1. Kleuz an dorn, anezhañ kreiz ar palv.
Kuzhat a rae ar bugel ur madig en e voz.
&
Boz war voz : troienn a reer ganti pa laka ub. kein e zorn war boz ub. all, ha da heul.
[1924] Boz war voz uhel uheloc’h c’hoazh ar vugale a save o daouarn.
HS. flac'h, kalon, pod.
2. (en e furm unan pe en e furm lies hep ken)
Kleuz graet gant an daou zorn juntet, o falvoù durc'haet d'an nec'h.
Kemer dour en e voz.
HS. flac'h.
Neuze oc’h unaniñ bozoù o daouarn, e taoljont a flac’hadoù dour war-du ennañ.
Neuze oc’h unani bozou o daouarn, e taoljont a-flac’hadou dour war-du ennan.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.35
boz
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg boz
Santout a ran, gant ar spont ouzh ar soñj-se, an dour-c'hwez o c'hlebiañ ma zal adarre, ma bruched, ma c'hazelioù, lakaat a ran ma dorn dindan ma c'hostez kleiz peogwir on stouet war an tu-se, hag e-leizh ma boz e tiver an dour rous...
Santout a ran, gant ar spont ouzh ar soñj-se, an dour-c'hwez o c'hlebiañ ma zal adarre, ma bruched, ma c'hazelioù, lakaat a ran ma dorn dindan ma c'hostez kleiz peogwir on stouet war an tu-se, hag e-leizh ma boz e tiver an dour-rous...
1992
Daveenn :
EAZB
p.128
Notennoù studi
Lenn a reer e GON.II n'eus stumm lies ebet evit ar ger "bôz".