Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Didro, en un doare krenn. Lavaret en doa nann krak-ha-berr.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Krak-ha-berr ’vat e voe graet ar stal ganimp-hon-daou, rak dija an dri warn-ugent a viz Ebrel e kinnigas din ur pikol torkad bleunioù brug ha balan kutuilhet ganti war ar maez, ha diwar neuze eo deut an deiz-se da vezañ war an dro deiz-ha-bloaz va donedigezh er bed, hini hon dimez, ha kerkoulz-all hini hon eured, rak a-benn bloaz, devezh ha devezh, e voemp eurejet en Iliz sant Loeiz ar C’hallaoued e Moskov.

1954
Daveenn : VAZA p.181

"E enebrezh a anavezez? E welet ez poa c'hoazh?" "Ne'm boa ket, ar c'hentañ gwezh eo din gwelout anezhañ," a respont din krak-ha-berr. "Met ne vern ket peogwir emaon amañ abaoe div sizhun hepken."

2015
Daveenn : EHPEA p35

Ofis publik ar brezhoneg