Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Den douget da vrabañsal. Brabañserien ar vro. & (impl. da stn.) Un den brabañser. HS. brager, braller, fougaser, pabor, poufer.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Ne gollas he amzer / Gant ur maread komzoù, / 'Vel o divije graet meur a zen brabañser.

1867
Daveenn : MGK p47

E-touez kant bourc'hiz diot 'vez hanter-kant diskiant ; / E-touez an dieien ne oa nemet unan, / Ul lastez aotrou tieg, brabañser ha mondian, / Yae da chom war ar maez da zeskiñ d'ar re all / Ne oant nemet tud kleuk, ezen, pennoù chatal ; / Ne c'houient labourat : palat, arat, hadañ, / C'hwennat, mediñ, endramm, dornañ, kakuadañ.

1867
Daveenn : MGK p88

Ha setu, an eil gwech, gant bleiner ann amzer, / Aet ma oa un truez[,] eost an tieg brabañser.

1867
Daveenn : MGK p90

« — Ur brabañser ! a veas ar maout. « — Lorc’h ennañ dirak ar re vihan : ar yer, ar filiped, ar polued, ar pinterien, al laouenaned ! a harzhas ar c’hi. « — Ur foerer, ur c’hwizigell ! a vegelias ar boc’h.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.950 (Mae 1924)

Bilzig, c’hwi hen goar ervat, ne oa na birbilher, na brabañser, hag a zalc’has evitañ e-unan hanv an hini en devoa lakaet Bidoullig da zeodiñ hag he mestr da gouezhañ er poull-hañvouez : c’hoant n’en devoa ket da vezañ tapet diwar-bouez e deod.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1034 (Gouere-Eost 1924)

brabañser

1927
Daveenn : Geri.ern pg brabañs

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial