Gallout a rafen ivez lavarout daou pe dri c’her diwar-benn Jobenn ’n Herve hag he c’hoar Trefina, an eil fentusoc’h eget eben, pe a-zivout Godig Rode, ur wrac’h a stage da bec’hiñ ha da eoniñ evel pa vije bet dalc’het gant an Drouk-Spered adal ma veze huchet warni : « Avel, Godig, avel ! »
Hag ar beorien ’ta !... a bep tu d’an hent, war bennoù o daoulin, pe harpet ouzh ar c’hleuzioù, bez’ e veze regennadoù klaskerien[-]vara, paotred ha merc’hed, kozh ha yaouank, dall, moñs, pe vac’hagnet, darn war flac’hioù, darn-all [darn all] hep gar ebet ha kluchet en ur c’hased izel war rojoù, hemañ oc’h eoniñ,[]skoet gant an droug-sant, henhont gant trouskennoù ha goulioù spontus, un heug hag ur rukun sellout outo !
En ur ger, un dourni ar seurt n’hoc’h eus klevet biskoazh, hini ur mor dirollet oc’h eoniñ dreist ar c’herreg.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
eon-mor