pellaat
pellaat
pellaat
Hogen, an disterañ ma pella an den diouti, ne gav mui nemet traezh ha mein-ruilh, ne wel ken nemet naered, o tougen an dent anezho hag o reiñ ar marv, oc’h emweañ, oc’h emgemmeskañ, oc’h emgejañ a-gantoù war an douar, ha korc’hwezhadoù-traezh, bannet gant an avel, oc’h emweañ a-gantoù en aer hag en amzer.
pellaat
Meno ar re ziwezhañ evelato a hañval dimp bezañ da zisfiziout dioutañ, hogen an diskleriadur e-unan n'emañ ket da vezañ pellaet hep enklask daoust da se.
Job eta a bellaas diouzh ar gwele hag a redas d’ar penn all d’an ti.
Graet e voe ’ta hervez he diviz, hag evidon da bellaat a c’hrad-vat [a-c'hrad-vat] diouzh kemend-all a drubuilh, daoust ha n’am eus kavet biskoazh abeg da glemm ouzh ar skolaj, n’eus forzh, desped am boa dre ma ranken mont kuit rak, ha pa vefe aour an orjal anezhi, biken evn n’en em dommo ouzh e gaoued.
Edo d'an ampoent-se ar baotred e ti va c'henitervez Saoz an Aubin o vutunat ur c'hornedad kent mont da gousket, pa glevjont en hent-don damdost d'ar vereuri e Roc'h velen, trouz un dumporellad vein diskarget gant ur safar spontus, ha goude, gwigour ur c'harr o pellaat war e blaen.
Ne oamp ket dinec'h-dinec'h o pellaat eus an douar, rak ur pennad a oa e kleved ar gurun o krozal ; hag un dra fall e vije bet evidomp bezañ tapet gant ar gorventenn war an dour-digor, skuizh evel ma oamp deut da vezañ.
Un ergerzhadenn all a grogas neuze evit pellaat tamm-ha-tamm etrezek ar reter dre Mézières, Bouillon ha traonienn ar Semois, hep bezañ bet dispartiet diouzh ar re a oan bet boas outo a bell 'zo, brezhonegerien eus ar c'hentañ.
Ha dudius bras eo er gouzout rak, estreget Skandinavia, n'eus ket paot a vroioù en Europa an douar bras a gement a vefe bet levezonet gant ar goteg saoz hag a oa pellaet a-galz diouzh ar skouer c'hall prestik goude ma oa erruet war an enez.
A-greiz-holl e krog ar broud-kalon ennon rak soñjal a ran em eus me, da nebeutañ, un afer da gas war-raok, goude ma welan mat em bo darbar ganti, en aner marteze, met a vez atav war ma spered hag a bella diouzhin kudenn Katerina.
Pellaat a ray diouti an enkrez pemdeziek a lak anezhi e penn he nerzh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pellabour