Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
176
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Lakaat un den kondaonet da c'houzañv ar jahin pe ar marv, hervez diviz ul lez-varn. 2. Dre ast. Skeiñ kalet gant ub. E voureviet o doa a daolioù treid. 3. Dre skeud. Reiñ anken bras. Boureviet e oant gant an enkrez. EVEZH. : Distagañ a reer ar furm bourev (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['burɛvj].

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

bezañ boureviet gant ar soñj eus e dorfed

1732
Daveenn : GReg pg bourreler (être bourrelé par l'image de son crime)

boureviañ

1732
Daveenn : GReg pg bourreler (tourmenter)

bourreviet

1732
Daveenn : GReg pg bourreler (tourmenter)

boureviñ

1732
Daveenn : GReg pg bourreler (tourmenter)

bourevet

1732
Daveenn : GReg pg bourreler (tourmenter)

boureviañ

1850
Daveenn : GON.II pg bourrévia (Bourreler. Tourmenter. Torturer. - Martyriser, faire souffrir le martyre).

Boureviet eo bet e-keit ma eo chomet etre o daouarn.

1850
Daveenn : GON.II pg bourrévia (Il a été tourmenté, torturé tout le temps qu'il est resté entre leurs mains).

boureviet

1850
Daveenn : GON.II pg bourrévia

Da flemmañ a ray gant e naered, da ziskolpañ gant e bigos, da voureviñ hep ehan na didorr.

1924
Daveenn : SKET.II p.45

boureviañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg boureo

boureviañ

1931
Daveenn : VALL pg bourreller

Met pell-pell kent na voe kael eus ganedigezh Lenin, Stalin ha Malenkov, ha moarvat a-viskoazh, e touge al lec’h-se e anv a-vremañ, o vezañ ma’z eo ul leurgêr eus ar c’haerañ (e rusianeg ar ger Krassny a dalv koulz evit Ruz hag evit brav) hag ivez dre ma veze boureviet ha dibennet eno gwechall gozh - hag alies a-vagadoù - ar re a bec'has e stumm pe stumm a-enep d'ar Tsar pe d'ar Wir Feiz.

1955
Daveenn : VBRU p.56, notenn 1

Pa rene kent tiranted Rom, E oa karantez vras ha tomm 'Tre bugale Iliz Jezuz Boureviet kriz ha truezus. D'o hini, hiriv, ' tenn hor stad Rak mac'het ivez eo hor feiz. Met, evel neuze 'z eus tud vat Ha c'hwi ' vo enor hor Bro-Vreizh.

1960
Daveenn : PETO p25

Ho mestr, Poole, anat, zo dalc'het gant unan eus ar c'hleñvedoù-se a vourev hag a zisneuz ar c'hlañvour war un dro.

2012
Daveenn : DJHMH p.67

Ofis publik ar brezhoneg