Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Lemel ar perzh kriz (zo d'udb. pe d'ub.). Digrizañ ur galon. Digrizañ tud kalet. Digrizañ ar bed. & Ent krenn An taol kentañ ne ra nemet digrizañ. DHS. dousaat, teneraat. 2. Labourat (udb.) a-benn lemel ar perzh krai zo dezhañ. Digrizañ klezeier. Digrizañ neud. DHS. divrazañ. 3. (db. an edeier) Dornañ evit ar wech kentañ. Digrizañ ur bann gwinizh. 4. (db. an diedoù hag ar meuzioù) [2015] Tommañ (udb.) un disterañ. Digrizañ dour yen gant dour klouar evit reiñ d'ar chatal. Digrizañ gwin. [2015] Tennañ a ran anezhañ eus ar yenerez evit ma tigrizo.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

digrizañ

1850
Daveenn : GON.II pg digriza

digrizet

1850
Daveenn : GON.II pg digriza

digrizañ

1931
Daveenn : VALL pg (s')adoucir, apprivoiser

Tennañ a ran anezhañ eus ar yenerez evit ma tigrizo ken na zistroy Adriani ha mont a ran d'ar gambr-wele.

2015
Daveenn : EHPEA p101

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial