1. Endalc'had ur voz (1).
Ur vozad traezh, ur vozad bleud.
DHS. palvad.
HS. flac'had.
2. (en e furm unan pe en e furm lies hepken)
Endalc'had ur voz (2).
Ur vozad dour.
3. Tr. adv.
A-VOZADOÙ.
Evañ dour a-vozadoù.
&
Dre ast.
Dre zornadoù leun.
Dastum arc'hant a-vozadoù.
HS. dornad, flac'had, torkad.
4. Dre ast. (en e furm unan pe en e furm lies hepken, dirak un anv lies, hollek pe stroll)
Kementad pe niver bihan a-walc'h.
Ur vozadig greun. Ne oa deuet nemet ur vozad tud.
5. Taol skoet gant ar voz.
C'hwi ho po bozadoù ganin avat !
Daveenn :
GON.II
pg bôzad (Donnez une poignée de blé à ce pauvre).
bozadoù
bôzadou
1850
Daveenn :
GON.II
pg bôzad (La plénitude du creux de la main. Poignée. Ce que peut contenir la main fermée. Pl.)
bozad
bôzad
1850
Daveenn :
GON.II
pg bôzad (La plénitude du creux de la main. Poignée. Ce que peut contenir la main fermée), flac'had
Un noz m'edo hemañ o c'hoari e daolioù Gant kizhier all ar vro, paotred ar riboulioù, Endra edo ganto 'r sabad, Ar vozadig razhed, dastumet a vagad, A zigoras kuzul war-benn voa da ober.
Eunn noz m'edo he-man o c'hoari he daoliou Gant kisier all ar vro, paotred ar ribouliou, Endra edo gant-ho 'r zabad, Ar vozadik razed, dastumet a vagad, A zigoraz kuzul war-benn voa da ober.
1867
Daveenn :
MGK
p34
Ya, un tamm bara hag ur vozad holen a gemerin diganeoc’h bep sizhun, a-galon-vat.
Ia, eun tamm bara hag eur vozad holenn a gemerign diganeoc’h bep sizun, a galoun vad.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.51
divozad
1909
Daveenn :
BROU
p. 207 (n'est usité qu'au pluriel), p. 228 (plein les deux mains réunies, paumée)
"boz" gg. [...] "-ad"
1924
Daveenn :
SKET.II
p.118 « Geriadurig », "Plein le creux de la main".
— Mat ar per, paotr ! Mat ar spezard ! Mat ar c’hastrilhez ! — Ro deomp pep a hini, Jojo ! eme Bilzig. — Taol dezho pep a hini, a grias Olier da Jojo, pep a hini ! — Dal ! Ha Jojo a stlapas ur vozad da Vilzig. Roet a zo bet dezho ivez un toullad spezard, ha da Vadalen ur c’hodellad kastrilhez.
— Mat ar per, pôtr ! Mat ar spezard ! Mat ar c’hastrilhez ! — Ro d’eomp peb a hini, Jojo ! eme Bilzig. — Tôl d’ê peb a hini, a grias Oulier da Jojo, peb a hini ! — Dal ! Ha Jojo a stlapas eur vozad da Vilzig. Roet a zo bet d’ê ive eun toullad spezard, ha da Vadalen eur c’hodellad kastrilhez.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)
Bilzig a dapas diwar ar bouteg ar vozad raden a c’holoe ar pesked.