Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
176
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. 1. Brañskellat. Bagoù brañsigellet gant an houlennoù. Brañsigellat eus an eil tu d'egile. & Brañsigellat ouzh udb. : en em lakaat e-skourr ouzh udb. ha lakaat ar peurrest eus ar c'horf da fiñval. Brañsigellat ouzh ar bodoù izel. 2. Horellañ, brañskellat. Brañsigellat a ra ma divhar. Brañsigellat a rae en abeg da skoaselloù an hent. DHS. trantellañ, treuzigellañ. HS. horjellat, hoskellat.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

brañsigellañ

1850
Daveenn : GON.II pg brañsigella

deomp da vrañsigellañ

1850
Daveenn : GON.II pg brañsigella

En tu all da Blounerin, ur c’hilhog, un toullad yer ha polezi d’e heul, sonn e benn, ruz e gribenn, pluñv e lost gwer-[g]las, lugernus, o vrañsigellat war e gein, a heñche e verc’hed etrezek ur bern teil.« — Rog ! rog ! ko ! ko !… deuit, va dousigoù koant, deuit ! « Hag e skrabe. « — Rog ! rog !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.949-950 (Mae 1924)

An aotrou hag ar mevel er vag : flak ! flak ! a ra an dour er vag brañsigellet, strinkañ a ra a bep tu, karget gante o botoù. Botoù lêr rubanet an aotrou !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1090 (Here 1924)

brañsigellat

1927
Daveenn : Geri.ern pg brañsell

brañsigellat

1931
Daveenn : VALL pg balancer

Raktal m'en em weljomp e tiwanas etrezomp mignoniezh tost ; en em glask a raemp da vont da c'hoari a-gevret war an aod, da vont da vrañsigellat er jardin, hag a-wechoù e tec'hemp diwar ar selloù evit ober hon-daou pourmenadennoù en-dro da Berroz.

1944
Daveenn : EURW.1 p44

Pebezh laouenidigezh er pradoù, o lammat, o vrañsigellat ouzh ar bodoù izel, o pignat er gwez, o neizheta.

1944
Daveenn : EURW.1 p24

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial