Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1499, 1659, 1699, 1732, 1931, 1944] Tu a-dreñv an divskoaz, penn uhelañ ar c'hein. Kargañ, sammañ udb. war e chouk. Soublañ e chouk. & Trl. Bezañ ledan e chouk : bezañ mentet-kaer e gorf. 2. Trl. skeud. Bezañ kreñv e chouk : troienn a implijer d'ober anv eus udb. a c'haller teuler aes ar bec'h warnañ. & [1985, 2015] Kemer, sammañ udb. war e chouk : bezañ kiriek eus udb. [ 015] Goude, pa oant dispartiet, em boa sammet pep war ma chouk. & Sevel e chouk : gwellaat e stad., en em dennañ a wall blegenn. & Bezañ (atav) war chouk ub. : e eveshaat en e obererezh. & Soñjal etre e roched hag e chouk : ennañ e-unan. 3. [1659] CHOUK-KIL, CHOUK AR C'HIL : tu a-dreñv ar gouzoug. & Ent krenn : Kilpenn. 4. CHOUK AN TROAD : chouk-troad. & CHOUK-BOTEZ, CHOUK AR BOTEZ : lodenn eus ur votez a cholo ar chouk-troad. 5. Trl. LAMM-CHOUK-E-BENN : lamm ma troer war an-unan o kas ar penn d'an traoñ da gentañ. & Trl. skeud. (db. ar marc'hadourezhioù) Ober lamm-chouk-e-benn : bezañ gwerzhet en-dro an hanter geroc'h.

Skouerioù istorel : 
43
Kuzhat roll ar skouerioù

chouk

1499
Daveenn : LVBCA p47 (coul)

carga voar e chouc

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (charger sur son) col

chouk ar c'hil

1659
Daveenn : LDJM.1 pg chaisnon du col

teurel a-chouk e gil

1659
Daveenn : LDJM.1 pg renuerser

chouk

1659
Daveenn : LDJM.1 pg chouc

sammañ war e chouk

1699
Daveenn : Har. pg chouk, e, sammañ, war (charger sur son coû)

dougen war e chouk

1732
Daveenn : GReg pg (porter sur le) dos

dougen war e chouk pe war e gein

1732
Daveenn : GReg pg (porter sur les) épaules (ou sur le dos)

dougen war chouk e gil

1732
Daveenn : GReg pg (porter sur le) dos

kemeret war e gein, war e chouk

1732
Daveenn : GReg pg endosser (mettre sur son dos)

ar chouk

1732
Daveenn : GReg pg chignon (le derriere du cou, au-dessus de la fosse, ou, nuque du cou), (le derrière du) cou

chouk ar c'hil

1732
Daveenn : GReg pg chignon (le derriere du cou, au-dessus de la fosse, ou, nuque du cou)

chouk

1732
Daveenn : GReg pg collet, le cou

sailhiñ da chouk ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg (sauter au) collet (de quelqu'un)

kemeret ur re dre ar chouk

1732
Daveenn : GReg pg (prendre quelqu'un au) collet

gwell eo gantañ dougen war e chouk eget war e benn

1850
Daveenn : GON.II pg chouk

chouk

1850
Daveenn : GON.II pg chouk, souk

chouk

1850
Daveenn : GON.II pg chouk

chouk-e-benn

1850
Daveenn : GON.II pg choug (-hé-benn ), lamm choug (-hé-bénn)

lamm-chouk-e-benn

1850
Daveenn : GON.II pg choug (-hé-benn), lamm (choug-hé-bénn)

chouk

1850
Daveenn : GON.II pg soubould

Houmañ [an heizez] deu eus ar c'hoad er-maez, / Hag, o troadikkammat, en em ziskouez d'an den / 'Ya war he lerc'h da redek, / O teurel dioc'h e chouk ar sac'h, ar vaot hag all.

1867
Daveenn : MGK p48

Ar re n’oant ket gwalldizhet a sammas war o choug ar re a oa kouezhet en o c’hichen, evit o c’has ganto d’ar gêr, d’o lakaat en douar binniget, e bered o farrez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.167

Ac’hanta, marv out, eme ar chouant, en ur gregiñ gant e zorn kleiz en e choug, hag en u[n] dennañ e gleze gant e zorn dehou.

1877
Daveenn : EKG.I. p.112

chouk

1909
Daveenn : BROU p. 388 (ce mot désigne le haut du dos, à la hauteur des deux omoplates)

Ar par a zo ar penn, ar gouzoug hag ar choug anezhañ hirvlevek, e doare ur moue ; ar barez-hi n’he deus ket a voue….

1923
Daveenn : SKET p.17

Un den mentek ez oa, e choug ledan, hag eñ paket en ur vantell vras, en e benn un hirvlev louet, en e zremm liv gant ar marv daoulagad glas o steredenniñ.

1923
Daveenn : SKET p.103

Aner e vije bet dit klask e gouenn Vanos, er mare ma komzan, dremmoù krizet a roufennoù, genaouioù kamm ha dizent, choukoù o krommañ dindan bouez an hirhoal, izili treuzet gant ar remm hag ar glizi, korfoù disneuziet gant labour tenn an douar.

1923
Daveenn : SKET p.69-70

Eñ ne c’hoarie ket, ral e veze, Katellig atav gantañ war e choug.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

Al leoned hag an tigred, sailhet outo war o choug, a waskas en o geol klopenn o fennoù, ouzh o strakañ evel klor kraoñ.

1924
Daveenn : SKET.II p.53

War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.

1929
Daveenn : SVBV p8

soublañ e chouk

1931
Daveenn : VALL pg baisser

Lord Castletown of Ossory, aotrou Doneraile, e kontelezh Kork, hon ostiz, a oa ur gwaz a c'hwec'h troatad ment, gant ur penn hir : ret e veze dezhañ stouiñ e chouk a-benn komz gant an dud mentet krenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.184

War o chouk e rodelle blev hir.

1944
Daveenn : EURW.1 p75

Gab Winamant, ma zad-iou a en em engouestlas e bagad chouanted Herri de Saizy, hag a chomas pevar pe bemp bloaz gant ar fuzul war e chouk, da stourm evit « ar Feiz hag ar Vro ».

1944
Daveenn : EURW.1 p9

An trepasioù a zo koaret ken e luc'hont ; an dortoueroù a zo sklaer gant e-leizh a brenestroù ; ar solieroù a zo uhel wintet ha ne waskont ket war ar chouk, evel re savadurioù kozh-kozh kolaj paour Gwengamp.

1944
Daveenn : EURW.1 p48

An diaoul kentañ. — « Ni a zo deuet amañ evit sammañ ac’hanoc’h war hor chouk ["choug"], ha ne daimp ket kuit hep kas ganeomp da viken ar c’hounidegezh a zo bet prometet deomp. »

1944
Daveenn : ATST p.57

Da vagañ dienez n'ho laoskin avat, / Ne vern pegen kalet 'tamanto ma chouk !

1960
Daveenn : PETO p24

Ur bern traoù am boa da renkañ va-unan peogwir e oa aet Marceau C. em raok d'ar Fernan Vaz, hag e kouezhe pep tra war va chouk ha n'ouzon ket pet gwech bemdez e ranken mont e kêr, rak ur bern traoù a oa da vezañ lestret, ha ret e oa ivez gwelout an dud o devoa roet harp deomp evit hol labour.

1985
Daveenn : DGBD p191

Poole, ha me, emaomp o vont da forzhañ dor ar gambr-studi. Ledan a-walc'h eo va choug evit sammañ ar rebech, mard a mat pep tra.

2012
Daveenn : DJHMH p.70

Aesoc'h a-se [na waskañ war an dud] e vez a-drugarez da boell ekonomiezh ar marc'had : breskoc'h-bresk e vez al labourerien ha nebeut-tre a amzer o dez da brederiañ ; dibaouez e vez broudet an tiegezhioù da brenañ ha da veveziñ, ar pezh a zegas dle muioc'h-mui war o chouk hag a redi anezhe da soñjal en amprestoù da resteurel kentoc'h evit er stourm.

2015
Daveenn : DISENT p153

Deuet eo brav ganeoc'h pa vez gwell d'ar poliser gervel 2 pe 3 foliser all evit dibradañ ac'hanoc'h, kentoc'h evit kemer ar riskl da derriñ beg ho livenn-gein pe ho choug -dirak testoù !-.

2015
Daveenn : DISENT p94

Goude, pa oant dispartiet, em boa sammet pep war ma chouk, met div blac'h a zo hag a ra an tiegezh. N'eo ket ul labour start, nemet pa zeu ar merc'hed.

2015
Daveenn : EHPEA p48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial