daveenn : GReg pg age

bez' emañ pelloc'h en oad furm

1732
Daveenn : GReg pg age

na gomsomp ket pelloc'h a gement-se

1732
Daveenn : GReg pg alte

pelloc'h

1732
Daveenn : GReg pg après, avant (d'ici en avant), avenu (a l'avenir, desormais), davantage (en outre, de plus), desormais (dorénavant)

pelloc'h

1732
Daveenn : GReg pg avenu (a l'avenir, desormais)

a-barzh monet pelloc'h, donoc'h en afer-se

1732
Daveenn : GReg pg (avant de s'engager) davantage

Grwac'hat a ra pelloc'h ar c'hrweg-hont.

1732
Daveenn : GReg pg flétrir (Le tein de cette fille se flétrit.)

Grwac'hellat a ra pelloc'h ar c'hrweg-hont.

1732
Daveenn : GReg pg flétrir (Le tein de cette fille se flétrit.)

pelloc'h, n'her gwelin mui

1850
Daveenn : GON.II pg pelloc'h

Na amoukit ket pelloc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg amouka (Ne différez pas plus longtemps.)

pelloc'h

1850
Daveenn : GON.II pg pelloc'h

Pelloc'h, kalz pelloc'h, war harzoù gouelec'hioù Sour hag Arab, anezho kompezennoù traezhek ha meinek, hep gwez, na geot, na dour, ez eus, etre div stêr, ur blaenennad all ec'hon ha frouezhus, ma eoster enni gwinizh.

1923
Daveenn : SKET p.16

Da gentañ, e tizhas enez Abalos (pe Bononia) a voe kemeret gantañ ha, pelloc’h, o skeiñ war-du ar c’hornog, ez eas da Albio, en aber ur stêr vras e-lec’h e kemeras hag e tismantras kêr Londinion. War un enezenn, e-kreiz stêr Tamesis eo ez oa ar gêr-se.

1923
Daveenn : SKET p.128-129

Divarrek da waskañ pelloc’h war an orged a loske dezho o gwad, e tilestrjont o zri en tevenn, un nozvezh, o tigas ganto ur brokad died-kemmesk eus o bro, c’hwezh-vat ha mezvus.

1923
Daveenn : SKET p.102

Er gêr ziwezhañ-mañ e tigouezhas ganin, dre eurvad, un den kadarn ha gouiziek eus Iverio, Bituslanos e anv, a oa deut war e lestr da werzhañ aour, krec’hin ha sklaved, hag a roas din, diwar-benn e vro hag an istor anezhi, an disklêriadurioù a vezo kavet pelloc’h.

1923
Daveenn : SKET p.18

Met ur c’hi, n’eus forzh pegen c'hwezigell dezhañ da vezañ, n’eo evelkent nemet ur c’hi, deut ur sorc’henn bennak dezhañ, evel ar re all, hemañ ne wele ket pelloc’h ha [sic] beg e fri.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1029 (Gouere-Eost 1924)

Oueñ ! oueñ !… Bi… Bi… a c’hlaourenne ar paotr, ha birviken n’eo bet evit mont pelloc’h… Bi… Bi… Bi…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1023 (Gouere-Eost 1924)

pelloc'h

1931
Daveenn : VALL pg avenir

kas da belloc'h

1931
Daveenn : VALL pg ajourner

Ne oa ket Job evit chom pelloc’h. Dont a reas gant e vouchouer. Sec’hiñ a reas gant aked tal ar voereb klañv.

1944
Daveenn : ATST p.34

— « Lom, dihunet oc’h ? Lom ne responte ket. — « Lom, dihunañ a rit ? » Lom ne responte ket muioc’h. — « Lom, dihunañ a rit, pelloc’h ? » — « Heu ? » — « N’eo ket heu eo, nemet dek eur hanter.

1944
Daveenn : ATST p.69

Job. — « Moereb, kousket oc’h pelloc’h ? » Ar voereb. — « N’on ket, a lavaran deoc’h. »

1944
Daveenn : ATST p.47

Pelloc'h war-du hanternoz, war hent Gwerliskin ez aen alies da aveliñ ma fenn war zismantroù kastell douar Rospelem a vije bet, gouez d'an hengounerien, unan eus ar c'hreñvlec'hioù startañ bro Poc'hêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

Emaoc'h c'hoazh, o Gaid Kêrlennou, / Gant ho kozh parabolennoù ? / Goût penaos e leinimp pelloc'h / Eget komz eus lern ve gwelloc'h.

1960
Daveenn : PETO p29

Ne vevimp pelloc'h e seurt stumm / Ha gwelloc'h ' vefe mervel trumm / 'Get gouzañv hiroc'h e nep giz / Seurt drougoù spontus ha ken kriz.

1960
Daveenn : PETO p70

Pelloc'h e welis ivez adarre diribinoù Sant Maloù Fili da zegas em eñvor ar baleadennoù kentañ a ris dre ar vro evel studier.

1985
Daveenn : DGBD p9

n'on ket evit gouzañv an dra-se pelloc'h

2012
Daveenn : DJHMH p.60

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial