Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
176
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. [1927] Lakaat ur c'horf pe darn eus ur c'horf da fiñval, goustadik prl., eus an eil tu d'egile. O vrañskellat e dreid e oa. Deuet e oa da skuizhañ o vrañskellat an hini bihan. HS.luskellat. 2. (db. ar gouloù, ar sklêrijenn) Lakaat da grenañ, kinnig lazhañ. Ne oa ket an disterañ avel da vrañskellat ar sklêrijenn-se. 3. A-wezhioù. Hejañ. Na vrañskellit ket ar wezenn-se ! II. V.g. A. 1. [1927, 1985] Mont, stouiñ eus an eil tu d'egile a-bep-eil. Brankoù ar gwez a vrañskelle en avel. Ar vag a weled o vrañskellat en un doare skrijus. Ar c'hleier a vrañskelle. [1985] Al lestr a vrall hag a vrañskell. HS. brallañ. 2. Fiñval e gorf eus an eil tu d'egile a-bep-eil. Sioul e kendalc'he da vrañskellat war e gador. 3. Kinnig koll e gempouez, kinnig kouezhañ. Brañskellat a reas an den war e zivesker. Ken uhel e oa bet savet ar bern foenn ma vrañskelle. HS. horellañ. B. Dre skeud. 1. (db. an dud) Douetiñ, na vezañ sur a netra ken. Ar c'heloù a lakaas strafuilh ennañ hag e teuas e spered da vrañskellat. 2. (db. ar prizioù) Brallañ. Ar c'hilo a vrañskelle eno etre 50 ha 60 lur. 3. BARZH. (db. ar prantadoù amzer) Mont e-biou, bezañ war echuiñ. Ar bloaziad a vrañskell hag a gouezh. III. V. em. EN EM VRAÑSKELLAT : brañskellat e gorf. Hag e krogas en ur skourr d'en em vrañskellat.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar bagoù a horjelle hag a vrañskelle, a save hag a ziskenne, pep hini d’he zro, gant ar gwagennoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.99

Hastañ a reas mont en e hent, goude bezañ lavaret d’an holl soñjal e vije o vrañskellat war e vag e-pad ma vijent-i oc’h ober fest e ti ar Prat.

1877
Daveenn : EKG.I. p.222-223

brañskellat

1927
Daveenn : Geri.ern pg brañsell

brañskellat

1931
Daveenn : VALL pg balancer

N'on ket evit chom da azezañ ha dav eo din ober tro al lestr hep ehan ; hemañ a vrall hag a vrañskell, petra bennak ma n'eus ket a wall avel.

1985
Daveenn : DGBD p10

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial