Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwazh vor zo etre an douar-bras hag un enez pe etre div enez. Rankout a reer treuziñ ur vrec'h-vor da vont d'an enez. [1954] Marzhusat arvest evit neb a zegouezh dezhañ mordeiñ ar wech kentañ e brec’hioù-mor Bro-Sveden pe Norvegia, ar fjordoù hervez ma vez graet diouto ! DHS. kanol, korzenn, razh, strizh-mor. 2. Stêr vihan a dizh buan an aod. Beuzet er vrec'h-vor galvet Leger. HS. aber.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

brec'h-vor

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bras de mer, detroit (de mer)

brec'h-vor

1732
Daveenn : GReg pg golfe (espace de mer en forme d'arc, ou de cu de sac, Van.)

brec'h-vor

1732
Daveenn : GReg pg bras (de mer)

brec'hioù-vor

1732
Daveenn : GReg pg bras (de mer)

Ur brec'h-vor a zo da dreuziñ.

1850
Daveenn : GON.II pg bréac'h (Il y a un bras de mer à traverser).

brec'h-vor

1850
Daveenn : GON.II pg bréac'h-vôr (Voyez "brec'h).

Diouzh ar prenestr e weled traoñienn Vontroulez ; ar vrec’h-vor, e tu hanternoz ; tosennoù kostez Plouigno e tu kreisteiz.

1944
Daveenn : EURW.1 p80-81

Kaernarvon a zo ur gêrig vrav, heñvel ouzh Kastell-Paol, savet war vord ar vrec’h-vor he disparti diouzh Enez[enn] Môn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.127

Marzhusat arvest evit neb a zegouezh dezhañ mordeiñ ar wech kentañ e brec’hioù-mor Bro-Sveden pe Norvegia, ar fjordoù hervez ma vez graet diouto !

1954
Daveenn : VAZA p.163

Div Nkok a zo ivez, unan a zo e-kichen ur vrec'h-vor hag a gas d'an Ikoy Monda, ar stêr a zo ar penn anezhi e Nkoltang.

1985
Daveenn : DGBD p131

Ofis publik ar brezhoneg