krisoc'h
Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?
Hag ez eas, kasoni en e galon, soñjoù kriz en e benn, d’en em ginnig d’an hini a gase, en hanv ar republik, an traoù en-dro e kêr Gastell, hag e lavaras dezhañ e oa den da gregiñ e kement beleg disent a yoa etre Kastell ha Lesneven, a-hed an aod, ha d’o c’has holl, er memes dervez, d’ar prizon, gant ma vije roet dezhañ tri-ugent soudard hepken.
Mestr ar soudarded, hag a yoa ur c’habiten, a savas d’ar solier, el lec’h m’oa chomet Paol hag Anna Roue, hag a c’houlennas gant un aer griz : — E pelec’h emañ Paol Inizan, perc’henn Lanzeon ? — Me va-unan eo, eme Baol. — A ! c’hwi eo ? Soudarded, diwallit mat an dorioù ; kavet eo va louarn ganen ; emañ-eñ amañ.
kriz
kri
Gouzout a reomp, ni eo ar gerent tostañ ; evelato e oa dleet da hennezh kozh soñjal en e vignon, daoust dezhañ bezañ marv, ha mont ar c’hentañ da gas ar c’heloù d’an intañvez ha da reiñ kalon dezhi en he flanedenn griz.
Gouzout a rit e c’houzañv ene un den beuzet poanioù kriz er bed all, e-keit ma chom e gorf e-barzh an dour.
Setu ma ne gavis evit merenn netra da zebriñ nemet bananez kriz, ur pred treut mar deus unan, daoust d'ar pezh a c'hell ar varc'hadourien frouezh embann evit gwerzhañ o marc'hadourezh.
War-bouez o c'herniel e vezont dibradet ha sammet war ar pont, doare kriz a-walc'h d'en em gemer, rak n'eo ket ral gwelout hini pe hini eus al loened o viskorniañ.
Ken kriz ha kalet hag ar feulster fizik-se ez eo ar feulster gouzañvet gant ar re "wasket" er c'hevredigezhioù direizh a-vremañ : ur feulster psikologel, arouezius pe sevenadurel a-berzh an ensavadurioù an hini eo.