Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(gt ur verb.) I. 1. A-daol. Prennet en doa krak e zor. Ar c'hoad pin a dorr krak. 2. Dres. Erruout a reas krak d'ar mare-se. An dra-se krak a glaskan ober. 3. Groñs. Difennet en deus krak lezel den ebet da zont amañ. II. (db. an dud) 1. (db an doareoù komz) Lavaret udb. krak : e lavaret krenn. Lavaret krak e soñj. Lavarit ya pe nann krak ! 2. (db. stumm ar mouezhioù) Krenn, garv. Komz, respont krak. III. (goude un ag.) 1. Krenn. Dichadennet-krak eo an avel. Bouzaret-krak e oa bet gant an tennoù. Dizonet-krak e oa bet diouzh e dech fall. 2. Dreist. Ma zad zo un den mat-krak.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar pezh am souezhas ar muiañ da gregiñ gant ma buhez skoliad eno, a oa an dra-mañ : daou rumm baotred dispartiet-krak e oa, ur rumm a gomze brezhoneg etrezo er porzh-c'hoari, hag ur rumm all, galleg.

1944
Daveenn : EURW.1 p34

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial