Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (en egor) 1. Ar pell : ar pellder. Ar pell eo a vir ouzhimp a welet an enez-se. Dont a rin daoust d'ar pell a vo etrezomp. 2. (en e furm lies) Ur pell bras, ur pelloù bras : un hir a hed, a hent, etre daou lec'h. Ur pelloù bras emañ ac'hann. & Er pelloù : er pellder. Mont d'ar pelloù : mont da bell. & D'ar pelloù : er pellder. Goude me 'spizo deoc'h petra ho po d'ober evit brudañ ma anv d'ar pelloù : er broioù zo un hir a hent ac'hanen. II. (en amzer) 1. Ar pell : an hir amzer. Ar pell ma vez gant e oferenn a roas tro d'an teodoù abegus da youc'hal warnañ. & Ur pell bras, ur pelloù bras : ur pennad hir a amzer. Ur pell bras zo abaoe. 2. Tr. adv. Ur pell bras : e-pad un hir a amzer. & Ur pellig : (e-pad) ur prantad bihan. Karet a rafemp pouezañ ur pellig war al labour graet gant an emglev-se.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

pelloù bras a zo dija

1732
Daveenn : GReg pg (il y a) déja (long-tems)

ur pell bras, ur pelloù bras a zo dija

1732
Daveenn : GReg pg (il y a) déja (long-tems)

pell bras, pelloù bras a zo ac'hanen di

1732
Daveenn : GReg pg (il y a une fort grande) distance (d'ici là)

Ha mar plege an heol benniget da vezañ a-du gant ar wreg hag an ozhac’h yaouank, neuze 'vat e teuen da grediñ en devoa an Aotrou Doue kaset gwareg-ar-glav e-maez e zoull e pell-pellañ an neñvoù, ha graet dezhi diskenn betek amañ da gaeraat muioc’h c’hoazh hon hentigoù ken mistr, o kammigellañ etre daou c’hleuz alaouret bennozh d’al lann ha d’ar balan, pe e lec’h all etre girzhier gant skav pe spern gwenn en o bleuñ.

1954
Daveenn : VAZA p.33

Ha koulskoude sed amañ un draig hag e vefe mat kelenn da bephini [sic, bep hini], ha zoken d’ar jeneraled : Bez’ ez eus un neudenn diwelus o stagañ pep tra ar bed-mañ an eil ouzh egile e doare ma n’hell den moustrañ ur geotenn er prad hep gloazañ marteze ur steredenn gaer e pell-pellañ an neñvoù…

1955
Daveenn : VBRU p.32

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg