Ha mar plege an heol benniget da vezañ a-du gant ar wreg hag an ozhac’h yaouank, neuze 'vat e teuen da grediñ en devoa an Aotrou Doue kaset gwareg-ar-glav e-maez e zoull e pell-pellañ an neñvoù, ha graet dezhi diskenn betek amañ da gaeraat muioc’h c’hoazh hon hentigoù ken mistr, o kammigellañ etre daou c’hleuz alaouret bennozh d’al lann ha d’ar balan, pe e lec’h all etre girzhier gant skav pe spern gwenn en o bleuñ.
Ha koulskoude sed amañ un draig hag e vefe mat kelenn da bephini [sic, bep hini], ha zoken d’ar jeneraled : Bez’ ez eus un neudenn diwelus o stagañ pep tra ar bed-mañ an eil ouzh egile e doare ma n’hell den moustrañ ur geotenn er prad hep gloazañ marteze ur steredenn gaer e pell-pellañ an neñvoù…