Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Trl. (db. traoù a seller outo a-vras pe db. traoù niveradus) AR BRAZ EUS : an darn vuiañ. Ar braz eus an dud a vourr o veajiñ. Ar braz eus an arme a yae war droad. O labourat e vezer e-pad ar braz eus ar bloaz. Graet e oa ar braz eus al labour. HS. kalz. 2. UR BRAZ : ul lodenn vras. Ur braz eus hor Bretoned. 3. Trl. skeud. Bezañ en e vraz : bezañ deuet bras. Emañ ho pugale en o braz bremañ. Ar gwez-avaloù zo hogozik razh en o braz. 4. Trl. skeud. Ober e vraz : fougeal. Hennezh a blij dezhañ ober e vraz. 5. Kement zo bras. Evel-se e weler, mar galler hañvalout ar bihan ouzh ar braz, ar gwenan o poaniañ muioc'h eget an dud. 6. Trl., difetis (er st. nac'h dh.) Tennañ da vraz : kaout heuliadoù grevus pe bouezus. E fazi ne denn ket da vraz : ne vo ket kalz a zroug da-heul.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Vertuzioù an Agnus Dei. / Ez chas brun an c'hurunoù [ec'h argas strak ar gurun], / Ez efas naet ar pec'hedoù, / Ez vir ouzh an tan pep manier, / Skaf ha lestr a cheñch [a sach] a zañjer, / Ez vir [e] pep tu ouzh marv subit, / Droukspered kre a chas kuit, / Ez spont sklaer an adverserien, / Ez rent soulas d'an wreg vrazez, / O tont da c'henel en gwel spes, / Ez ro grasoù, ez vir ouzh [drouk]chañs, / Pa en zouger gant reverañs. / A vent, nepred, na doutet pas, / ken din eo an bihan hag an braz.

1622
Daveenn : Do. p58

n'eus ket a vraz

1909
Daveenn : BROU p. 409 (beaucoup)

C'hwec'h bro a gemeras ar braz eus ar c'hoad gwerzhet (war-dro 85%).

1985
Daveenn : DGBD p186

Ar bras[sic] eus ar batimantoù a ya pelloc'h en donvor, dre vMadeira, Las Palmas pe Tenerife.

1985
Daveenn : DGBD p15

E lod eus ar feurmioù brasañ e vez graet ar braz eus an dastum gant labourerien divroet, strollet anezho alies dre familhoù.

2015
Daveenn : TEVAG p. 5

Ar seurt dichekadennoù ha taolioù dismegañs ne rae van anezho, evel-just, ha da veno ar braz eus an dud, e zoareoù frank hag hegarat, e vousc'hoarzh bugel leun a hoal, ha gras hep he far an yaouankiz dispar-se a hañvale n'aje digantañ biken a oa drezo o-unan ur respont bastus d'ar falstamalloù - an termen implijet an hini e oa - a lakaet a redek warnañ.

2015
Daveenn : POLDG p224

Petra a soñj hirie an deiz ar braz deus an dud deus ar pezh a zifennomp, ha petra emaint o vont da soñjal deus an doare stourm a vo dibabet ganimp?

2015
Daveenn : DISENT p34

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial