Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(goude ar ger leun) [1931, 1944, 1985, 2023] Leun-chouk : ken leun ken ne c'haller mui lakaat netra e-barzh. Leun-chouk e oa ar sal.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

leun-chouk

1931
Daveenn : VALL pg bondé (tout à fait plein)

Un deltenn hir ha frank a oa bet savet war Vali al Loc’h : leun-chouk a oa a dud pa voe digoret ar 5vet kendalc’h gant an aotrou markiz an Estourbeillon, oc’h ober e-lec’h an aotrou Kerviler, kouezhet gwall glañv.

1944
Daveenn : EURW.1 p.205

Kalz treizhidi a zo ha leun-chouk eo ar sal da brejañ diouzh an noz evit koan.

1985
Daveenn : DGBD p10

War he c'houskedenn e chome Kathrine o sellet dre ar prenestr. Er-maez en em stleje difonn un tren leun-chouk a dud.

2023
Daveenn : DREAM p. 67

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial