Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. A. 1. [1472, 1499, 1538, 1659, 1732, 1927, 1931, 1954, 2015] D'ar pred-mañ, adalek ar pred-mañ. [1472] Bremañ e c'hellit gwelet sklaer nag eo ket taer mab ar Spernenn. [1538] Ec'h ouzit bremañ an dat dre gont. [1622] Santez Vari, mamm da Zoue, pedit evidomp-ni pec'herien, bremañ hag en eur ar marv. Amen. [1850] Bremañ eo ret anneuiñ. [1850] Redek hoc'h eus a-walc'h, arsavit bremañ. [1927] Bremañ ez eus nav bloaz. [1931] Bremañ e teu ar c'hazh* d'ar raz. [1931] Ur bloaz bet zo bremañ. [1954] [...] e ti va zad-kozh ha va mamm-gozh, da lavarout eo en ti emaon bremañ o chom ennañ. [2015] Traoù mallusoc'h hon eus da ober bremañ. & [1904] Bremañ a-benn, [1732, 1909] Bremañ end-eeun, [1732] Bremañ memesamant : diouzhtu. 2. Tr. adv. [1927] A-benn bremañ : c'hoazh a-raok ar pred-mañ. Meur a wech em eus e welet a-benn bremañ. DHS c'hoazh, dija. & A-benn bremañ : d'ar pred-mañ d'an diwezhatañ. Sur a-walc'h eo degouezhet a-benn bremañ. & [1659, 1850, 1867] Bete-vremañ, betek bremañ : betek-henn. [1850] Amzeret em eus gantañ bete-vremañ. [1850] Argilet en deus bete-vremañ. [1867] Goude m'o doe al loened, an eil egile tamallet, tad-iou o c'hasas en o zro, e-c'hiz ma oant, laouen d'o bro, gant pep a visac'h war o skoaz, a zo, bete-vremañ, abaoe chomet c'hoazh. & Adalek bremañ, [1850, 1931] diwar vremañ : adalek ar c'houlz-mañ. [1850] Diwar vremañ n'ho ankounac'hain ket. [1943] Diwar-vremañ e c'heller diskontañ goulakadurioù a zo, ar pezh a zo un dra bennak atav : strishaet eo evel-se tachenn an enklask & Evit bremañ : dres d'an ampoent. Evit bremañ ne c'hallan ket plediñ gant an dra-se. B. (gant ur v. en amzer-dremenet pe en amzer-vremañ) [1985] D'ar pred m'emañ an displeger en un danevell. Bremañ e welen barr ar menez. Bremañ n'int mui nemet tri. [1985] Setu me eta bremañ en ur rann vuhez nevez, o vont en ur bed dianav. C. Dre ast. [1850] En amzer-vremañ, hiziv an deiz. [1850] An abardaezioù a zo hir bremañ. [1850] Bremañ ne gan mui. [1850] Ne astenn ket kalz bremañ. [1850] Dienkrez on bremañ. [1850] Un dra digustum eo bremañ. [1850] War vale emañ bremañ. [1867] N'eus mui bremañ nemet an dud kozh pe hep reizh hag a skriv en un doare disheñvel. [1867] N'hor beus nemet gwelet piv ac'hanomp bremañ en deus gwashañ pec'hed. D. Trl. [1850] BREMAÑ EO OBER UDB. : en degouezh-mañ eo reizh pe wir e ober. [1850] Bremañ eo e rankot diskanañ. II. Impl. da stn. [1931, 1943] Zo eus ar mare-mañ. [1931] Brezhoneg bremañ. [1931] An amzer-vremañ. [1931] Gras vremañ. [1943] Live ar mor ne hañval ket bezañ bet, e-pad an amzervezh douaroniel hir a-walc'h, da nebeutañ, ouzhpenn 50 pe 60 m. dindan al live bremañ. HS. kempred. III. (impl. da ak) Amzer-vremañ. Ar bremañ put ha garv. [1949] Ar bremañ marvel.

Skouerioù istorel : 
101
Kuzhat roll ar skouerioù

Gwraet eo tomm, hep chom, an gumun goude dilun ar suzhun wenn; bremañ ez c'hellet gwelet sklaer nag eo ket taer mab ar Sper[nenn]

1472
Daveenn : M. p13

bremañ

1499
Daveenn : LVBCA p42 (maintenent)

En enor da Doe hon kroeas - da sant Tremeur, da sant Weltaz - ez e voe fontet an chapel-mañ - an Sul ken[t] fest an Spered Glan - ouzit bremañ an dat dre gont - mil pemp-kant eizh bloaz ha tregont

1538
Daveenn : GReg Enskrivadur war Chapel s. Tremeur e Kledenn-ar-C'hab

[«] Rak-se bremañ ni a c'houlenn ouzhit ar c'homañsamant : pe a [a be] lignez out-te ?[»]

1576
Daveenn : Cath p9

[«]Hogen bremañ me c'houlenn ouzhit : pe da dra [da betra] ec'h eus-te asamblet kement-mañ a bobl en ven evit azeuliñ ar sotoni a'n idoloù ?[»]

1576
Daveenn : Cath p6

Kent-se ez kredomp [ennañ] hag ez koñfesomp [anezhañ] fermamant (nemedout a brouvfe deomp, dre ur rezon hag ur señtañs arall aprovetoc'h, [bezañs] an doueoù pere hon eus enoret bede vremañ) ez fell deomp hon em goñvertisañ ouzh Krist ha bezañ kristenien.

1576
Daveenn : Cath p14-15

M. Goude bezañ gwelet geneomp ar mad peheni zo ret deomp da ober, petra a rest deomp-ni bremañ da c'houzout ? D. An droug peheni zo ret deomp tec'het dioutañ.

1622
Daveenn : Do. p34

M. Goude bezañ gwelet ganeomp ar mad pehini zo ret deomp da ober, petra a rest deomp-ni bremañ da c'houzout ? D. An droug pehini zo ret deomp tec'het dioutañ. M. Peseurt droug a zleomp-ni tec'het dioutañ ? D. Pec'hed. M. Petra eo pec'hed ? D. Kement a lavarer, kement a zezirer, pe kement a reer a-enep al lezenn pe volontez Doue.

1622
Daveenn : Do. p34

D. Me hoz salud, Mari leun a c'hras, an Aotrou zo geneoc'h, binniget oc'h entre an holl wragez, ha benniget an frouezh [ag] hoz korf Jezuz. Santez Vari, mamm da Zoue, pedet evidomp-ni pec'hezrien, bremañ hag en eur an marv. Amen.

1622
Daveenn : Do. p20

bete-vremañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg iusques (a present)

bremañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tantost

bremañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg maintenant

M. Leveret-hi [an Ave Maria] e brezhoneg ? Me ho salud, Mari, leun a c'hras, an Aotrou zo geneoc'h, binniget ez oc'h etre an holl wragez, ha binniget eo ar frouezh eus ho kof, JEZUZ. Santez Vari, Mamm da Zoue, pidit evidomp-ni pec'herien, bremañ, hag en eur hor marv, Amen.

1677
Daveenn : Do. p21

bede vremañ

1732
Daveenn : GReg pg heure (Jusqu'à cette heure-ci.)

bremañ

1732
Daveenn : GReg pg fois (à présent)

bremañ memesamant

1732
Daveenn : GReg pg actuellement

bremañ

1732
Daveenn : GReg pg actuellement, apresent, (à ce) coup (maintenant), heure (A cette heure, à présent.)

bremañ end-eeun

1732
Daveenn : GReg pg actuellement

bremañ

1732
Daveenn : GReg pg apresent

bremañ

1732
Daveenn : GReg pg apresent

Redet a-walc'h hoc'h eus, arsavit bremañ.

1850
Daveenn : GON.II pg arzaôi (Vous avez assez couru ; reposez-vous actuellement).

Dienkrez on bremañ.

1850
Daveenn : GON.II pg dieñkrez (Je suis sans inquiétude actuellement).

An edoù gwenn o deus doare vat bete-vremañ.

1850
Daveenn : GON.II pg éd (les blés blancs ont bonne apparence jusqu'à présent).

Un dra digustum eo bremañ.

1850
Daveenn : GON.II pg digustum (C'est une chose inusité à présent).

Dic'halloud eo bremañ.

1850
Daveenn : GON.II pg dic'halloud (Il est sans autorité actuellement).

bremañ eo e rankot diskanañ

1850
Daveenn : GON.II pg diskana (C'est à présent qu'il vous faudra déchanter).

diwar vremañ

1850
Daveenn : GON.II pg diwar

Bremañ e c'hellit disouchañ, n'eus den.

1850
Daveenn : GON.II pg pg dizoucha, dijoucha (A présent, vous pouvez vous montrer, il n'y a personne).

Dieub-bras eo bremañ.

1850
Daveenn : GON.II pg dieûb (il est bien débarrassé actuellement).

Diwar vremañ n'hoc'h ankounac'hain ket.

1850
Daveenn : GON.II pg. diwar-vremañ (Désormais, je ne vous oublierai point).

bremañ

1850
Daveenn : GON.II pg bréma (A présent. Présentement. Maintemant. En ce moment).

Bremañ eo ret anneuiñ.

1850
Daveenn : GON.II pg anneûi (A présent, il faut tramer, faire la trame.)

Bremañ ne gan mui.

1850
Daveenn : GON.II pg bréma (Maintenant il ne chante plus).

bremañ

1850
Daveenn : GON.II pg bréma ou brémañ (A présent. Présentement. Maintemant. En ce moment).

Va c'hoar pehini hoc'h eus gwelet bihan, a zo bras bremañ.

1850
Daveenn : GON.II p.72

Bet eo en hent, hogen emañ bremañ e-touez e dud.

1850
Daveenn : GON.II p.67

Bremañ ur bloaz e oamp klañv ho[r]-pemp.

1850
Daveenn : GON.II p.64

War vale emañ bremañ.

1850
Daveenn : GON.II pg balé (Il est debout actuellement, il se lève, il n'est plus au lit).

Bez’ en deus bremañ kement ha m’en deus ezhomm.

1850
Daveenn : GON.II p.83 (Il a à présent tout ce qu’il lui faut).

Pell on bet klañv, bremañ on yac’h.

1850
Daveenn : GON.II p.89 (J’ai été longtemps malade, à présent je suis bien portant).

Emaon bremañ pell diouc'h va bro.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, (Je suis à présent loin de mon pays).

Gouzout a rit-hu hag hi a zo yac'h bremañ ?

1850
Daveenn : GON.II p.94 (Savez-vous si elle se porte bien à présent ? )

Diwar vremañ

1850
Daveenn : GON.II.HV p.7, introduction ; "désormais"

an abardaezioù a zo hir bremañ

1850
Daveenn : GON.II pg abardaez

Argilet en deus bete-vremañ.

1850
Daveenn : GON.II pg argila (Il a différé jusqu'à ce moment).

berman

1850
Daveenn : GON.II pg bermann (Voyez "bréma"), bréma (A présent. Présentement. Maintemant. En ce moment).

bermen

1850
Daveenn : GON.II pg bréma (A présent. Présentement. Maintemant. En ce moment).

Ne astenn ket kalz bremañ.

1850
Daveenn : GON.II pg astenn (il n'allonge pas beaucoup actuellement)

a-c'houdevezh eo deuet da c'hounit doare-skrivañ ar Gonideg, ha n'eus mui bremañ nemet an dud kozh pe hep reizh hag a skriv en un doare disheñvel

1867
Daveenn : MGK Rakskrid IX

Bremañ 'mañ gant he c'hoar : diaes e ve lavaret pegen eürus o-daou int oc'h en em garet.

1867
Daveenn : MGK p20

Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed. Er skridoù e welomp pa c'hoarvez gwalleurioù, E klasker evel-se outo pep seurt louzoù. Kavet eo hon hini, n'hor beus nemet gwelet Piv ac'hanomp bremañ en deus gwashañ pec'hed."

1867
Daveenn : MGK p24

Gant aon n'ho pe-c'hwi droug, droug a c'hell c'hoarvezout, n'em bo mui da'm magañ nemet daeloù, hirvoud. Hiviziken me ne welin nemet lasoù ha sparfelled; pa vezo glav, e lavarin : ha va breur paour, pelec'h eo aet ? Hag-eñ en deus ezhomm a netra 'bet bremañ ? Ha debret eo e bred, hag er goudor emañ ?

1867
Daveenn : MGK p18

Goude m'o doe al loened, an eil egile tamallet, tad-iou o c'hasas en o zro, e-c'hiz ma oant, laouen d'o bro, gant pep a visac'h war o skoaz, a zo, bete-vremañ, abaoe chomet c'hoazh.

1867
Daveenn : MGK p12

Evel a reont, pa n'hellit ket, / Ar gelenn a roan deoc'h, bremañ e berr gomzoù, / Eo en em zastum e toulloù 'r mogerioù.

1867
Daveenn : MGK p16

Anavezet bremañ, pep hini gant he forc'h : / Ar mestr, ar meveloù a sko a-nerzh o c'horf / War al loen reuzeudik / A rankas mervel mik, / Kaer voe dezhañ ouelañ.

1867
Daveenn : MGK p44

Bremañ, gwazed, eme ar mestr, daou ac’hanoc’h a chomo amañ d’an traoñ ; n’eus forzh petra ziskenno, loan pe zen, rak tud an ti-mañ a c’hell en em wiskañ e meur a c’hiz, loan pe zen, daou denn dezhañ raktal ma ne chom ket a-sav, ker buan ha m’ho pezo lavaret dezhañ ; ha diwallit ne sentfec’h ket ouc’h va urzh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.121

Erwanig, bremañ pa oa aet kuit an hini a lugerne e zaoulagad evel daou gef-tan, a c’hlabouse hag en em bompade. — Pet den n’am eus-me ket klevet oc’h en em fougeal, evel Erwanig, pell diouzh ar Prusianed, ha, dirazo, a grene evel delioù ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.150

Bremañ, abaoe m’on deuet d’ar gêr, ne rankit paeañ netra ken evidon. Dre-se ivez 'ta e teu va zra din ker goestl ha da bep hini.

1878
Daveenn : EKG.II p.258

Ac’hanta, den fall, beleg milliget, eme ar c’habiten o reiñ ur b[o]untad d’an aotrou Branelleg, setu-te dizoloet ! Bremañ e ranki rentañ kont eus da walloberoù.

1878
Daveenn : EKG.II p.225

Bremañ int rok, n’o deus ket a aon, gwelet a reont peger soubl ha pegen aonik eo an dud.

1878
Daveenn : EKG.II p.147

Diskouez hoc’h eus graet din bete-vremañ hoc’h eus fiziañs ennon.

1878
Daveenn : EKG.II p.111

N’o doa ket kavet a win-ardant, rak d’ar mareoù-se ar gwin-ardant n’oa ket ker stank en tiez evel ma’z eo bremañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.43

Evit-se n’eus nemet un dra da ober : kemerit ho pal, ha bremañ p’eo noz, pa ne c’hell den ho kwelet, it du-hont da gorn ar jardin, e tu ar sav-heol, grit en douar, a-zindan ar wezenn-lore, un toull bras ha don a-walc’h evit er lakaat.

1878
Daveenn : EKG.II p.266

Na fell ket lezel da goue[zh]añ kentañ kelaouenn vrezhonek penn-da-benn a zo bet savet er vro bete-vremañ. Ar c’hontrol eo, ret eo labourat eviti, ha kreskiñ ane[zh]i bepred. Ur poent a enor a dle be[z]añ evidomp.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

bremen a-benn

1904
Daveenn : DBFV pg aben (tout à l'heure)

bremañ end-eeun

1909
Daveenn : BROU p. 234 (à l'instant même)

"Blatomagos" a vefe, ger evit ger, e brezhoneg bremañ, "Bleudva".

1923
Daveenn : SKET p.23

Ar c'hembraeg-bremañ "gwinllan" "vine yard" (Richards, Welsh-English Dictionary) a c'houlenn en e raok ur furm geltiek *vinolanda.

1923
Daveenn : SKET p.13

Bremañ c’hoazh — kant vloaz tremenet a zo abaoe an eured — bremañ c’hoazh e talc’her koun eus jalivari itron yaouank Kervarker.

1925
Daveenn : BILZ2 p.165

bremañ ez eus nav bloaz

1927
Daveenn : GERI.Ern pg brema

bremañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg añ, bremañ

bremañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg brema

bremañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg brema

a-benn breman

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-benn (déjà)

bremañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-benn, añ

Ar mor, avat, ne blije ket nemeur din d'ar c'houlz-se, na bremañ, kennebeut all, n'on ket gwrac'h gantañ, rak, da'm meno, ar gazeg c'hlas a ra re, kalz re, a drouz, hag, ouzhpenn da se, he c'havan gwall griz e-keñver mordeidi Breizh.

1929
Daveenn : SVBV p.14

ñ

1931
Daveenn : VALL pg actuel, actuellement

gras vremañ

1931
Daveenn : VALL pg (grâce) actuel(le)

bremañ e teu ar c'hazh d'ar razh

1931
Daveenn : VALL pg (maintenant on en vient aux) acte(s)

diwar vremañ

1931
Daveenn : VALL pg (à l')avenir (désormais)

ur bloaz bet zo bremañ

1931
Daveenn : VALL pg (il y a maintenant une année) achevé(e)

brezhoneg bremañ

1931
Daveenn : VALL pg breton (moderne)

en amzer-vremañ

1931
Daveenn : VALL pg actuellement

Hervez Briquet, "live ar mor ne hañval ket bezañ bet, e-pad an amzervezh douaroniel hir a-walc'h, da nebeutañ, ouzhpenn 50 pe 60 m. dindan al live bremañ".

1943
Daveenn : TNKN p26

Diwar-vremañ e c'heller diskontañ goulakadurioù a zo, ar pezh a zo un dra bennak atav: strishaet eo evel-se tachenn an enklask.

1943
Daveenn : TNKN p63

Bremañ, marteze, e teuio Yann ar Giouidig da glask afer ouzhin.

1944
Daveenn : ATST p.121

« Dalc'h mat, Jafrenoù, sav uhel, / Da vouezh dreist hini an avel / A c'hwezh bremañ war Vreizh-lzel. »

1944
Daveenn : EURW.1 p85

Bremañ emañ amzer ar moto, an oto, ar vilo, ar c’harr-nij, ar marc’h-du, ar marc’h-dre-dan. Evit ar marc’h pevarzroadek, ’m eus aon ne vo mui kavet implij dezhañ bremaik nag ouzh karr nag ouzh alar ; implij e ti er c’higer [sic, "e ti ar c’higer"], ne lavaran ket.

1944
Daveenn : ATST p.9

Bremañ e chomit aze hep lavarout grik… Respontit ’ta, pe kemerit bep a volenn : ar varrikenn sistr a zo aze, gouzout a rit, e-tal ar gwele.

1944
Daveenn : ATST p.29

Lavaret he deus deomp bremaik ne c’hoantae gwelout den o tont war he zro, hag, a-benn bremañ, sur he deus prennet ha sparlet he dor.

1944
Daveenn : ATST p.39

Bremañ, Lom, peogwir hon eus divizet diwar-benn priz al labour, gwelomp penaos e raimp al labour-se.

1944
Daveenn : ATST p.94

Gallout a ran kofes, bremañ pa'z eus tremenet un nebeud bloavezhioù abaoe.

1944
Daveenn : EURW.1 p45

Un nor er goueled a c'heller digeriñ war du kleiz treuzell ul lestr-karg bremañ.

1949
Daveenn : LLMM niv. 14, p67

Ur pec'hed all, avat, a zo bet sammet ganeoc'h, bremañ diouzhtu, war ar re-se. Emaoc'h o nevez-sammañ war ho laeroñsi hag ho lipouzerezh, pec'hed an ourgouilh.

1949
Daveenn : SIZH p.61

Eva, avat, a oa Maouez, da lavarout eo bresk hag hedro dre natur, muioc’h douget d’ar bremañ marvel eget d’an dazont a Sklerijenn beurbad, ha kurius-dreist-kred [sic].

1949
Daveenn : SIZH p.40

Tonket e oan ’ta, hervez ma krede din, da vezañ un dro bennak ur skrivagner… e galleg, ha bremañ pa ’z oan bachelour penn-kil-ha-troad ’spi am boa, daoust da zienez va zad paour ha Soaz Sapeur, da vezañ, n’eo ket emichañs un Aotrouig kouezhet eus lost ar c’harr, met evel ma lavare rener kloerdi Landreger, « un den a-zoare ».

1954
Daveenn : VAZA p.71

Mat e oa ar stal ganto, Doue d'o fardono o-daouig [sic, o-daouik], met daoust da se n'on ket bet savet er vourc'h, met er c'hrav gozh war un tamm tosenn, Krec'h Eliez, hervez ma vez graet diouti, e ti va zad-kozh ha va mamm-gozh, da lavarout eo en ti emaon bremañ o chom ennañ.

1954
Daveenn : VAZA p.7-8

N'en deus tra da welout en enkadenn am zag. / Na c'hwi nep abeg mat d'en derc'hel bremañ stag.

1960
Daveenn : PETO p49

Setu me eta bremañ en ur rann vuhez nevez, o vont en ur bed dianav.

1985
Daveenn : DGBD p10

Ar muntroù zo bet lezet e-perch rak traoù mallusoc'h hon eus da ober bremañ.

2015
Daveenn : EHPEA p18

Peurlipat senario an taol e [a] c’hallit ober bremañ.

2015
Daveenn : DISENT p76

Etimologiezh

Termen kenaozet savet diwar ar gerioù "pred" (koulz, mare) hag ar raganv-diskouez "mañ", pred + mañ > predmañ > bremañ.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial