Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
176
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. V.g. Diskouez un emzalc'h lorc'hus betek re. Brabañsal a rae gant e garr. HS. bragal, fougasiñ, fougeal, pompadiñ, poufal. 2. V. em. En em vrabañsal eus udb. : fougasiñ gant udb. En em vrabañsal eus madelezh ar merc'hed.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

brabañsiñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg brabanci

brabañsal

1927
Daveenn : Geri.ern pg brabañs

brabañsiñ

1927
Daveenn : Geri.ern pg brabañs

An danevellig-se a daolenn mat ma zad evel ma oa, un den uvel, a reas e zever rik e pep tra, hep c'hoant ebet da vrabañsal, na da resev ar pezh na gave ket, en e goustiañs, en devoa gounezet.

1944
Daveenn : EURW.1 p12

E berr gomzoù, dindan renadurezh speredek Breudeur Urzh Maria, kolaj Sant-Charlez a oa, hep brabañsal, ul lec'h brav da vevañ ennañ, ur skol reizhet a veze lezet da ziwanañ enni plegoù mat pep hini, hep re waskañ war an diskard da ober dre heg ar pezh na venne ket : da skouer, kofes ha komuniañ ne oa ret nemet ur wech ar miz ; ez aje aliesoc'h neb a gare ; e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig.

1944
Daveenn : EURW.1 p52-53

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial