Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. KORF. 1. [1732, 1850, 1927, 1931] Darn diavaez eus korf an den a ya eus an divskoaz betek laez ar c'hof. Goleiñ e vrennid. Bezañ tizhet gant ur boled e-kreiz e vrennid. Stardañ ub. ouzh e vrennid. & Ent strizh. (db. ar merc'hed) [1927] Divronn. [1949] Ar breur Arturo a selle ouzh he brennid o sevel hag o tiskenn, hervez anal ar vaouez. 2. LOEN. [1931] Kribenn askornek valirek lec'hiet war tu diavaez brusk ar pep brasañ eus an evned. II. Dre ast. 1. [1850, 1927] Pezh-dilhad a c'holo ar bruched. Kuzhat udb. en e vrennid. HS. askre, krubuilh. 2. Dalc'h-brennid : brennidenn.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

brennid

1659
Daveenn : LDJM.1 pg brenit

serrit ho prenid

1732
Daveenn : GReg pg (cachez votre) brechet

digeriñ e vrennid

1732
Daveenn : GReg pg debrailler (se débrailler, se découvrir trop l'estomac)

dizoleiñ e vruched, e vrennid

1732
Daveenn : GReg pg debrailler (se débrailler, se découvrir trop l'estomac)

brennid difarle

1732
Daveenn : GReg pg debraillé (ée), gorge (Gorge découverte immodestement.)

asgle, bruched, brennid disparbuilh, digor, dizolo

1732
Daveenn : GReg pg debraillé (ée)

brennid

1732
Daveenn : GReg pg brechet (ou, brichet, le devant de la poitrine où aboutissent les sept vraies côtes), gorge (Gorge, le sein d'une femme.)

brennidoù

1732
Daveenn : GReg pg brechet (ou, brichet, le devant de la poitrine où aboutissent les sept vraies côtes)

brennidoù

1732
Daveenn : GReg pg brechet (ou, brichet, le devant de la poitrine où aboutissent les sept vraies côtes)

brennid

1732
Daveenn : GReg pg brechet (ou, brichet, le devant de la poitrine où aboutissent les sept vraies côtes)

brennid

1850
Daveenn : GON.II pg brennid (Sein, la partie du corps humain qui est depuis le bas du cou jusqu'au creux de l'estomac. Poitrine. L'ouverture de l'habit sur le sein), bruched, kerc'hen

brennidoù

1850
Daveenn : GON.II pg brennid (Sein, la partie du corps humain qui est depuis le bas du cou jusqu'au creux de l'estomac. Poitrine. L'ouverture de l'habit sur le sein. Pl.)

Goloit ho prennid.

1850
Daveenn : GON.II pg brennid (Couvrez votre sein, votre poitrine).

E guzhet en deus en e vrennid.

1850
Daveenn : GON.II pg brennid (Il l'a caché dans son sein).

D’un alarc’h gwenn ez ae neuze (1). Hemañ, oc’h enaouiñ diwar vrennid an hini marv, a flape e ziwaskell hag a gemere e nij war-du ar C’huzh-heol.

1923
Daveenn : SKET p.70

E benn a lakeas en he brennid, ha Velia, o tivouchañ a-ziwar e dal gant he dorn e rodelladoù-blev melen, a bokas dezhañ tener

1924
Daveenn : SKET.II p.36

"brennid" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.119 « Geriadurig », "Poitrine".

brennid

1927
Daveenn : Geri.Ern pg brennid

brennid

1931
Daveenn : VALL pg bréchet

Tennañ a reas un dic'hwezhadenn. Diwisket he devoa ur vanegenn. He gwalinier a daolas skleuroù. Ar breur Arturo a selle ouzh he brennid o sevel hag o tiskenn, hervez anal ar vaouez.

1949
Daveenn : SIZH p.46

Korfoù blouc’h o c’hroc’hen liv an erc’h, dezho pennadoù blev du hir betek o dargreiz gwevn, ha lorc’h enno gant o brennid dizolo.

1949
Daveenn : SIZH p.38

AR C'HURE -o sevel e benn diwar vrennid ar person-

1960
Daveenn : PETO p80

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial