Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. an ed, an torzhelloù) [1850, 1927] Kellid. [1850] Bragez an ed a weler er-maez. HS. diwan, egin.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

bragez

1732
Daveenn : GReg pg germe (la partie du grain qui pousse la premiere pour produire la plante)

bragez an ed

1732
Daveenn : GReg pg germe (Le germe du blé, Leon.)

bragez

1850
Daveenn : GON.II pg bragez (Germe, la première pointe qui sort du grain, etc., lorsqu'il commence à pousser), kellid, hégin

Bragez an ed a weler er-maez.

1850
Daveenn : GON.II pg bragez (Le germe du blé est déjà sorti).

bragez

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bragez

Notennoù studi

Reiñ a ra Roparz Hemon e NDBF ur stumm lies "bragezioù" evit ar ger-mañ. Merket eo ivez ar stumm lies-se er geriadur istorel, hep skouer ebet avat. Geriadurioù Favereau hag an Here a ro ivez ar stumm lies en -ioù, hep skouer ebet kennebeut, moarvat da-heul Roparz Hemon. Dic'hortoz eo ul liester en -ioù evit seurt termenoù. Gortoz a rafer kentoc'h un anv-stroll pe un anv hollek. Resisaat a ra ar Gonideg en e c'heriadur, pennger "bragez : germe, la première pointe qui sort du grain, etc, lorsqu'il commence à pousser. Il n'a pas de pluriel". Ar skouer roet gantañ a laka anat un implij en unander. Emile Ernault eus e du e GERI.Ern ne ro liester ebet a-dal d'ar pennger "bragez" kennebeut. Evit doare ez eo ar ger-mañ un termen hollek, ha n'eus stumm lies ebet dezhañ. Resisaat a ra ar Gonideg en e c'heriadur ne vez graet gant ar ger-mañ nemet e Bro-Leon.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial