Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. al loened) [1927, 1931] MONT E BRESKENN, MONT DA VRESKENN : breskenn. Aet eo ar saout e breskenn. Ma saout zo aet tout da vreskenn. [1985] Loened zo hag a zo gouest da lakaat un den da bennfolliñ ha da vont da vreskenn evel ur c'hole brizh. 2. (dre heveleb.) (db. an dud) [1985, 2015] Breskenn. [1985] Mard eo koant ar balafenned, ez eus loened all hag a zo gouest da lakaat un den da bennfolliñ ha da vont da vreskenn evel ur c'hole brizh. [2015] Choaz ur plac'h evit c'hoari ar bazhvalan, pe er c'hontrefed ur gwaz bras ha kreñv, a c'hall bezañ efedus evit sioulaat an hini a zo aet e breskenn. 3. Dre ast. (db. an traoù) Mont e breskenn : dirollañ. Bremañ e vez glav forzh pegoulz, aet eo ar c'houmoul e breskenn.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

breskenn

1927
Daveenn : GERI.Ern pg breskenn

breskenn

1927
Daveenn : GERI.Ern pg breskenn

breskenn

1931
Daveenn : VALL pg affolement (des animaux)

breskign

1931
Daveenn : VALL pg affolement (des animaux)

Mard eo koant ar balafenned, ez eus loened all hag a zo gouest da lakaat un den da bennfolliñ ha da vont da vreskenn evel ur c'hole brizh.

1985
Daveenn : DGBD p57

Choaz ur plac'h evit c'hoari ar bazhvalan, pe er c'hontrefed ur gwaz bras ha kreñv, a c'hall bezañ efedus evit sioulaat an hini a zo aet e breskenn.

2015
Daveenn : DISENT p111

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial