Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k. A. V.k.e. Dispred. Spontañ, souezhiñ. Estlammiñ an dud. B. V.k.d. ESTLAMMIÑ OUZH, WAR, DIRAK UB. 1. DISPRED. Bezañ spontet gant ub. Estlammiñ ouzh krizder ar bed. 2. Bezañ bamet, souezhet-bras gant udb. Diouzh an noz ez estlamme ouzh an heol o vont da guzhat. Estlammiñ dirak kaerder ar vro. II. V.g. Chom bamet. Estlammiñ o welet pegen kaer eo ar film.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

Piv e[o]'n hini ma studihe / En e galon, na estonhe, / Gwelet hor mamm a estlamme ? / Allas, d'he bugel ez gouele.

1622
Daveenn : Do. p60

estlammiñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (s')ebahir

estlammiñ ur re bennak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg effrayer (quelqu'vn)

estlammiñ

1732
Daveenn : GReg pg effraier, étonner (épouvanter)

Estlammiñ a ra gant kement a wel.

1850
Daveenn : GON.II pg estlammi (il est dans l'admiration de tout ce qu'il voit).

estlammiñ

1850
Daveenn : GON.II pg estlammi (étonner. surprendre. causer de l'admiration. être étonné, surpris, dans l'admiration. épouvanter. s'épouvanter).

estlammet

1850
Daveenn : GON.II pg estlammi (étonner. surprendre. causer de l'admiration. être étonné, surpris, dans l'admiration. épouvanter. s'épouvanter. Part.)

Estlammet-bras eo bet gant kement-se.

1850
Daveenn : GON.II pg estlammi (cela l'a beaucoup étonné).

En em wisket goude, e tebrjont an teir c’houistoc’henn a oa d’ezo a-zilerc’h an daouzek o doa digaset ganto. Peurbrejet dezho, en em c’houlenne Derkeia petra a c’halljent ober o-unan war an arvor-se dianav ha pe blanedenn a heuilhjent eno pa voe tennet eus he frederadenn gant he c’hoarezed oc’h estlammiñ.

1923
Daveenn : SKET p.110

estlammiñ ouzh

1931
Daveenn : VALL pg admirer

a estlamm

1931
Daveenn : VALL pg admiratif

Ma fennadoù diwar-benn ar 'Chouannerie', a estlammen neuze outi, a dalvezas din gourc'hemennoù ur bern tudjentil miret ganto en o c'halon goanag ur burzhud bennak a zieubfe Breizh eus yev ar Republik.

1944
Daveenn : EURW.1 p.64

Se ne estlammas den er chapel.

1944
Daveenn : EURW.1 p.171

"Va Doue, Poole", a estlammas, "petra ho kas betek amañ ?"

2012
Daveenn : DJHMH p.60

Da lakaat a ra da estlammiñ, met ni, hon lakaat a ra da bennsaoutiñ.

2015
Daveenn : EHPEA p220

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial