Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
7
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
176
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. I. (db. al loened) 1. (db. ar saout) Pennfolliñ, prl. diwar flemmadenn ar moui ha, skampañ a-dizh. Ur vandennad saout o vreskenn. [1924] Hag ar vuoc’h da vreskign, an deñved da redek ha da vegal eus an eil penn d’ar park d’egile. 2. Rouez (db.loened all) Redek a-dizh, a-greiz-pep-kreiz, diwar abeg pe abeg. Krog e oa ar c'hezeg da vreskenn. II. Dre ast. (db. an dud) 1. Na badout ken gant ar mall pe gant ar c'hoant zo da ober pe da welet udb. N'eo ket dav dit breskenn evel-se ! DHS. birviñ, difretañ, dispac'hañ. 2. Koll mestroni an-unan, dihabaskteriñ, folliñ. N'hoc'h eus ket graet hervez ar reolennoù, ha roet hoc'h eus digarez d'ar pennoù-bras da vreskenn ha d'ober estlammoù. 3. Diskregiñ diouzh ul labour arabadus evit mont da glask dudi. Aes e veze kavout unan da ober ho labour m'ho peze c'hoant da vreskenn. 4. Mont da vreskenn : mont da riboulat. Siwazh ! setu eñ aet, evel bemdez, da vreskenn !

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

breskign

1659
Daveenn : LDJM.1 pg moucher

breskign

1659
Daveenn : LDJM.1 pg mouscher

breskenn

1699
Daveenn : Har. pg breskenn (moûcher)

breskennañ

1850
Daveenn : GON.II pg breskenna (breski ou breskiñ) (Courir çà et là, comme un vache piquée de la mouche. - Se hâter. Bondir à l'aventure), brésia

bresiañ

1850
Daveenn : GON.II pg brésia (Voyez "breskenna").

breskinnañ

1850
Daveenn : GON.II pg breskenna (Courir çà et là, comme un vache piquée de la mouche. - Se hâter. Bondir à l'aventure), breskiña

breskenn

1850
Daveenn : GON.II pg breskenna

Ha Bilzig d’e dro : ha dao d’ar vuoc’h, dao d’an deñved ! Hag ar vuoc’h da vreskign, an deñved da redek ha da vegal eus an eil penn d’ar park d’egile.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 45, p.1066 (Gwengolo 1924)

brechenn

1927
Daveenn : Geri.Ern pg breskenn

breskenn

1927
Daveenn : GERI.Ern pg breskenn

breskenn

1927
Daveenn : GERI.Ern pg breskenn

brechenniñ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg breskenn

breskenniñ

1927
Daveenn : Geri.Ern pg breskenn

breskenn

1931
Daveenn : VALL pg affoler (surtout animaux ; et s'affoler)

War da dud, troet da vreskenn, / Levezon n'ac'h eus un eskenn.

1960
Daveenn : PETO p52

Arabat bezañ nec'het gant se, gant an aon e lavarer n'eus forzh petra. [...] O vreskenn emaint.

2015
Daveenn : EHPEA p141

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial