Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Setu ar goulm o vont digor he divaskell hag ur valkenn zu-pod [du-pod] rag-enep o sevel.

1867
Daveenn : MGK p19

Gwelet em eus, emezañ, en arvor ar mor-Bras, diouzh tu reter ar bed, meuriadoù tud o c’hroc’hen melen evel lêr nevez, o daoulagad treuz a-veskell, o blev du-pod ha tev ha sonn evel reun-marc’h ; brizhellet o c’horf noazh gant tresadennoù naered hag erevent (1).

1924
Daveenn : SKET.II p.64-65

— Tourmant ruz ! a c’hrozmolas ar c’habiten. Ma vije un tammig gwel… Du-pod, ken du hag en fin foñs puñs an ifern.

1925
Daveenn : BILZ2 p.171

Gant dudi, e welen ivez tri zi bihan o aoledoù [sic] ledan hag o mantelloù bras du-pod gant an huzel.

1929
Daveenn : SVBV p.17

Ar gedour, ur pikol soudard du-pod, askornek, dremmchalek, ha peuzigened, heugus ar gwel anezhañ, doñjerus ar c'hwezh outañ, a oa e-tal an nor.

1929
Daveenn : SVBV p12

— « Ne welan ket, Job ; an ti a zo du-pod an diabarzh anezhañ. » — « Selaouit, Lom ! »

1944
Daveenn : ATST p.61-62

Sevel a reas ar paotr e zaoulagad, ha kejañ a reas e sell gant bizaouenn bounner he skouarn vunut, ha gant un uhel a grib olifant, o vousluc'hañ dindan rouedenn ar vantilh, en he blev du-pod.

1949
Daveenn : SIZH p. 42-43

Hiriv, dre heñchoù leun a fank, / Karroñchoù don, lanneier frank, / A-dreuz ar pri, a-dreuz ar vein, / War-zu ur vilin, me o blein, / Ur vilin-dour, en ul lec'h kuzh, / A gerzh en-dro gant kas ur skluz, / Ma aozer enni, 'vit mab-den, / E-lec'h bleud flour, poultr kras hepken, / E-lec'h bleud gwenn d'ober bara, / Hini du-pod d'en diskarañ.

1960
Daveenn : PETO p60

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial