Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Obererezh breutaat ur gudenn. Diwar-benn an dra-se e savas un tammig breud. Da heul e savas breud taer. Lakaat ar breud war atebegezh ub. II. 1. Diemglev etre meur a gevrenn, zo peadra ennañ da sevel klemm dirak ul lez-varn. Kaset e voe ar breud dirak al lez-engalv. 2. Dre ast. (impl. da anv unan, en e furm lies) Rendael. Breudoù zo etrezo.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

breud

1499
Daveenn : LVBCA p43 ('litige')

breud moullet

1732
Daveenn : GReg pg factum

breudoù

1850
Daveenn : GON.II pg breût (Plaidoyer, discours prononcé à l'audience par un avocat, pour défendre le droit d'une partie. Plaidoirie. Pl. Le pluriel s'emploie aussi pour audience, séance dans laquelle les juges écoutent les causes).

breujoù

1850
Daveenn : GON.II pg breût (Plaidoyer, discours prononcé à l'audience par un avocat, pour défendre le droit d'une partie. Plaidoirie. Pl. Le pluriel s'emploie aussi pour audience, séance dans laquelle les juges écoutent les causes).

breud

1850
Daveenn : GON.II pg breûd, breût (Plaidoyer, discours prononcé à l'audience par un avocat, pour défendre le droit d'une partie. Plaidoirie), bert

Aet eo d'ar breudoù.

1850
Daveenn : GON.II pg breûd, breût (Il est allé à l'audience).

breud

1850
Daveenn : GON.II pg breûd, breût (Plaidoyer, discours prononcé à l'audience par un avocat, pour défendre le droit d'une partie. Plaidoirie).

E vreud en deus lakaet an holl da leñvañ.

1850
Daveenn : GON.II pg breût (Son plaidoyer a fait pleurer tout le monde).

breud

1850
Daveenn : GON.II pg breût (En Vannes "bert"), bert (Voyez "breût").

breudoù

1927
Daveenn : Geri.Ern pg breud

breud

1927
Daveenn : Geri.Ern pg breud

breujoù

1927
Daveenn : Geri.Ern pg breud

Gant da geinvan ehan, bugel, / Ha mir kabestr, kentr ha sugell. / Ma skiant-vat a ziskouez din / Petra da ober hag er grin. / Foei d'ar breud ha d'hon abadenn, / Laka fin da'z klemmuskadenn !

1960
Daveenn : PETO p19

Klevet ar gaoz ! Foei war breud !

1960
Daveenn : PETO p76

Met daoust hag-eñ hoc'h eus ar gwir / Da vezañ barner ha bourev / Oc'h aozañ kalet din endeo / Ur setañs kuit a vreudoù hir ?

1960
Daveenn : PETO p73

Lavarout a reomp, Adriani ha me, ar pep retañ, goude e choukomp dirak ar skinweler hag e selaouomp disklêriadurioù ar bolitikourion dirak ar c'hameraoù, tabutoù er peioù bihan war ar skramm ha breudoù etre arbennigourion, ha n'omp na dedennet na souezhet gante, rak arabadus hag arreadek int-holl ken ez a izel hon spered.

2015
Daveenn : EHPEA p179

Notennoù studi

Oberour ar C'hatolikon (1499) en deus implijet ar ger brezhonek-mañ da zisplegañ an termen "teñson". Ar meneg "ga." a gaver araozañ, a c'hellfe bezañ bet lakaet dre fazi e-lec'h "br." hervez Gwenole ar Menn (LVBCA p192b). Roet e vez "bert" evel stumm eus Bro-Wened e GON.II.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial