Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Hep ober trouz. Didrouz e rede an dour. Hag ez ejont kuit didrouz ha mezhek. 2. Hep kaout trubuilh, e peoc'h. [1877] Ar c’hi hag ar c’hazh a vev didrouz hag e peoc’h er memes ti [...].

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

Didrouz eo deuet.

1850
Daveenn : GON.II pg didrouz (Il est venu sans bruit, doucement).

Ha pa en doe Booz debret hag evet, ha pa en em gavas laouenoc'h, ez eas da gouskañ e-harz ur bern malanoù : ha Ruth a zeuas didrouz, ha goude bezañ dizoloet ar pallenn war-zu an treid, en em daolas eno.

1850
Daveenn : GON.II Buez Ruth p104

didrouz

1850
Daveenn : GON.II pg goustad, gwestad, didrouz (Sans bruit. Paisiblement. Doucement).

Ar c’hi hag ar c’hazh a vev didrouz hag e peoc’h er memes ti, ken na deu unan bennak da isañ an eil war-lerc’h egile ; mes kerkent ha ma vezo iset ar c’hi, e lamm a-razailh war ar c’hazh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.65-66

Hogen ar soudarded ne garent ket chom el lec’h ma vije stourmet outo : gwelloc’h e kavent debriñ, evañ ha laerezh didrouz hag hep bec’h ebet, — aesoc’h e oa ivez, evit gwir.

1878
Daveenn : EKG.II p.78

Gwelet a rae ivez ’ta e oa graet gantañ, hag e kave gwelloc’h plegañ e benn didrouz pa n’oa ket evit herzel.

1878
Daveenn : EKG.II p.68

Hogen, hep gouzout d’e gerent eo e voe kemeret ar bugel gant Kênos neizheur. Dre laer ez eas en o zi, didrouz-kaer, hep rannañ ger ouzh hini, hep dihuniñ den.

1924
Daveenn : SKET.II p.12

Ya ! fiñval a rae ar sklerijenn war vantell ar siminal, ha tostaat a rae didrouz ouzh tal ar gwele.

1944
Daveenn : ATST p.52

D'an abardaez e vezemp distro d'ar gêr, hag ar vuhez skol a gendalc'he, didrouz, didrabas, betek graet ganin ma fask kentañ, d'am dek vloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p28

En ur ober pemp munutenn e ranke an holl bezañ gourvezet didrouz.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

Pasaat a ra e genvreudeur, didrouzik en o c'heder-keur.

1949
Daveenn : SIZH p.59

Ni ’vat, marins-casquette a oa ac’hanomp, n’hon devoa da blediñ gant netra all nemet hor gwele, ha gant-se moredet e oan pa stagas ar Vérité da vont kuit didrouz-tre, hep tennoù kanol na blejadeg « Hurrah » o vezañ ma ’z oa gwell [gwall] ziwezhat anezhi.

1954
Daveenn : VAZA p.162-163

Tonket e oant, siwazh dezho da vont da anaon un nebeut bloavezhioù goude, ha paket int bet en ur stumm euzhus gant an Ankou, holl anezho ha zoken ar vugale, nemet Fallières taget didrouz gant ar gozhni en e di bihan, al Loupillon.

1954
Daveenn : VAZA p.187-188

Tremen a reas ar brezel eil diwezhañ, ha meur a vloavezh all ouzhpennn ha derc’hel a reas he c’hrog, ken na darzhas a-benn ar fin an deiz ma varvas etre va divrec’h, didrouz, hep klemm, hep poan na gloaz, diwar skouer he mamm-hi, aet da anaon a-greiz c’hoarzhin.

1955
Daveenn : VBRU p.23

tostait ken didrouz ha ma c'hellit

2012
Daveenn : DJHMH p.63

Didrouz, gant imor vat, un tamm nec'hamant ha kalzik a adrenalin en em lak ar stourmerien en o flas, evel tud a vicher.

2015
Daveenn : DISENT p101

Ofis publik ar brezhoneg