Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (ENT) KRIZ : hep bezañ poazh (I A 1). Hennezh a zebre vioù ent kriz. An istr zo mat kriz. 2. Oc'h ober poan en un doare didruez. Kannet e voe kriz gant skourjezoù. & Trl. Ober kriz da ub. : kaout un emzalc'h garv en e geñver. & Ober kriz ouzh ub. : mont garv, dre heg outañ. 3. Tr. adv. Dre gaer pe dre griz : dre gaer pe dre heg. DHS. vil.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

7. Abalamour d'hor pec'hedoù / Er gwelas [Mari, he mab] karget a boanioù, / Ha kannet kriz gant skourjezoù / Adal ar penn bete ar plantoù.

1677
Daveenn : Do. p66

Diaes eo kontañ pet den en deus kaset d’ar prizon ha zoken d’ar marv, hep komz eus ar re a heskine bemdez e pep giz, krisañ ma c’helle.

1877
Daveenn : EKG.I. p.102

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial