Hogen -an evezhiadenn-mañ graet gant Kenan Kongar- gouest int marteze da ziluziañ kudenn an derc'hel a-ratre eus ar c'haniennoù bet kleuzet en un doare all.
N'eus ket gwashoc'h evit ober d'an dud faziañ, degas trubuilhoù da zerc'hel unvan ar strollad koulz ha diskar brud vat ar stourm.
A-walc'h hon eus desket evit derc'hel penn ouzh hon enebourien pa vo klasket gante diskar hon arguzennoù.
Tuioù mat an dachenn : kognoù, lec'hioù da stagañ ur giton ha peseurt ment a vo da hemañ, peulioù ha kaelioù d'en em chadenniñ oute, burevioù da zerc'hel a-raok re all -peogwir int arouezius, pouezus e-barzh mont en-dro al lec'h peotramant peogwir e vez renket teuliadoù prevez enne ha ne blijo ket d'hoc'h enebourien gouzout emaoc'h e[-]kichen...- [...]
Pouezus eo ivez derc'hel da sachañ evezh an arvesterien – da lâret eo ar sell foran – hag ober dezhe bevañ trivliadoù ar stourmerien ar muiañ ar gwellañ.
Dav eo lakaat ar c'hoarzherien a-du ganeoc'h, en ur ziskouez dre an eskemmoù a zo gant hoc'h enebourien pegen lu eo o doare d'en em zerc'hel, pegen faos eo ar pezh a lâront, pegen uhel eo ar c'haoc'h en o revr abalamour d'o galloud, hag all, hag all.