Dezverkoù all

Stankter implij : 

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1867, 1931] Prantad amzer fall, ma vez avel o c'hwezhañ kreñv (niver 8 war skeul Beaufort). Sevel a reas war ar mor ur gwall barr-amzer. Ar barr-amzer en deus goueledet al listri-pesketa. Gwashat barr-amzer a ra ! [1867] Ar bobl, war gement-mañ, a zihunas raktal, a gasas dioutañ [sic] ar barrad-amzer fall. HS. korventenn.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

barrad-amzer

1850
Daveenn : GON.II pg bar-amzer

Ar bobl, war gement-mañ, a zihunas raktal, a gasas dioutañ [sic] ar barrad-amzer fall

1867
Daveenn : MGK p4

Izel eo ha traezhek, gwallskubet alies gant ar barradoù-amzer ha luget gant ar [v]orlusenn.

1923
Daveenn : SKET p.96-97 (+ p.199, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 97, lin. 2, e lec’h « ar morlusenn » lenn « ar vorlusenn »").

E toull an aber e voe taget o listri gant ur barrad-amzer, hag int bet hanteraozet hepken gant berrek ez oant bet paket ; hag e freuzjont dindan o zreid.

1923
Daveenn : SKET p.117

Kaset-digaset dre o meskadeg e hañvale ar mor bezañ keflusket gant ur gwallvarrad-amzer.

1924
Daveenn : SKET.II p.40

barrad-amzer

1931
Daveenn : VALL pg bourrasque

Notennoù studi

Skrivañ a reas Kervarker e GON.II. e veze graet alies gant "bârrad-amzer" (gant ar memes ster ha "bâr-amzer") er-maez eus Bro-Leon.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial