Dezverkoù all

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. KOZH. [1622, 1732] Pennfollet. Ouzh harz ar groaz edo mamm Jezuz estlammet. 2. [1954] Bamet.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

1. Ouzh harz ar Groaz ma'z voe gloazet / Doue hon Roue-ni, krusifiet, / Ez edoa e vamm estlammet, / Ha hi e zivoud hirvoudet.

1622
Daveenn : Do. p59

estlammet

1732
Daveenn : GReg pg effraier

bezañ estlammet

1732
Daveenn : GReg pg (être) effraïé, (s') étonner

Evidon-me, en ur welout hag en ur glevout Botrel o kanañ e oan estlammet dirak e ijin hag e lakais em fenn kemerout skouer warnañ mar galljen, en ur vont da ganañ ma sonioù brezhonek ma-unan.

1944
Daveenn : EURW.1 p70

Bale a ris div pe deir gwech a-zoug va c'hamm e[n]-dro d'an delwenn, estlammet gant ampartiz an arzour ha gant planedenn ar pemp breur, tud dister a-walc'h o tont war an douar - Arthur n'avait pas de richesses ! eme ar glaskerez-bara - ha daoust da se deut da vezañ senedourien, priñsed, rouanez, pe zoken... impalaer.

1954
Daveenn : VAZA p.144

Ofis publik ar brezhoneg