Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. al liñvennoù) 1. V.k.e. Lakaat (udb.) da vont da aezhenn. Aezhennañ dour. Aezhennañ strilheoul. HS. diaezhañ. 2. V.g. [1850, 2012] Mont da aezhenn. Parraat ouzh an dour a aezhennañ. [2012] Pell 'zo e oa bet aezhennet trenkennoù ar gwin ; c'hwekaet e oa bet gant an amzer e liv impalaerel, evel ma pinvidika livioù gwerenneg un iliz. HS. : uzañ ES. : diaezhennañ. II. (db. ar c'hwezhioù pe ar gazoù) ROUEZ [1927] Teurel, strinkañ.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

aezhennañ

1850
Daveenn : GON.II pg aézenna (Jeter des exhalaisons, Produire des vapeurs.)

aezhennet

1850
Daveenn : GON.II pg aézenna (Jeter des exhalaisons, Produire des vapeurs, pp.)

aezhennañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg aezenn (exhaler)

Pell 'zo e oa bet aezhennet trenkennoù ar gwin ; c'hwekaet e oa bet gant an amzer e liv impalaerel, evel ma pinvidika livioù gwerenneg un iliz ; ha ruzell ar pardaez klouar war winiegi ar pantennoù, er razarc'h, a oa darev da ziglorañ, ha da zispenn latar London.

2012
Daveenn : DJHMH p48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial