Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

stêrig

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ruisseau

Evel-se eo : "Wear", kontelezh Durham Bro-Saoz, a c’houlenn en e raok un henfurm "Visuria" a zo ivez henanv ar Weser, en Alamagn an hanternoz, hag ar Vesdre, er Veljig (1); "Weaver", stêrig eus kontelezh Chester, "Waver", stêrig eus kontelezh Cumberland, a ziskouez dont an eil hag egile eus un henfurm "Vebros", diwarni en Alamagn an hanternoz "Wipper", anv teir stêr a Dhuringe hag un adstêr d’ar Roen etre Düsseldorf ha Deutz (2).

1923
Daveenn : SKET p.144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Ur wech an amzer e weler ur plegig-mor all o tiboukañ a-zehou pe a-gleiz, ur stêrig oc'h echuiñ ivez en deun anezhañ.

1943
Daveenn : TNKN pg15

Bemnoz e teuen d’ar gêr da gousket, rak n’eus etre Priel ha Landreger nemet ur stêrig vihan, ar Gindi.

1954
Daveenn : VAZA p.38

Hogen, na pegen stag e oan ouzh netraigoù am boa gwelet ha klevet kant ha mil gwech hep ober fed outo ! c’hwezh ar melchon nevez droc’het [nevez-droc'het], ken c’hwek da serr-noz ; er pellder, harzh damvouget ur c’hi raouiet ; koabrennoù o loveal, ken skañv, ken mistr al lien anezho ha skeud ur gannerezig-dour o tremen a-rez ur wazh ; ar stered kentañ o taskrenañ gant ar riv marteze pe dre aon rak ec’honder an neñvoù ; ha du-hont, e tu all da ziv stêrig Landreger, ar c’hlaz en tour besk war dosenn Dredarzeg, ken tener em skouarn ar son anezhañ ma krede din e glevout c’hoazh o tintal, hag eñ tavet ur pennad ’oa.

1955
Daveenn : VBRU p.20-21

Hag adarre koadoù sapr ha bezv, bezv ha sapr hep an disterañ diforc’h kenetrezo, ur stêrig o treiñ da vezañ ur palud, hag al leton c’hoazh ha c’hoazh, geot, va Salver binniget, geot ha geot o krazañ…

1955
Daveenn : VBRU p.41

Ha diwar neuze e kemeras ar mision katolik da vat plas an arme ; hag eno, etre div stêrig, emañ bepred bremañ.

1985
Daveenn : DGBD p50

Ofis publik ar brezhoneg