Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. A. 1. [1850, 1927] Doare brumenn skañv a sav eus an douar pe dour ar stêrioù, al lennoù, h.a. [1850] Un aezhenn skañv a sav alese. An aezhenn vintin. & HS. mogedenn, morenn. 2. Aezhenn dour : doare brumenn wenn, skañv, a sav diwar un dourenn zo o virviñ hag a dro e dour pa gej ouzh ur c'horreenn zo yen pe yenoc'h ; stad aezhel an dour. Aet eo dour ar gastelodenn en aezhenn. Aezhenn ar soubenn. Nerzh aezhenn an dour berv. Ur gaoter-aezhenn. & HS. burezh, mogedenn. B. Dre ast. A-WECHOÙ (gant un ag., un av. pe un ak. all da stagenn) [1931, 2015] Gaz a reer gantañ evit un implij resis. [1931] Aezhenn vougus. [1931] Baloñsoù dre aezhenn skañv. [1931] Aezhenn wan an aer. [2015] Gwalc'hit ho taoulagad gant takennoù serom bevedel –a gaver e ti an apotiker- ma vezit taget gant aezhennoù daeraouiñ. II. B. A. 1. [1850, 1909, 1927, 1931, 1985] C'hwezhadenn avel skañv. [1850] An aezhenn-se a ra vad din. [1850] An aezhenn-se a zo leun a freskadurezh. [1878] En un taol, e-pad ma peden Doue evito-holl, ar vouezh klemmus ha truezus am boa klevet c’hoazh a gave din a yoa trouz aezhenn an avel o vont dre ar gwez-derv, a deuas adarre evel d’am divorediñ. [1985] Edon o tistreiñ eus ober ur gwel d'an aod, hag eno e vezer flouret gant an aezhenn. Aezhenn dous an hañv. Tremenet ez eus un aezhenn yen e-biou din. Un aezhennig avel c'hevred. 2. Trl. skeud. Na gaout mui nemet un aezhenn a vuhez : bezañ toc'hor, war-nes mervel. N'en doa mui nemet un aezhenn a vuhez pell a oa. & RELIJ. An aezhenn a feiz : an nerzh a lusk ar feizidi davet Doue. B. Dre ast. 1. C'hwezh a sav eus un danvez bnk. Un aezhenn vat. Aezhennoù fall a sav diwar an toull-se. Un aezhenn flaerius. Kas, teuler aezhennoù. 2. Aezhenn yen : c'hwezenn yen. Deuet e oa un aezhenn yen warnañ. III. (Impl. da stn.) [1931] A denn d'ar gaz pe d'an implij anezhañ. [1931] Dever aezhenn.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

An aezhenn a zo leun a freskadurezh.

1732
Daveenn : GReg pg fraicheur (Les zéphires sont pleins de fraîcheurs , rafraîchissent beaucoup.)

aezhenn

1850
Daveenn : GON.II pg aézen, ézen (Vapeur. Exhalaison. Zéphir. Vent doux et agréable).

ezhenn

1850
Daveenn : GON.II pg aézen, ézen (Vapeur. Exhalaison. Zéphir. Vent doux et agréable.)

An aezhenn-se a ra vad din.

1850
Daveenn : GON.II pg aézen (ce zéphir me fait du bien)

Un aezhenn skañv a sav alese.

1850
Daveenn : GON.II pg aézen (il s'élève de là une vapeur légère)

an aezhenn-se a zo leun a freskadurezh

1850
Daveenn : GON.II pg fréskadurez (ce zéphir est plein de fraîcheur)

aezhennoù

1850
Daveenn : GON.II pg aézen, ézen (Pl.)

ezhennoù

1850
Daveenn : GON.II pg aézen, ézen (Pl.)

Amañ, em zi-me, a-zioc’h kraou ar saout, ez eus ur sanailh ha ne gredan ket ec’h afe den da sellet ennañ ; yen eo an amzer hag eno n’heller ket ober tan, mes ezhenn ar saout a zalc’ho tomm a-walc’h deoc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.46-47

Ha bremañ n’en deus da evañ nemet an aezhenn fresk, ha sklaset zoken, a sav diwar an dour !

1877
Daveenn : EKG.I. p.129

En un taol, e-pad ma peden Doue evito-holl, ar vouezh klemmus ha truezus am boa klevet c’hoazh a gave din a yoa trouz aezhenn an avel o vont dre ar gwez-derv, a deuas adarre evel d’am divorediñ.

1878
Daveenn : EKG.II p.45

ezhenn

1909
Daveenn : BROU p201 (brise légère)

Pa gantree Kassignatos, gant e genvrezelidi, du-hont e bro ar C’hreisteiz ha war zouar-meur ar Sav-heol, pe manet e vijent a-sav e-kreiz al liorzhoù o c’hourizañ kêrioù poblet-ec’hon an darn-se eus ar bed, pe e vijent war ar maezioù ma kresk ar gwez fiez hag al lore, war hentoù poultrennek an Azi pe war wrimenn gouelec’hioù dizour ha dic’hlasvez bro Sour (1), ma voulc’he hini pe hini ac’hanomp, paotr pe blac’h, un danevelladenn pe ma kroge gant ur ganadenn diwar-benn amzerioù kentañ Manos ha Bena, e lavarjec’h, va den mat, ez oa kerkent evel p’he dije c’houezhet un aezhenn distanus, o tont aleman, war hor c’halonoù, hag int ker kras hag hon dilhadoù, hor c’hlavioù brezel, ha sternadoù hor c’hezeg.

1923
Daveenn : SKET p.40-41

« Gouenn ar Gelted, Adaqi he magas gant laezh he divronn ramzez, — En Amzer-gent. — He c’hibellañ a eure er glizh, — Hag he sec’hañ en aezhenn-veure. — He gwaskediñ a eure dindan skourroù an dervenn ; — Ur c’havell a reas dezhi e gwask gwrizioù an ivinenn ; — Gant deil spilhaouek ar binenn, ha marblev evned ar c’hoad. »

1923
Daveenn : SKET p.21

Du-mañ, du-hont, etre ar gwez, en em lede tachennoù digoad, pradoù geotet-stank, edegoù melen o c’hwezhañ warno an aezhenn-vor distan.

1923
Daveenn : SKET p.120

Pa ziwiskont o mantell e weler neuze o sae, a zo heñvel al lieslivioù anezhi ouzh ar re a vez o skediñ, en un devezh-heol, en aezhenn a sav a-ziwar al lammdourioù.

1924
Daveenn : SKET.II p.75

Ha pa veze an amzer gaer en-dro, sec’het an douar gant an aezhenn ha tommet gant an heol, war an donenn end-eeun, er geot e-mesk ar bleunioù eo e lakae ar bugelig (2).

1924
Daveenn : SKET.II p.13

Ha gant an aezhenn dour a save eus e vouead melen-aour edo latarennet-holl ar gegin.

1924
Daveenn : SKET.II p.35

Ha war he mennozh e savas evel un aezhenn a zouster : koun ar poanioù kri he devoa eno bet gouzañvet, koun al levenez dibaot met kuñv ha ken dous c’hoazh d’he c’halon he devoa bet eno tañvaet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.177

Buhez Bilzig a zo bet sklaerijennet, holl alaouret gant an aezhenn [g]uñv ar garantez a c’hwezhas abred war e galon a vugel paour hag emzivad.

1925
Daveenn : BILZ2 p.180

aezhenn

1927
Daveenn : GERI.Ern pg aezenn (vent doux ; vapeur, exhalaison)

aezhenn

1927
Daveenn : GERI.Ern pg aezenn (vent doux ; vapeur, exhalaison)

ezhenn

1927
Daveenn : GERI.Ern pg aezenn (vent doux ; vapeur, exhalaison)

aezhenn vougus

1931
Daveenn : VALL pg asphyxiant

aezhenn

1931
Daveenn : VALL pg brise

aezhenn wan an aer

1931
Daveenn : VALL pg argon

baloñsoù dre aezhenn skañv

1931
Daveenn : VALL pg ballon

aezhenn amoniak

1931
Daveenn : VALL pg ammoniac

Rak un aezhenn beurbadus a frankiz a c'hournij a-us da Garnoed, pignet war un dosenn frank, a skub an avel anezhi hañv-goañv, hag a weler diwarni pemp lev tro-dro.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Eñvoriñ a reas al lili, divi dindan an heol, o vransellat [sic, vrañsellat] milzin gant an aezenn [aezhenn], war o c'horzennoù soubl-disoubl.

1949
Daveenn : SIZH p.58

Edon o tistreiñ eus ober ur gwel d'an aod, hag eno e vezer flouret gant an aezhenn.

1985
Daveenn : DGBD p56

Gwalc'hit ho taoulagad gant takennoù serom bevedel –a gaver e ti an apotiker- ma vezit taget gant aezhennoù daeraouiñ.

2015
Daveenn : DISENT p161

Padal, steuziet e oa, aet evel-se, aet da aezhenn, krak-ha-krenn, dres evelti.

2023
Daveenn : DREAM p. 68

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial