I.
V.k.e. (en tu gra)
A.
1. Stardañ ub. pe udb. (en e zorn pe e zaouarn prl.), evit mirout outañ a gouezhañ, a ziflipañ.
Derc'hel ur vazh etre e zaouarn.
DHS. dougen, gwaskañ.
2. Trl.
Derc'hel ur bugel war ar maen-font : e zougen e-kerzh lid ar vadeziant.
&
Ent krenn
Derc'hel ub. : bezañ paeron pe vaeronez dezhañ.
Piv a oa o terc'hel anezhañ ? : piv eo e baeron, e vaeronez ?
3. Trl.
Derc'hel e grog : chom hep dispegañ diouzh e grog.
Dalc'h da grog !
&
Dre skeud.
Derc'hel d'e grog : chom yac'h.
Hag ho tad, derc'hel a ra d'e grog ?
4. Derc'hel ul loen war-bouez udb., ouzh udb. : e lakaat da chom tost, stag ouzh an-unan war-bouez an dra-se.
Derc'hel ur c'hi war-bouez ul lêrenn. Kemer da zaou gi ha dalc'h anezho ouzh ar gordenn.
5. Kregiñ en ub. pe en ul loen alies evit mirout outañ a vont kuit, a fiñval re.
Deus da zerc'hel ar gazeg.
&
Trl. skeud.
Derc'hel teodoù an dud : mirout outo a gomz.
Ha me a c'hall-me derc'hel teodoù an dud ?
6. Dre ast.
Tapout.
N'o doa dalc'het tra en noz-se. Pa voe gouezet ar c'heloù e oa tec'het kuit e voe kaset archerien evit e zerc'hel. Pegoulz e teui gant da rastell da zerc'hel bezhin ?
HS. pakañ.
7. DERC'HEL UB., UDB. GANTAÑ : e viret en e gerz, en e gichen.
Dalc'het en doa al luc'hskeudenn gantañ. Mar karjes bezañ dalc'het da vugale ganit, evel ma oa dleet dit ober !
8. Seveniñ ar pezh zo bet grataet, lavaret gant an unan.
Touiñ kalz ha derc'hel nebeut. Krediñ a ran e prometer muioc'h eget ma c'haller derc'hel.
[1924] Dalc’het mat en deus ar bleiz e le : abaoe an anevaled all a zo chomet en ti dilezet gantañ !
B.
1. DERC'HEL UDB. EN UL LEC'H BNK. : chom hep e dennañ eus al lec'h-se, strivañ evit e zerc'hel el lec'h-se.
Derc'hel a rae al lizheroù er c'hloz.
&
Delc'her udb. er penn : strivañ evit derc'hel soñj eus an dra-se.
Start eo ar gentel-se da zerc'hel er penn.
&
Derc'hel udb. er genoù : mirout an dra-se evit an-unan, chom hep e ziskuliañ da zen.
Bez' ez eus tud ha na zalc'hont ket en o genoù ar pezh a vez en o soñj.
&
Trl. skeud.
Derc'hel e droad er par : en em zifenn, difenn e renk.
Ranket en doa derc'hel e droad er par.
2. (db. an darvoudoù, al lidoù, ar gouelioù ma voder tud)
Aozañ udb., e lakaat da c'hoarvezout en ul lec'h.
E Kastell-Paol e vo dalc'het ar c'hendalc'h.
&
Derc'hel udb. en ur yezh bnk. : e gas da benn er yezh-se.
Lod eus ar breudoù a veze dalc'het e saozneg.
&
Trl.
Derc'hel kuzul : en em vodañ evit komz diwar-benn ur c'hraf bnk.
P'hor boe debret e talc'hjomp kuzul diwar-benn ar gwellañ doare da vont di.
3. DERC'HEL UB. EN UL LEC'H BNK. : ober dezhañ chom el lec'h-se evit ma vefe graet war e dro e doare pe zoare prl.
Ne vo ket dalc'het gwall bell en ospital. N'ouzon ket pegeit e vo dalc'het ganto. Start e oa bet e zerc'hel er skol ?
&
Ent strizh
Mirout ouzh ub. a vont kuit eus al lec'h m'emañ, m'eo bet lakaet, pe mirout outañ a vont d'al lec'h ma venn mont.
Daou vloaz eo bet dalc'het en toull. Dalc'h anezho er-maez ! : mir outo a zont tre.
&
Trl.
Derc'hel ub. en e roll : derc'hel (berr) warnañ.
4. DERC'HEL UDB. WAR UB., UDB. : e lezel warnañ.
Derc'hel a rae e zaoulagad war stered an oabl.
&
Trl.
Derc'hel un anv* war ub.
C.
1. Mirout udb. er stad-mañ-stad.
Derc'hel udb. kempenn, e stad, e ratre vat.
Derc'hel a rae he zi kempenn. Gant ma talc'hin ma zi disglav !
2. Mirout udb. en e stad e-pad ur prantad hir pe hiroc'h.
Derc'hel an dour klouar. Derc'hel ar yezh en he sav. Dav eo feuler keuneud en tan evit e zerc'hel bev.
3. Lakaat udb. da dalvezout, kas udb. en dro.
Derc'hel a rae douar eno. Derc'hel tiegezh, derc'hel un atant : bezañ e penn un tiegezh, un atant. Derc'hel ostaleri. Piv zo o terc'hel ar stal-se ? Deuet e oa da zerc'hel kigerezh er vourc'h.
&
Trl.
Derc'hel lec'h, plas ub. : ober en e lec'h.
Ur c'hoarier a zalc'he plas unan alla oa klañv. Den ne c'hall derc'hel plas ur vamm.
4. Ober war-dro udb. (a-benne lakaat prest, en urzh, en e stad nevesañ, h.a.).
Derc'hel ar c'hontoù. Derc'hel a rae an deiziadur e ratre vat.
5. Kaout beli, aotrouniezh war un dachenn bnk., ur bobl bnk., bezañ mestr warno.
Piv a zalc'h ar vro-se ?
&
(alies en tu gouzañv)
An inizi-se zo dalc'het gant an Amerikaned.
6. Desevel loened.
Ur vuoc'h a zalc'hont. Ur maout a veze dalc'het evit hanter-kant dañvadez. Dek ejen ha triwec'h buoc'h a zalc'he war e atant.
7. Mirout.
Dalc'het en doa an dra-se evitañ e-unan. Derc'hel udb. kloz. Dalc'homp hor yezh. Derc'hel plaen e spered : mirout a vezañ nec'het, strafuilhet gant udb.
Derc'hel udb. evitañ e-unan : chom hep e ziskuliañ da zen.
[1924] Bilzig, c’hwi hen goar ervat, ne oa na birbilher, na brabañser, hag a zalc’has evitañ e-unan hanv an hini en devoa lakaet Bidoullig da zeodiñ [...].
&
Trl.
Derc'hel e renk*.
D. (db. an traoù)
1. Mirout (udb.) en e lec'h.
An ibilioù a zalc'h an armel. Ur bragoù dalc'het gant ur gouriz lêr.
2. Talvezout da skor da udb. ouzh e zougen.
Ur mell peul a zalc'he al loch en e sav.
&
Dre skeud.
An tamm hag al lomm ! A zalc'h an den en e blom : an debriñ hag an evañ a ra d'an den chom bev.
3. (db. an endalc'herioù)
Bezañ bras a-walc'h evit ma lakafed kement pe gement ennañ.
Ar voutailh-mañ ne zalc'h ket ul litrad. Ar varrikenn-mañ a zalc'h ouzhpenn daou-c'hant litrad sistr.
4. Mirout udb. e-pad pell, e lakaat da badout.
Ar c'hoad derv a zalc'h tan pell.
E. Ent krenn (db. parezed bronneged zo)
Mirout sper ar par ha, dre se, bezañ o tougen. Dalc'het he deus. Ar gazeg n'he deus ket dalc'het. Ar vuoc'h-se ne zalc'h ket diouzh tarv, diouzh ar c'hole.
ES. teuler.
HS. kemer.
II.
V.k.e. (en tu gouzañv)
1. Na vezañ gouest d'ober an dra-mañ-tra, da vont d'al lec'h-mañ-lec'h abalamour d'ur redi pe d'ur c'hleñved bnk.
Dalc'het eo er gêr gant e labour. Dalc'het omp gant an amzer, gant an eur. Dalc'het eo gant ar remm. Bezañ dalc'het war e wele, en e wele gant ar c'hleñved.
&
Ent krenn
Dalc'het eo war e wele, en e wele.
2. Ent krenn
Bezañ dalc'het : bezañ karget a zle.
Dalc'het int a bep lec'h.
III.
V.k.e.
A. (db. an dud, an traoù)
1. DERC'HEL UDB. DA UB., UDB. : pourchas, reiñ an dra-se dezhañ.
Eñ, ne oa ket gouest da zerc'hel kement a draoù d'e vugale. Dalc'h boued hag evaj d'an dud ! Derc'hel labour d'an dud. Ne veze ket dalc'het boued dezhañ, anat deoc'h, gant ar reuz a rae.
&
Dre skeud.
Derc'hel bara, un tamm bara : gounit e vuhez.
En amzer-se e oa start derc'hel bara.
2. Trl.
Derc'hel udb. da wir, evit gwir : sellet ouzh an dra-se evel un dra wir, asur.
3. DERC'HEL UDB. OUZH UB. : mirout outañ, e gaou, a gaout an dra-se.
Dalc'het en doa o goproù ouzh e implijidi.
4. Trl.
Derc'hel udb. war e bredoù : lakaat un tamm boued a-gostez evit ober implij anezhañ diwezhatoc'h.
Alies e talc'he udb. war e bredoù da reiñ d'ar paour.
B.
1. DERC'HEL EÑVOR, KOUN, SOÑJ A, EUS UB., UDB. : kaout eñvor, koun, soñj a, eus an den-se, an dra-se.
N'ouzon ket petra a ra din bezañ dalc'het soñj eus ar ganaouenn-se. Dalc'hit soñj a gement-se. Kemer a reas al luc'hskeudenn gantañ evit derc'hel eñvor anezhi.
2. DERC'HEL DROUGIEZH, KASONI (OUZH, DIWAR UB.) : magañ drougiezh, kasoni en e geñver.
Techet e oa da zerc'hel droug. Ne oa ket techet da zerc'hel imor.
3. DERC'HEL KONT, STAD A, EUS UB., UDB. : ober stad eus an dra-se.
Derc'hel kant eus all ar re all. Dalc'het e oa bet kont gantañ eus hon evezhiadennoù.
4. DERC'HEL PENN OUZH, DA : talañ, enebiñ ouzh.
Al loened bihan-se a oar derc'hel penn ouzh ar re vras. Droug a vez ennañ pa zalc'homp penn outañ. Ar vag a zalc'he penn d'an avel.
[1877] Mes kaout a rejont tud da zerc’hel penn outo.
[1924] Ar barner a oa un aotrou ha n’oa ket brav delc’her penn outañ.
HS. herzel, stourm.
C. (db. an traoù)
DERC'HEL LEC'H A, EUS UDB. ALL : bezañ evit an dra-se.
War e gein, ur c'hwezigell a zalc'he lec'h a voutailh. An dra-se a zalc'h lec'h eus pep tra.
D. DERC'HEL UDB. DA (HS. AV.) : mirout ouzh an dra-se a (HS. av.).
Un toull simantet a oa evit derc'hel an hañvouez da skuilhañ war an teil.
IV.
V.k.d. (dirak ur renadenn dra)
A.
1. DERC'HEL (KROG, MAT, PEG) EN UB., UDB. : kaout krog en den-se, en dra-se, war-bouez an daouarn prl., ha na zispegañ dioutañ.
Panevet an den a zalc'he peg ennañ, e vije kouezhet war an douar.
&
Ent krenn
Krogit er brank gant un dorn, astennit din ho torn all ha dalc'hit gant ho taou zorn.
2. Tr. estl.
Ent krenn
Dalc'h(it) mat ! Dalc'h(it) krog ! Dalc'h mat, paotr, dont a ri a-benn !
[1877] Dao atav warnezho... Bec’h d’an dud fall ha disakret... Dalc’h mat ’ta, Yann...
B. DERC'HEL (MAT, START, YUD) D'UDB.
1. Na zispegañ diouzh e grog.
Dalc'h mat dezhañ. Dalc'h mat d'ar voue.
&
Trl.
Na vezañ evit delc'her mat d'ur gwenneg : dispign aes e arc'hant.
2. Bezañ leal d'ub., d'udb. ; na zistreiñ, na asantiñ distreiñ war ar pezh a greder, a embanner.
Derc'hel a ra d'e lavar, d'e veno. Dalc'hit mat d'ho tiviz. Kred ennañ ha dalc'h mat dezhañ. Ar gouarnamant a zalc'has yud d'ar pezh en doa gourc'hemennet.
&
Trl.
Derc'hel d'e c'her, d'e bromesa : seveniñ e bromesa, ober diouzh ar pezh zo bet disklêriet, lavaret gant an-unan.
Dalc'h da'z ker !
3. Ober diouzh udb.
Derc'hel a reas d'al lizher : ober a reas pizh diouzh ar pezh a oa skrivet warnañ.
4. Bezañ stag da vat e galon, e spered ouzh (ub., udb).
Karet a rae anezhañ ha dre he lizhiri e weler pegement e talc'he dezhañ.
&
Derc'hel d'e di : e garet, na gaout c'hoant e guitaat.
5. Derc'hel kloz, mat, stag, tenn ouzh, da, war ub., udb. : chom e-kichen an den-se, an dra-se.
Ar bugel a zalc'he tost d'e vamm. Ar c'hazh a zalc'h tost d'an tan. Ken brudet eo ar c'haner-se ma talc'h stag an dud outañ. Me a ray ho lakaat en toull gant ar razhed da zerc'hel mat deoc'h ! : da zerc'hel kompagnunezh deoc'h.
&
Dre ast.
Eveshaat a-dost.
Dalc'h tost war da gi ! Derc'hel a rae kloz war e vignonez gant aon ned afe kuit gant ub. all. Pep hini a zalc'h tost d'e arc'hant.
&
Derc'hel kloz war e soñjoù : na lavaret ar pezh a soñjer.
C. DERC'HEL WAR UB., UDB.
1. Mirout ouzh udb. a vont er-maez eus e gorf.
A-barzh splujañ en doa dalc'het war e anal kuit da vezañ mouget. Ne voe ket evit derc'hel war e zaeroù. Derc'hel war e zifronkadennoù.
&
Dre skeud.
Derc'hel war e deod : chom a-ratozh hep lavaret udb.
Reiñ a ris ma ger e talc'hfen war ma zeod evit pezh a selle ouzh an afer-se. Ne oar ket derc'hel war e deod.
2. Moustrañ war e drivliadoù, e santadoù.
Derc'hel war e fulor, war e imor, war e zroug.
HS. gwaskañ.
3. Derc'hel da ober udb.
Derc'hel war e studi.
HS. kenderc'hel.
4. Dre skeud.
Pouezañ kalz war udb.
Ar c'helenner en doa dalc'het war ar poent-se.
&
Pouezañ kalz war ub. evit ma rafe pe na rafe ket udb.
Kement e talc'he warnon ma lavaris ya a-benn ar fin. He familh he doa dalc'het kalz warni evit ma 'z afe da skolaerez.
DHS. aspediñ, goulenn, pediñ.
5. Na lezel ub., ul loen bnk., da vont pe da fiñval en e roll.
Derc'hel a rae war ar marc'h met e zorn a oa skañv hag al loen a yae en hent laouenik. Delc'her a rae war brec'h e vab.
&
Trl.
Derc'hel berr war (sugelloù) ub. : bezañ strizh gantañ, na aotren kalz a frankiz dezhañ.
6. (db. ar c'hleñvedoù)
Na zispegañ diouzh ub.
Ar paz an hini a zalc'h warnañ.
D. DERC'HEL OUZH UDB. : herzel ouzh an dra-se.
Ar paper a zalc'h mat ouzh ar glebor. Ne zalc'her ket ouzh gouloù kriz.
E. DERC'HEL GANT UDB. : mont war-raok gant un obererezh, na chom a-sav ganti.
Derc'hel a rae gant e hent : derc'hel a rae da gerzhet.
&
Derc'hel gant e lavar, e veno : na zistreiñ warno.
V.
V.k.d. (dirak un av. degaset gant an ar. da)
DERC'HEL DA OBER UDB. : padout da ober an dra-se, bezañ dibaouez oc'h ober an dra-se.
E-pad eizhtez e talc'has ar glav da gouezhañ. Kentoc'h eget derc'hel da glevet trouz e oa aet kuit. Derc'hel a rez da greskiñ,
paotr. Dalc'h da vont ! : na chom ket a-sav.
HS. kenderc'hel.
VI.
V.g.
A. (db. an traoù)
1. Chom mat en e lec'h, en e stad hep dispegañ, hep kouezhañ pe hep fiñval.
Ar peul a zalc'h mat. Lakaat un tamm koad evit ma talc'ho an nor. An tach-se a zalc'h ervat. Start e talc'h an ibil-se.
&
Derc'hel en e sav : chom en e sav.
Ar wezenn gozh bruzunet-se, ne zalc'he en he sav nemet war-bouez he rusk.
2. Kenderc'hel, mont war-raok.
Daoust d'ar skoilhoù niverus, al labour a zalc'he en donder.
B. (db. an dud)
1. Bezañ, chom en ul lec'h, en ur garg bnk.
Er garg-se e oa brudet met ne zalc'has enni nemet ur maread amzer.
2. DERC'HEL MAT, MORT, START, STENN, YUD, BETEK AR PENN : gouzañv traoù tenn hep bezañ faezhet, chom kadarn daoust da bep tra.
N'o deus ket kilet, dalc'het o deus mort. Dalc'homp start paotred ! Bec'h o do o terc'hel betek ar penn.
3. Trl.
Derc'hel en e sav : chom en e sav, na gouezhañ.
Ken dinerzhet e oa ma ne oa ket evit derc'hel en e sav ken.
&
Dre skeud.
Derc'hel tomm : derc'hel krog start, kendelc'her.
Dalc'homp tomm ha hastomp, krog eo da skuizhañ, paket e vo dizale.
&
Derc'hel a-dreñv: bezañ lezirek.
Un den troet da zerc'hel a-dreñv e oa.
VI.
V. em.
1. EN EM ZERC'HEL : kaout emzalc'h pe emzalc'h. En em zerc'hel a ra mat dirak an dud.
2. EN EM ZERC'HEL OUZH UDB. : tapout krog mat en dra-se evit mirout a gouezhañ.
En em zerc'hel a rae ouzh ar varrenn. Ouzh ur brank en em zalc'he.
Dre skeud.
En em zerc'hel a ra ouzh ar goanag-se evit mont war-raok bepred.
3. [1924] EN EM ZERC'HEL EN UL LEC'H BENNAK. : bezañ a-ratozh en ul lec'h bennak.
[1924] Ar bleiz en em zalc’he en distro ar c’hra, ar vugale all (an deñved), un tamm uheloc’h [...].
[1949] Marc’harid en em zalc’he gant doujañs ur gammed pe ziv war-lerc’h an itron Mosher.
M. Petra a gredit-hu dre ar feiz ? D. Kement a zelc'h hag a gred hor mamm sant[el an] Iliz katolik, Apostolik ha roman, ha spesialamant an artikloù zo aretet er Gredo.
M. Petra a credit hu dre an Feiz? D. Quement à delch hac a cret hon Mam Sant Ilis Catholic, Apostolic ha Roman, ha specialamant an articlou so arretet e-n Credo.
1622
Daveenn :
Do.
p10
derc'hel eus ur re bennak
derc'hel eus vre benac
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg dependre (de quelqu'vn)
dalc'het
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg conseruer, contenir, obliger, tenir
Daveenn :
GReg
pg haleine (Tenir quelqu'un en haleine, pp.)
derc'hel mat d'e stad
derc'hel mad d'e stad
1732
Daveenn :
GReg
pg (ne se point) dementir
ret eo en em zerc'hel da gement-se, war gement-se
red eo èn hem zerc'hel da guemen-ze, var guemen-ze
1732
Daveenn :
GReg
pg (il faut en) demeurer (-là, s'en tenir à ce qui est conclu)
en em zerc'hel er respet evit e superiored
en hem zerc'hel èr resped evit e superioled
1732
Daveenn :
GReg
pg demeurer (dans le respet pour ses superieurs)
derc'hel ur re war e evezh
derc'hel ur re var e evez
1732
Daveenn :
GReg
pg haleine (Tenir quelqu'un en haleine.)
derc'hel e
derc'hel ê
1732
Daveenn :
GReg
pg detenir
dalc'het ar varrenn
1732
Daveenn :
GReg
pg gouvernail (Tenir le gouvernail, p.)
derc'hel an absolvenn ouzh ur re bennak
derc'hel an absolvenn ouc'h ur re-bennac
1732
Daveenn :
GReg
pg differer (l'absolution à quelqu'un)
derc'hel skol
derc'hel scol
1732
Daveenn :
GReg
pg (tenir) école (enseigner dans une école)
dalc'hiñ skol
dalheiñ scol
1732
Daveenn :
GReg
pg (tenir) école (enseigner dans une école)
antell rouejoù evit derc'hel Pêr
antell Rouëjou evit derc'hel Pezr
1732
Daveenn :
GReg
pg embuscade (Dresser des embuches à Pierre.)
derc'hel ar varrenn
1732
Daveenn :
GReg
pg gouvernail (Tenir le gouvernail.)
em zerc'hel an eil egile
hem zerc'hel an eil eguile
1732
Daveenn :
GReg
pg entretenir (s' entretenir, être liés ensemble)
derc'hel e stad
derc'hel ê stad
1732
Daveenn :
GReg
pg entretenir (conserver, reparer)
Dalc'het eo gant ar mavi-gamm.
Dalc'het eo gad ar mavy-gamm.
1732
Daveenn :
GReg
pg goute (Il a la goute sciatique.)
Dalc'het eo gant ar vamm-gamm.
Dalc'het eo gad ar vamm-gamm.
1732
Daveenn :
GReg
pg goute (Il a la goute sciatique.)
antellet trapedoù evit derc'hel Pêr
antellet trapedou evit derc'hel Pezr
1732
Daveenn :
GReg
pg embuscade (Dresser des embuches à Pierre, pp.)
Un istorian genidik a Vreizh a raport penaos ez eus bet dalc'het ur sened e-barzh en prioldi sant Herve, war lein menez Bre, etre Gwengamp ha Lannuon.
Un Historyan guinidicq a vreiz a raport penaus ez eus bet dalc'het ur sened ebarz en prioldy sant Herve, var lein menez Bre, entre Guëngamp ha lanvyon.
1732
Daveenn :
GReg
pg concile (il y a eu un Concile provincial au Prieuré de saint Hervé, sur la montagne de Brée, à ce qu'assure un Historien Breton)
antellet rouejoù evit derc'hel Pêr
antellet Rouëjou evit derc'hel Pezr
1732
Daveenn :
GReg
pg embuscade (Dresser des embuches à Pierre, pp.)
antell trapedoù evit derc'hel Pêr
antell trapedou evit derc'hel Pezr
1732
Daveenn :
GReg
pg embuscade (Dresser des embuches à Pierre.)
dalc'het ur re dre 'r gouzoug
dalc'het ur re dre 'r gouzoucq
1732
Daveenn :
GReg
pg gorge (Tenir quelqu'un à la gorge, pp.)
dalc'het ur re dre ar gouzoug
dalc'het ur re dre ar gouzoucq
1732
Daveenn :
GReg
pg gorge (Tenir quelqu'un à la gorge, pp.)
derc'hel ur re dre 'r gouzoug
derc'hel ur re dre 'r gouzoucq
1732
Daveenn :
GReg
pg gorge (Tenir quelqu'un à la gorge.)
derc'hel ur re dre ar gouzoug
derc'hel ur re dre ar gouzoucq
1732
Daveenn :
GReg
pg gorge (Tenir quelqu'un à la gorge.)
Hon buhez a zalc'h a-ispilh ouc'h un neudennig stoub.
Hon buëz a zalc'h a ispilh ouc'h un neudennicq stoup.
1732
Daveenn :
GReg
pg filet (Nôtre vie ne tient qu'à un filet.)
Kepler a zalc'h evel un dra asur, penaos ezmañ an oabl steredet ouzhpenn tri-ugent milion a levioù diouzhomp
Kepler a zalc'h evel un dra açzur, penaus ez ma an oabl steredet ouzpenn try uguent millyon a lévyou diouzomp.
1732
Daveenn :
GReg
pg firmament (Kepler soûtient que le Firmament est éloigné de nous, de plus de soixante millions de lieuës.)
Kepler a zalc'h evel un dra asur, penaos emañ an oabl steredet dreisomp ouzhpenn c'hwec'h-kant gwech kant mil lev.
Kepler a zalc'h evel un dra açur, penaus ez ma an oabl steredet dreissomp ouz penn c'huëc'h cant güech cant mil léau.
1732
Daveenn :
GReg
pg firmament (Kepler soûtient que le Firmament est éloigné de nous, de plus de soixante millions de lieuës.)
derc'hel ur bugel oc'h vadez
derc'hel ur buguel ouc'h vadez
1732
Daveenn :
GReg
pg fonts (Tenir sur les fonts un enfant.)
derc'hel ur c'hrouadurig war ar vadiziant
derc'hel ur c'hrouaduricq var ar vadizyand
1732
Daveenn :
GReg
pg fonts (Tenir sur les fonts un enfant.)
Neb en em dalc'h just-e-just d'ar furmoù ordrenet.
Nep èn hem dalc'h just-ê-just d'ar furmou ordrenet.
1732
Daveenn :
GReg
pg formuliste
dalc'het e deod
dalc'het e déaud
1732
Daveenn :
GReg
pg frein (Mettre un frein à sa langue, pp.)
derc'hel e deod
derc'hel e déaud
1732
Daveenn :
GReg
pg frein (Mettre un frein à sa langue.)
monet da anaout an adversourien eus ar Stadoù hag an hent a zalc'hont
moñnet da aznaout an adversouryen eus ar stadou, hac an hend a zalc'hont
1732
Daveenn :
GReg
pg estrade (Batre l'estrade, terme de guerre.)
derc'hel e c'her
derc'hell e c'her
1732
Daveenn :
GReg
pg garder (Garder sa parole.)
dalc'het e c'her
1732
Daveenn :
GReg
pg garder (Garder sa parole, pp.)
dalc'hiñ e c'her
dalheiñ e yer
1732
Daveenn :
GReg
pg garder (Garder sa parole, Van.)
bezañ dalc'het war ar gwele
beza dalc'het var ar guële
1732
Daveenn :
GReg
pg garder (Garder le lit.)
Dalc'het he deus an ounner.
Dalc'het he deus an ounnér.
1732
Daveenn :
GReg
pg genisse (La genisse est pleine.)
derc'hel mat d'e opinion hep nepred diskregiñ
derc'hel mad d'e ompinion, hep nepret discregui
1732
Daveenn :
GReg
pg abonder
derc'hel start d'e ompinion
derc'hel stard d'e ompinion
1732
Daveenn :
GReg
pg (s')aheurter
derc'hel
derhél
1732
Daveenn :
GReg
pg amuser
derc'hel e bromesa
derhel i bromessa
1732
Daveenn :
GReg
pg accomplir
Pa akuiter un douar e renker derc'hel kont eus ar gwellaennoù mat ha ret da ober d'an hini er posede a-berzh-vat hag e lealded diagent.
Pa acquyter un doüar e renqér derc'hel cound eus ar güéllahennou mat ha red da ober d'an hiny èr poçzedé aberz vad hac ê lealded diagaent.
1732
Daveenn :
GReg
pg ameliorement
paskadur evit derc'hel loezned gouez
pascadur evit derc'hel loëzned goëz
1732
Daveenn :
GReg
pg amorce
dalc'het
dalhet
1732
Daveenn :
GReg
pg assujettir
ne fell ket dezhe bout dalc'het
né fall [sic] quet déhé bout dalhet
1732
Daveenn :
GReg
pg assujetti (ils n'aiment point l'assujetissement, la sujettion)
derc'hel evit sur
1732
Daveenn :
GReg
pg assurer (s'assurer, tenir pour certain)
dalc'het evit sur
1732
Daveenn :
GReg
pg assurer
derc'hel war ar vadiziant
derc'hel war ar vadizyand
1732
Daveenn :
GReg
pg bapteme (tenir sur les fonds de bâpteme)
stultenniaj en dalc'h
stulténnyaich èn dalc'h
1732
Daveenn :
GReg
pg (il est d'une humeur fort) bizarre
en em zerc'hel da
èn em zerc'hell da
1732
Daveenn :
GReg
pg (se) borner (se fixer, se regler)
en em zalc'het da
èn em zalc'het da
1732
Daveenn :
GReg
pg (se) borner (se fixer, se regler)
dalc'het en deus war e vos
dalc'het èn deus var e voçz
1732
Daveenn :
GReg
pg (il en a eu sur sa) bosse
bezañ dalc'het da lavaret ar breviel
beza d'alc'het da lavaret ar brevyel
1732
Daveenn :
GReg
pg (etre obligé de dire le) Breviaire
Dalc'het o deus al laer en ti, hag o deus e vazhatet kre.
Dalc'hed hô deûz al laer enn tî, hag hô deûz hé vazatet kré.
1850
Daveenn :
GON.II
pg bazata (Ils ont retenu le voleur dans la maison, et l'ont bâtonné d'importance).
Dalc'het eo da ober daskor.
Dalc'hed eo da ôber daskor.
1850
Daveenn :
GON.II
pg daskor, dakor (Il est obligé à restitution).
derc'hel
delc'her
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg derc'hel, delc'her (Tenir, avoir à la main, avoir entre les mains. Retenir, conserver ce que l'on a. Arrêter. Maintenir. Garder. Renfermer. Prendre. Capturer. Saisir).
dalc'hañ
dalc'ha
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg dalc'ha (Voyez "derc'hel" : Tenir, avoir à la main, avoir entre les mains. Retenir, conserver ce que l'on a. Arrêter. Maintenir. Garder. Renfermer. Prendre. Capturer. Saisir).
dalc'het
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg derc'hel, delc'her (Tenir, avoir à la main, avoir entre les mains. Retenir, conserver ce que l'on a. Arrêter. Maintenir. Garder. Renfermer. Prendre. Capturer. Saisir. Part.)
Petra a zalc'hit-hu aze ?
Pétrâ a zalc'hit-hu azé ?
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg derc'hel, delc'her (Que tenez-vous là ?).
Daveenn :
GON.II.HV
pg derc'hel, delc'her (La terre renferme beaucoup de choses).
Kalz anezho a zo bet dalc'het.
Kalz anézhô a zô béd dalc'het.
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg derc'hel, delc'her (Il y en a eu plusieurs de pris, de capturer).
derc'hel mat
derc'hel-mâd
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg derc'hel-mâd (Persévérer. Continuer. Persister à faire toujours la même chose. Demeurer ferme et constant dans un sentiment, dans une opinion).
Hag hi o vezañ he astennet hag he dalc'het, Booz a ventas c'hwec'h boezellad heiz, hag o lakeas warni ; hag houmañ ez eas da gêr gant he bec'h [...].
Hag hî ô véza hé astennet hag hé dalc'het, Booz a veñtaz c'houéac'h boézellad heiz, hag hô lékéaz war-n-ézhi ; hag hou-mañ éz éaz da géar gañd hé béac'h [...].
1850
Daveenn :
GON.II
p.105, Buez Ruth.
Mar fell dit kaout ar park-se dre ar gwir a gerentiezh, pren eñ, ha dalc'h eñ.
Mar fell d'id kaoud ar park-zé dré ar gwîr a géreñtiez, prén-héñ, ha dalc'h-héñ.
1850
Daveenn :
GON.II
p.106, Buez Ruth.
Bezañ e talc'himp mat betek ar marv.
Béza é talc'himp mâd bétég ar marô.
1850
Daveenn :
GON.II
p.79, "Nous tiendrons bon jusqu'à la mort".
Me az talc'ho.
Mé az talc'hô.
1850
Daveenn :
GON.II
p.10, introduction, "je te tiendrai".
Derc'hel a ra eus he mamm.
derc’hel a ra eûz hé mamm
1850
Daveenn :
GON.II
p.95, livre second, « Elle tient de sa mère ».
Derc'hel a ran d'am ger.
derc’hel a rann d’am gér
1850
Daveenn :
GON.II
p.95, livre second, « Je tiens à ma parole ».
Dalc'hit ho pazailherezh, mar gellit.
Dalc'hed hô padalérez, mar gellet.
1850
Daveenn :
GON.II
pg badalérez (Retenez votre bâillement, si vous pouvez. Ce mot est du dialecte de Corn.)
o terc'hel
ô terc'hel
1850
Daveenn :
GON.II
p.11, introduction, "en tenant".
Eus e aotrouniezh e talc'han.
Eûz hé aotrouniez é talc'hann.
1850
Daveenn :
GON.II
pg aotrouniez (Je relève de sa seigneurie).
Evit e zerc'hel.
(Evid) hé zerc'hel
1850
Daveenn :
GON.II
p.10, introduction, "pour le tenir".
— « Arabat ! 'me re all, un tamm brav eo gwelloc'h, / Mont a-enep an dour, rak daoust ma'z eus dinaou, / Spered ur c'hrek atav a zalc'ho penn outañ ; / Evel-se eo bet graet, a-viskoazh ha bremañ / Da sevel he c'hribell 'enep ar gwellañ traoù. »
— « Arabad ! 'me re all, eunn tamm brao eo gwelloc'h, / » Mont a enep ann dour, rak daoust ma'z euz dinaou, / » Spered eur c'hrek atao a zalc'ho penn out-han ; / » Evelse eo bet great, a-viskoaz ha breman / » Da zevel he c'hribell enep ar gwella traou. »
1867
Daveenn :
MGK
p143
Eno, en-dro d'ar marc'h, setu c'hoari ha freuz o tigeriñ 'vit an arc'hant. Hor gwazed vat ha dizamant, evit sachañ moneiz d'o beg, a grog e moue al loen lorc'hek, a bleg dezhañ e benn hag en dalc'h krenn a-sav
Eno, enn dro d'ar marc'h, setu c'hoari ha freuz o tigeri 'vit an arc'hant. Hor goazed vad ha dizamant, evit sacha mouniz d'ho bek, a grog e moue al loen lorc'hek, a bleg d'ezhan he benn hag hen dalc'h krenn a za
1867
Daveenn :
MGK
p6
— « N'omp ket, eme ar vaot, hag e-lec'h kaout un doenn, / Ma'm be, evel ar goulm, divaskell da nijañ, / Me a ve aet dija / Da c'houzout e pelec'h eo dalc'het an heizez, / Hor mignonezig kaezh, / Skañv evel an avel ; koulz ha ma'z eo lijer, / Ez eo ivez tener. »
— « N'omp ket, eme ar vaot, hag e leac'h kaout eunn doen, / M'am be, evel ar goulm, diouaskel da nija, / Me a ve eat dija / Da c'houzout e peleac'h eo dalc'het ann heizez, / Hor mignounezik kez, / Skanv evel ann avel ; koulz a ma'z eo lijer, / Ez eo ive tener. »
1867
Daveenn :
MGK
p46
Paotr, dalc'h mat d'an dra-mañ !
Paotr, dalc'h mad d'ann dra-ma !
1867
Daveenn :
MGK
p53
Ar C'hrouer galloudek a ouie petra rae, war e skoaz da bep den pa daolas ur bisac'h; er c'hodell zo a-dreñv, e walldechoù da vec'h, hag er c'hodell a-raok, holl fazioù e hentez, da zerc'hel anezhañ war e zivlez kompez.
Ar C'hrouer galloudek a c'hwie petra rea war he skoaz da bep den pa daolaz eur bisac'h; er c'hodel zo adre, he wall-dechou da veac'h, hag er c'hodel a-raok, holl faziou he hentez da zerc'hel anezhan war he ziou-lez kompez.
1867
Daveenn :
MGK
p12
Ar c’habiten Jaouen, nevez-distro eus a Vourdel, a yoa e lestr e porzh Brest, o c’hedal karg da vont en tu bennak ; mes ar garg-se ne deue ket buan, rak, neuze kerkoulz ha bremañ, pa vez trouz ha dispac’h er vro, pep hini a zalc’h tost d’e arc’hant.
Ar c’habiten Jaouen, nevez distro euz a Vourdel, a ioa he lestr e porz Brest, o c’hedal karg da vont enn tu-bennag ; mez ar garg-se ne deue ket buan, rak, neuze kerkouls ha breman, pa vez trouz ha dispac’h er vro, pep hini a zalc’h tost d’he arc’hant.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.212
Bernikot a zalc’he, d’ar mareoù-se, un ostaleri vras, d’ar c’hreisteiz d’ar presbital, e korn ar vered kozh.
Bernicot a zalc’he, d’ar mareou-ze, eun hostaleuri vraz, d’ar c’hresteiz d’ar presbital, e korn ar vered koz.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.250
— Ha c’hwi a gav abeg e diotachoù tud ar vro-mañ a zalc’h d’o falskredennoù kozh ?
— Ha c’houi a gaf abek e diotachou tud ar vro-man a zalc’h d’ho fals kredennou koz ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.86
Amañ, em zi-me, a-zioc’h kraou ar saout, ez eus ur sanailh ha ne gredan ket ec’h afe den da sellet ennañ ; yen eo an amzer hag eno n’heller ket ober tan, mes ezhenn ar saout a zalc’ho tomm a-walc’h deoc’h.
Aman, em zi-me, azioc’h kraou ar zaout, ez euz eur sanaill ha ne gredan ket ec’h afe den da zellet ennhan ; ien eo an amzer hag eno n’heller ket ober tan, mez ezenn ar zaout a zalc’ho tomm avoualac’h d’ehoc’h.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.46-47
Bugale an den-se o deus dalc’het e lesanv, hag abaoe, e Sibirill, e Kleder, e Plougouloum, ha zoken e Kastell, n’int anvet nemet bugale Pierig Canclaux.
Bugale an den-ze o deuz dalc’het he les-hano, hag abaoue, e Sibiril, e Cleder, e Plougouloum, ha zoken e Kastel, n’int hanvet nemed bugale Pierrik Canclaux.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.310
Mar emañ hiriv an archerien hag ar soudarded a-du gantañ, evel gwechall gant ar republikaned, n’emañ ket evelato en e wir o terc’hel an traoù-se dioc’h e gostez, rak gouzout ervat a ra ne deuont ket a-berzh-vat.
Mar eman herrio an archerien hag ar zoudarded a du ganthan, evel guechall gand ar republikaned, n’ema ket evelato enn he vir o terc’hel an traou-ze dioc’h he gostez, rag gouzout ervad a ra ne deuont ket a berz-vad.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.3
E Kemper, un den anvet Dagorn, unan eus ar pennoù kentañ a gase an traoù en-dro en tu-se eus ar vro, a gerc’haz kalirioù an iliz katedral, hag, evit ober goap eus ar relijion hag eus sakramañchoù hor mamm santel an Iliz, e saotras anezho en ur c’hiz ken hudur ma ne c’heller ket her lavaret dirak tud hag a zalc’h d’o brud vad.
E Kemper, eun den hanvet Dagorn, unan euz ar pennou kenta a gase an traou enn dro enn tu-ze euz ar vro, a gerc’haz kaliriou an iliz kathedral, hag, evit ober goap euz ar relijion hag euz sakramanchou hor mamm zantel an Iliz, e saotraz anezho en eur c’his ken hudur ma ne c’heller ket her lavaret dirak tud hag a zalc’h d’ho brud vad.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.155
« Dao atav warnezho... Bec’h d’an dud fall ha disakret... Dalc’h mat ’ta, Yann... Toullgof anezhañ ’ta, Per... Torr e benn outañ ’ta, Herve...
« Dao atao varnezho... Beac’h d’an dud fall ha dizakret... Dalc’h mad ’ta, Ian... Toulgof anezhan ’ta, Perr... Torr he benn outhan ’ta, Herve...
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.283
Me a ya betek beg ar skourr haleg a welit a-zioc’h an dour ; c’hwi, krogit er wezenn gant un dorn, astennit din ho torn all, ha neuze dalc’hit mat gant ho taou zorn.
Me a ia betek bek ar skour alek a velit azioc’h an dour ; c’houi, krogit er vezenn gand eun dourn, astennit dign ho tourn-all, ha neuze dalc’hit mad gand ho taou zourn.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.305-306
Mar gellez kemeret an tec’h da-unan, dalc’h soñj mat da vont da Vaner Sant-Yann-Kerdaniel [sic], un teir lev bennak ac’halen.
Mar gellez kemeret an teac’h da-unan, dalc’h sonj-mad da vont da Vaner Sant-Iann-Kerdaniel, eun teir leo bennag ac’halenn.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.78
Me a oar peger start eo bet emgann Kergidu, ha soudarded Canclaux a zalc’has ivez pell soñj penaos e oant bet teurket ganeomp-ni.
Me a oar peger stard eo bet emgann Kergidu, ha soudarded Canclaux a zalc’haz ive pell sonj penaoz oant bet teurket ganeomp-ni.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.308
Dont a rejont war-zu ennañ evit her lazhañ raktal, pe, d’an nebeutañ, evit her c’has ganto d’ar prizon. Mes kaout a rejont tud da zerc’hel penn outo.
Dont a rejont varzu ennhan evit her lac’ha raktal, pe, d’an nebeuta, evit her c’has gantho d’ar prizoun. Mez kaout a rejont tud da zerc’hel penn outho.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.187-188
Per a zalc’he mat d’e siblenn hag a grie a-walc’h ouc’h e gezek. Mes en aner her grae ; kezek spontet n’int ket aes da zerc’hel.
Per a zalc’he mad d’he ziblenn hag a grie avoualac’h ouc’h he gezek. Mez enn aner her grea ; kezek spountet n’int ket eaz da zerc’hel.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.176
— Ne zalc’hin ganen nemet ar re a zo galvet da vont da Gastell d’an tennañ d’ar sort, hag ar re a zo bloaz pe zaou yaouankoc’h, rak ar re-se, ma ne chomont ket ganen-me, a vezo kaset a-bell-bro da vezañ soudarded d’ar republik, ha da ober e lec’h all ar pezh a rank ar soudarded ober dre amañ, en desped da zarn anezho marteze.
— Ne zalc’hign ganen nemed ar re a zo galvet da vont da Gastel d’an tenna d’ar zort, hag ar re a zo bloaz pe zaou iaouankoc’h, rak ar re-ze, ma ne jomont ket ganen-me, a vezo kaset a bell bro da veza soudarded d’ar republik, ha da ober el leac’h-all ar pez a rank ar zoudarded ober dre aman, enn despet da zarn anezho marteze.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.7
Ya, ker gwir e oa an dra-se, ma ne chome, da c’houlou-deiz, nemet an tamm ofiser bihan am boa espernet ha dalc’het da ziwezhañ.
Ia, ker guir oa an dra-ze, ma ne jome, da c’houlou deiz, nemed an tamm ofiser bian am boa espernet ha dalc’het da ziveza.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.93
Evelato e klaskas en em zerc’hel eeun ha sonn war e dreid, evel ur soudard kaloneg a ya da vervel hag en deus c’hoant da ober fae war ar marv, evel ma tere ouc’h [ouzh] ur gwir soudard.
Evelato e klaskaz en em zerc’hel eeun ha soun var he dreid, evel eur zoudard kalounek a ia da vervel hag en deuz c’hoant da ober fae var ar maro, evel ma tere ouc’h eur guir soudard.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.94
— Ma vez lazhet hennezh, ne vezo staget netra ouc’h [ouzh] beg tour Berven, anat eo, rak ar republikaned a zalc’ho ganto va banniel du ; mes ma vez lazhet hennezh, egile a vije lazhet ivez ker buan, sklaer eo, rak bezañ e vezint an eil gant egile, hag, e-lec’h unan, daou zen paour eo a vezo marv.
Ma vez lazet hennez, ne vezo staget netra ouc’h bek tour Berven, anat eo, rak ar republikaned a zalc’ho gant-ho va banniel du ; mez ma vez lazet hennez, egile a viche lazet ive ker buan, sklear eo, rak beza e vezint an eil gand egile, hag, e leac’h unan, daou zen paour eo a vezo maro.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.110
Heb mouzhañ krenn ouzh ar galleg, dalc’homp bepred d’ar brezhoneg.
Heb mouza krenn ouz ar gallek, dalc’homp bepred d’ar brezonek.
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Bezomp ive[z] fiañs er Mestr Hollc’halloudus a zalc’h en he sav hon bro Beizh-Izel [sic], koulz hag ar bedoù diniver a ruilh dre an oabl. Pedomp, dreist-holl Santez-Anna-Wened n’he deus biskoazh distroet he skouarn diouzh pedennoù he Bretoned.
Bezomp ive fianz er Mestr Holl-c’hallouduz a zalc’h en he sav hon bro Beiz-Izel [sic], koulz hag ar bedou diniver a ruilh dre an oabl. Pedomp, dreist-holl Santez Anna Wened n’e deuz biskoaz distroet he skouarn diouz pedennou he Bretoned.
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1
delc'her
délc'her
1909
Daveenn :
BROU
p. 222
Breuriezh ar Varzhed a zalc'h Gorsedd
Breuriez ar Varzed a zalc'h Gorsedd
1909
Daveenn :
REZI
p. 9
ar gazeg ne zalc'h ket
ar gazek ne zalc'h ket
1909
Daveenn :
BROU
p. 222 (ce mot se dit absolument des femelles qui gardent ou rejettent le sperme)
delc'her ar porzh
délc'har ar porz
1909
Daveenn :
BROU
p. 411 (Les fillettes ont un jeu qu'elles appellent délc'har ar porz. Elles se mettent à deux en face l'une de l'autre. Leurs compagnes passent entre elles en courant, et celles pu'elles peuvent arrêter prennent leur place . ce jeu s'appelle aussi lostennik-kleiz ou leiz)
an tamm hag al lomm a zalc'h an den en e blom
an tam ac al loum a zalc'h an den en he bloum
1909
Daveenn :
BROU
p. 395 (lomm : goutte)
derc'hel
delc'her
1909
Daveenn :
BROU
p. 214
derc'hel koun
1923
Daveenn :
SKET
p.165, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Se souvenir, conserver le souvenir".
Gedour atav war sav ha war zihun, ec’h en em zalc’h etre an douar hag an neñv, hag eus lein ar menez a dalv dezhañ da sichenn e wel al Lingonikon a-hed hag an holl rannvro stag outañ.
Gedour atao war zav ha war zihun, ec’h en em zalc’h etre an douar hag an nenv, hag eus lein ar menez a dalv d’ezan da zichenn e wel al Lingonikon a-hed hag an holl rann-vro stag outan.
1923
Daveenn :
SKET
p.12
E kement bro am eus ergerzhet er C’hreisteiz, em eus gwelet an dud oc’h ober gant ar skritur evit derc’hel koun an oberioù hag al lavarioù dellezek a eñvor.
E kement bro am eus ergerzet er C’hreisteiz, em eus gwelet an dud oc’h ober gand ar skritur evit derc’hel koun an oberiou hag al lavariou dellezek a envor.
1923
Daveenn :
SKET
p.20
Likit e kemm an iwerzhoneg guth « mouezh » (= *gutus), guide « pedenn » (= *godia), hag ar goteg guth « Doue », furm nepreizh o terc’hel lec’h un henarieg *ghuton.
Likit e kemm an iwerzoneg guth « mouez » (= *gutus), guide « pedenn » (= *godia), hag ar goteg guth « Doue », furm nep-reiz o terc’hel lec’h eun hen-arieg *ghuton.
1923
Daveenn :
SKET
p.27
(2) "Weaver" ha "Waver" a zalc’h lec’h furmoù saoznek koshoc’h "Weofre" ha "Weoer", "Waefer".
(2) "Weaver" ha "Waver" a zalc’h lec’h furmou saoznek kosoc’h "Weofre" ha "Weoer", "Waefer".
1923
Daveenn :
SKET
p.144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".
[D]alc’hit ho podadennoù ouzh kan an evned war lein heoliet ar c’hrec’hiennoù, rak er maezioù frank, a-gevret gant an dud yac’h ha glan, e ra an "dêvi" (doueed) o annez ha mibien ha merc’hed an "dêvi".
[D]alc’hit ho podadennou ouz kan an evned war lein heoliet ar c’hrec’hiennou, rak er maeziou frank, a-gevret gand an dud yac’h ha glan, e ra an dêvi (doueed) o annez ha mibien ha merc’hed an dêvi.
1923
Daveenn :
SKET
p.51-52
Evit ar gouennoù loened all, bez’ ez eus anezho a zalc’h da vevañ ez gouez ha dishual e-kreiz ar c’hoadoù ha re all, pe zic’houezet pe zamc’houez c’hoazh, a vev er c’hlozioù sakr ma vernier aour ha pinvidigezhioù an doueed.
Evid ar gouennou loened all, bez’ ez eus anezo a zalc’h da veva ez gouez ha dishual e-kreiz ar c’hoadou ha re-all, pe zic’houezet pe zamc’houez c’hoaz, a vev er c’hloziou sakr ma vernier aour ha pinvidigeziou an doueed.
1923
Daveenn :
SKET
p.55
Nemet diwar-benn ar c’hi ez eus dael, dre ma talc’h da wir hiniennoù ez oa bet embreget ha desket, kent ganedigezh Veriugodumnos, gant an eontr dezhañ Selgova, a rae gant ar c’hi evit hemolc’hiñ loened.
Nemet diwar-benn ar c’hi ez eus dael, dre ma talc’h da wir hiniennou ez oa bet embreget ha desket, kent ganedigez Veriugodumnos, gand an eontr d’ezan Selgova, a rae gand ar c’hi evit hemolc’hi loened.
1923
Daveenn :
SKET
p.56
Ur poellad all gant ar re-se ez oa digas dour, troc’hañ keuneud ha derc’hel tan war enaou.
Eur poellad all gand ar re-ze ez oa digas dour, trouc’ha keuneud ha derc’hel tan war enaou.
1923
Daveenn :
SKET
p.65
En e zorn dehou e talc’he war e varlenn dorn kleiz e geneilez.
En e zourn dehou e talc’he war e varlenn dourn kleiz e geneilez.
1923
Daveenn :
SKET
p.73
Daga o vezañ deut a-unvan gant he c’hoar ha Derkeia hec’h-unan-penn o terc'hel d’he meno, e voe graet d’an tri dont tre el logell.
Daga o veza deut a-unvan gant he c’hoar ha Derkeia hec’h-unan-penn o terchel d’he meno, e voe graet d’an tri dont-tre el logell.
1923
Daveenn :
SKET
p.103
Hogen, Siluros, ar yaouankañ eus an tri breur, a lammas ganti, a zalc’has dezhi he daouarn hag he c’hwenias.
Hogen, Siluros, ar yaouanka eus an tri breur, a lammas ganti, a zalc’has d’ezi he daouarn hag he c’houenias.
1923
Daveenn :
SKET
p.103
Gant un dorn e talc’has anezhañ a-c’hwen e gorf hag, o treiñ ouzh e verc’h, e tiskouezas dezhi an nor.
Gand eun dourn e talc’has anezan a-c’hoen e gorf hag, o trei ouz e verc’h, e tiskouezas d’ezi an nor.
1923
Daveenn :
SKET
p.104
Derc’hel war he foan-spered a reas hag, o treiñ ouzh Kamula, bet keneilez he bugaleerezh, e lakeas he divrec’h en he c’herc’henn hag he briatas meur a wech gant karantez, gant teneridigezh.
Derc’hel war he foan-spered a reas hag, o trei ouz Kamula, bet keneilez he bugaleerez, e lakeas he divrec’h en he c’herc’hen hag he briatas meur a wech gant karantez, gant teneredigez [sic].
1923
Daveenn :
SKET
p.105
Digaset e voe an nav fenn, gant hini ar roue-meur, da Nemetos a reas o gwintañ e beg goafioù, d’o dougen d’al lec’h m’edo ar veskadeg en he gwashañ ha ma talc’he c’hoazh ar Skaled, oc’h en em zifenn taer-meurbet.
Digaset e voe an nao fenn, gant hini ar roue-meur, da Nemetos a reas o gwinta e beg goafiou, d’o dougen d’al lec’h m’edo ar veskadeg en he gwasa ha ma talc’he c’hoaz ar Skaled, oc’h en em zifenn taer meurbet.
1923
Daveenn :
SKET
p.127
Koun a zalc’hent eus an emgannoù a renkas o gourdadoù embreger ouzh ar « Kunokenned » (Kunokenni) hag ouzh ar « Morikuned » (Morikunes), kent diazezañ er gompezenn.
Koun a zalc’hent eus an emgannou a renkas o gourdadou embreger ouz ar « Kunokenned » (Kunokenni) hag ouz ar « Morikuned » (Morikunes), kent diazeza er gompezenn.
1923
Daveenn :
SKET
p.126
Rak ar bleiz, treuzet gantañ ar Visuria hag ehanet war ar c’hlann gornok anezhi, a zalc’has goude gant e redadenn ken na zigouezhas dirak stêr Amisios.
Rak ar bleiz, treuzet gantan ar Visuria hag ehanet war ar c’hlann-gornog anezi, a zalc’has goude gand e redadenn ken na zigouezas dirak ster Amisios.
1923
Daveenn :
SKET
p.137
An treid forc’hek anezho, o pouezañ stank-ha-stank war an holl ziskolpadennoù-se, o dalc’has difiñv war an douar hag a viras outo d’en em adframmañ ha da adsevel.
An treid forc’hek anezo, o poueza stank-ha-stank war an holl ziskolpadennou-ze, o dalc’has difinv war an douar hag a viras outo d’en em adframma ha da adsevel.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.55-56
Ha, tizhet an nerzh hag ar skañvded-se, penaos o mirer ? Ha n’eo ket dre zerc’hel gant an emboellad a-hed an holl vuhez ?
Ha, tizet an nerz hag ar skanvded-ze, penaos o mirer ? Ha n’eo ket dre zerc’hel gand an emboellad a-hed an holl vuhez ?
1924
Daveenn :
SKET.II
p.30
"derc’hel war", "derc’hel taer war" [...] ; ivez "taeriñ ouzh".
"derc’hel war", "derc’hel taer war" [...] ; ivez "taeri ouz".
E den eo, hag o terc’hel ar bugel etre e zivrec’h ez eas tre e-barzh an ti.
E den eo, hag o terc’hel ar bugel etre e ziouvrec’h ez eas tre e-barz an ti.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.9
An daouzek plac’h, kaer o devoe kregiñ e skinoù ar rodoù hag en em deurel e penn ar c’hezeg, a voe aner dezho strivañ da zerc’hel ar c’harr war an aod.
An daouzek plac’h, kaer o devoe kregi e skinou ar rodou hag en em deurel e penn ar c’hezeg, a voe aner d’ezo striva da zerc’hel ar c’harr war an aod.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.38
— Pennek out, mabig, pennek ; imor fall a zo ennout, ijin fall, ’m eus aon. Diwall, mab, diwall, ha dalc’h mat, dindan eñvor, ar c’homzoù fur ac’h an da ziskiñ dit : "Nep na sent ket ouzh ar stur / Ouzh ar « wialenn » a raio sur !"
— Pennek out, mabig, pennek ; imor fall a zo ennout, ijin fall, ’m eus aon. Diwall, mab, diwall, ha dalc’h mat, dindan evor, ar c’homzou fur ac’h an da ziski d’it : "Nep na zent ket eus ar stur / Eus ar « wialenn » a raio zur !"
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)
Bilzig, aketus da zelc’her dever enne, a gane dezho, a c’hoarie gante ; pecheroù (1) a rae da Gatellig evit he delc’her sioul ha seder.
Bilzig, aketus da zelc’her dever enne, a gane d’ê, a c’hoarie gante ; pecherou (1) a rê da Gatellig evit he delc’her sioul ha seder.
Izabel a oa plac’h a-benn hag a galon. Ret eo d’ei bevañ, arabat eo d’ei en em leuskel da vont gant ar glac’har. Nann ! nann ! Ret eo d’ei delc’her penn, enebiñ, stourm, gounit he bara hag hini he bugale.
Izabel a oa plac’h a benn hag a galon. Red eo d’ei beva, arabad eo d’ei en em leuskel da vont gant ar glac’har. Nann ! nann ! Red eo d’ei delc’her penn, enebi, stourm, gounit he bara hag hini he bugale.
Kent mervel, Marc’harid a zalc’has ar paotr, en he c’hichen, e-tal he gwele, he dorn war e benn.
Kent mervel, Marc’harid a zalc’has ar pôtr, en he c’hichen, e-tal he gwele, he dorn war e benn.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)
E eontr Kola a gavas ar ger a speg, a zalc’h, hag a c’halvas anezhañ Bilzig, Bilzig ac’hann, Bilzig alese, ar paotr atav da heul e eontr.
E eontr Kola a gavas ar gir a speg, a zalc’h, hag a c’halvas anean Bilzig, Bilzig ac’han, Bilzig alese, ar pôtr atao da heul e eontr.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)
N’en em gavi ket di a-barzh an noz mar dalc’hez da gerzhout evel ma rez, eme ar mesaer.
N’en em gavi ket di abarz an noz mar dalc’hez da gerzout evel ma rez, eme ar mesaer.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.41
Ar bleiz en em zalc’he en distro ar c’hra, ar vugale all (an deñved), un tamm uheloc’h : dezhe al lañs evit redek war-bouez traoñ.
Ar blei en em zalc’he en distro ar c’hra, ar vugale all (an denved), eun tamm uheloc’h : d’ê al lans evit redek war-bouez traon.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 45, p.1067 (Gwengolo 1924)
Bilzig, c’hwi hen goar ervat, ne oa na birbilher, na brabañser, hag a zalc’has evitañ e-unan hanv an hini en devoa lakaet Bidoullig da zeodiñ hag he mestr da gouezhañ er poull-hañvouez : c’hoant n’en devoa ket da vezañ tapet diwar-bouez e deod.
Bilzig, c’houi hen goar ervad, ne oa na birbilher (1), na brabanser, hag a zalc’has evitan e-unan hano an hini an nevoa lakaet Bidoullig da ziodi hag he mestr da gouea er poull-hao : c’hoant n’an nevoa ket da vea tapet diwar-bouez e deod.
« Dalc’het mat en deus ar bleiz e le : abaoe an anevaled all a zo chomet en ti dilezet gantañ ! »
« Dalc’het mat an neus ar blei e le : abaoe an anevaled all a zo chomet en ti dilezet gantan ! »
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 42, p.973 (Even 1924)
Gant he aluzenoù — pizh Izabel — evelkent he deus prenet ur garg vouded ; ur voudenn, mesket gant tammoùigoù bezhin sec’h, a zalc’ho tommder en ti, e-pad ar goañv.
Gant he aluzennou — piz Izabel — evelkent he deus prenet eur garg vouded ; eur voudenn, mesket gant tammouigou bezin sec’h, a zalc’ho tommder en ti, e-pad ar goanv.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)
War e lerc’h, pemp pe c’hwec’h paotr all o deus tañvaet blaz ar wialenn ; hini anezho ne zalc’has penn ouzh ar barner.
War e lerc’h, pemp pe c’houec’h pôtr all o deus tafeet blaz ar wialenn ; hini anê ne zalc’has penn eus ar barner.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)
Bilzig er mor betek e zaoulin a zalc’he ar vag da Saig Jelvest.
Bilzig er mor beteg e zaoulin a zalc’he ar vag da Saïg Jelvest.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.147
Met gwir eo ar pezh a lavar ar re gozh : an traoù am eump bet darempredet a zalc’h un tamm eus hon buhez : o [d]ilezel a zo un dristidigezh.
Met gwir eo ar pez a lavar ar re goz : an traou am eump bet darempredet a zalc’h eun tamm eus hon buhe : o zilezel a zo eun dristidigez.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.177
« Tevel hag ober » : Bilzig n’en devoa ket ankouaet ar girioù-se. Re e talc’he d’e groc’hen.
« Tevel hag ober » : Bilzig n’an nevoa ket ankouaet ar giriou-ze. Re e talc’he d’e groc’hen.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.128
— N’em eus ket a voneiz, aotrou ; en distro e paefet ac’hanon. — En distro ?… Dalc’h ar c’hemm evidout hag evit da c’hoar. — Trugarez, aotrou !
— N’em eus ket a vonei, ôtrou ; en distro e paefet ac’hanon. — En distro ?… Dalc’h ar c’hemm evidout hag evit da c’hoar. — Trugare, ôtrou !
1925
Daveenn :
BILZ2
p.126
Dre ma teue an noz, an amzer a washae. Tourmantiñ a ra. Ar Vran a zalc’h penn. Ar Vran dindan he zri riz a sav war ar wagenn evel ul lapous. Met an noz a deu, a deu buan.
Dre ma teue an noz, an amzer a wasae. Tourmanchi a ra. Ar Vran a zalc’h penn. Ar Vran dindan he zri riz a zav war ar wagenn evel eul lapous. Met an noz a deu, a deu buan.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.171
derc'hel ur mennozh a-dreñv e benn
derc'hel eur menoz a-dréñv e benn
1931
Daveenn :
VALL
pg arrière-pensée
derc'hel berr gant ub.
derc'hel berr gant u.b.
1931
Daveenn :
VALL
pg (tenir en) bride
derc'hel berr war ub.
derc'hel berr war u.b.
1931
Daveenn :
VALL
pg (tenir en) bride
en em zerc'hel da
1931
Daveenn :
VALL
pg (se) borner (à)
derc'hel berr war sugelloù ub.
derc'hel berr war sugellou u.b.
1931
Daveenn :
VALL
pg (tenir en) bride
derc'hel start
1931
Daveenn :
VALL
pg (tenir) bon
derc'hel ouzh
derc'hel ouz
1931
Daveenn :
VALL
pg adhérer
derc'hel krog
1931
Daveenn :
VALL
pg (s')accrocher (à)
derc'hel da wir
1931
Daveenn :
VALL
pg affirmer
derc'hel da
1931
Daveenn :
VALL
pg adhérer
derc'hel al lez-varn
1931
Daveenn :
VALL
pg assises
derc'hel a-sav
derc'hel a-zav
1931
Daveenn :
VALL
pg arrêter
derc'hel a ra en tu dioutañ
1931
Daveenn :
VALL
pg avec
derc'hel
1931
Daveenn :
VALL
pg absorber (l'attention)
dalc'het war e wele
1931
Daveenn :
VALL
pg (malade) alité
dalc'het
1931
Daveenn :
VALL
pg absorber, arrêter
Un heol Mezheven a lugerne en oabl, ha ne voe ket pell ar gerzherien evit c'hweziñ, Yann ha Pêr a zalc'he tost an eil d'egile, hep soursial nemeur ouzh ar soudarded all. Goude un eurvezh vale, ez oant o-daou digevret-krenn diouto.
Eun heol-mezeven a lugerne en oabl, ha ne voe ket pell ar gerzerien evit c'houezi, Yann ha Per a zalc'he tost an eil d'egile, hep soursial nemeur ouz ar soudarded all. Goude eun eurvezh-vale, ez oant o-daou digevret-krenn diouto.
1941
Daveenn :
ARVR
niv.6, p4
Tennañ a ra an aberioù-se d'hon aberioù-ni ha d'ar fiordoù war un dro, peogwir ez int bet dalc'het un tammig gant ar skorn e-doug ar Pevarhoalad.
1943
Daveenn :
TNKN
p17
Ar gwaz a zalc'he da c'houlennata : « N'oc'h ket arru er gêr hiriv », emezañ.
Ar gwaz a zalc'he da c'houlennata : « N'oc'h ket arru er gêr hirio », emezañ.
1944
Daveenn :
EURW.1
p31
He zud a oa o terc'hel un ostaleri hag ur plas e Pont ar Gwin, nepell diouzh Lokrist.
He zud a oa o terc'hel eun ostaleri hag eur plas e Pont-ar-Gwin, nepell diouz Lokrist.
1944
Daveenn :
EURW.1
p45
Deskiñ mat ha buan a raen ; e diwezh ma eizhvet em boa an « excellence » hag er bloavezhioù goude e talc'his atav ar renk kentañ pe an eil.
Deski mat ha buan a raen ; e diwez ma eizvet, em boa an « excellence », hag er bloaveziou goude, e talc'his atao ar renk kenta pe an eil.
1944
Daveenn :
EURW.1
p39
Me a yae da-heul, ha derc'hel a rin da viken soñj dudius eus predoù fetis ar maezioù en amzer-se ma lavared dre holl Frañs : « La Bretagne, pays pauvre, terre des landes et des bruyères, où l'on se nourrit encore de pain noir et de gruau (?) ».
Me a yae da heul, ha derc'hel a rin da viken soñj dudius eus predou fetis ar maeziou en amzer-se ma lavared dre holl Frañs : « La Bretagne, pays pauvre, terre des landes et des bruyères, où l'on se nourrit encore de pain noir et de gruau (?) ».
1944
Daveenn :
EURW.1
p27
Mat, an ti-se a zo bet satanazet ha marteze zoken, ar re gozh o deus dalc’het soñj : hanter-kant vloaz ’zo e teuas Satanaz e-unan da chom e-barzh an ti. Gwelomp penaos.
1944
Daveenn :
ATST
p.10
Ar baotred a gemeras hent Lanurgad; imoret-fall e oant o-daou. Job a rae da Lom gourdrouzoù ha rebechoù c’hwerv, ha Lom a responte : — « Kre non de non ! me ’zo ur paotr digourdi… Dalc’hit evidoc’h ho rebechoù. »
1944
Daveenn :
ATST
p.36
Bep [S]adorn, e roe deoc’h e baeamant, hep derc’hel ur gwenneg evitañ e-unan.
1944
Daveenn :
ATST
p.58-59
— « N’on ket barrek ? Kement-se, n’eo ket ur fri lous eveldoc’h a zesko din ur vicher bennak ! » — « Dalc’h ’ta, neuze !… Dalc’h ’ta, neuze !… » Ha Lom a roeñve, ar pezh ma c’halle.
1944
Daveenn :
ATST
p.95-96
« Mes… mes… daoust ha gouzout a rit derc’hel zoken ur roeñv en dour ?… »
1944
Daveenn :
ATST
p.101
Nemet, avat, e rebeche d'am zad na zalc'he ket a-walc'h warnon da gaozeal galleg.
Nemet avat, e rebeche d'am zad na zalc'he ket awalc'h warnoun da gaozeal galleg.
1944
Daveenn :
EURW.1
p20
Er Grennamzer, ar vrezelourien a zalc’he an dosenn, a gemenne an holl vro.
Er Grenn-Amzer, ar vrezelourien a zalc’he an dosenn, a gemenne an holl vro.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.211
Marc’harid en em zalc’he gant doujañs ur gammed pe ziv war-lerc’h an itron Mosher.
Marc’harid en em zalc’he gant doujañs eur gammed pe ziou war-lerc’h an Itron Mosher.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.189
Plijout a rae din sellout pizh ouzh an dud izel, ouzh ar vicherourien a boanie da zerc'hel war un ton bras aotrouniezh Doneraile.
Plijout a rae d'in sellout piz ouz an dud izel, ouz ar vicherourien a boanie da zerc'hel war eun ton bras aotrounez Doneraile.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.182
[…] ha bepred oc’h en em hegal, o randoniñ, o rebech mil draig an eil d’egile, o tabutal diwar-benn ar c’hazh, ha me oar, ha koulskoude o terc’hel tost an eil d’egile, ma ne oant ket evit bezañ dispartiet un eurvezh hep anken, o vont o daou da bourmen a-gevret, o c’hoari dominoioù kent mont d’o gwele…
[…] ha bepred oc’h en em hegal, o randoni, o rebech mil draig an eil d’egile, o tabutal diwar-benn ar c’haz, ha me oar, ha koulskoude o terc’hel tost an eil d’egile, ma ne oant ket evit beza dispartiet eun eurvez hep anken, o vont o daou da bourmen a-gevret, o c’hoari dominoiou kent mont d’o gwele…
1944
Daveenn :
EURW.1
p.137
[...] ni, ar gomun ac'hanomp, hor boa dibabet un ostaleri dister ti Dean, e-kichen Sant-Padarn hag eno e talc'hemp hor bodadegoù.
[...] ni, ar gomun ac'hanomp, hor boa dibabet eun ostaleri dister ti Dean, e-kichen Sant-Padarn hag eno e talc'hemp hor bodadegou.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.131
Barn a rez, hep gouzout. Rak biskoazh n'eo bet dalc'het ganit war da zaoulin ur vuiañ-karet, ha te ouzh he cherisañ, ouzh he strizhañ, o teuziñ hag o veuziñ, hag o vezviñ, e plijadurezh ar pokoù, e bam da ene, betek koll da skiant, diwar re levenez.
1949
Daveenn :
SIZH
p.57
Hejañ a rae unan e benn, a-zehou [sic, a zehou] da gleiz hep ehanañ, tra ma talche egile e zorn war e c'henou.
1949
Daveenn :
SIZH
p.60
He selloù a oa dalc'het egile dindan o beli-hud, e-giz ar golvanig dindan re ar sparfell.
1949
Daveenn :
SIZH
p.58
Paotred dereat eo va c'henvreudeur. Divizoù frouezhus e talc'hot ganto ivez.
1949
Daveenn :
SIZH
p.58
Dalc'het 'm eus war ma zeod ha furoc'h ' oa, me gred, / Gant aon 've dav, un deiz, damantiñ 'vit an droug.
Dalc'het 'm eus war ma zeot ha furoc'h ' oa, me gred, / Gant aon ' ve dao, eun deiz, damanti 'vit an droug.
1960
Daveenn :
PETO
p33
Pegeit hon dalc'ho 'ta amañ en dienez ?
1960
Daveenn :
PETO
p32
Hogen nep ' glaskec'h pa [sic, a ?] zalc'hit, / Perak d'am hegañ ' kendalc'hit ?
Hogen nep ' glaskec'h pa zalc'hit, / Perak d'am hega ' kendalc'hit ?
1960
Daveenn :
PETO
p46
Ha d'ar mare ma edo an holl sioul-tre en o c'hadorioù-brec'h o sunañ o "apéritif", o varvailhat, pe dalc'het o spered gant ur romant-polis, e voe gwelet al loen roudennet oc'h en em gavout en ur fichañ e lost "Tigr" en e sae nevez, ha n'he devoa ket an doare da zisplijout tamm ebet dezhañ.
1985
Daveenn :
DGBD
p195
Eus an droiad-se e talc'han koulskoude un eñvoradenn eus ar c'hwekañ (bet danevellet ganin e Feiz ha Breiz miz meurzh 1940).
1985
Daveenn :
DGBD
p152
Gallout a reont ivez bezañ diskoachet ac'hanoc'h a-raok an obererezh ha dibab ho terc'hel pennasket 4 eurvezh-pad...
2015
Daveenn :
DISENT
p163
E-pad keit-se e vez [eo] dalc'het al lec'h gant ho kamaraded, n'eo ket echu gant ar stankadeg, ha roet e vez bec'h d'ar boliserien.
2015
Daveenn :
DISENT
p94
Goude ma vefe bet skarzhet hemañ [an hini en deus poan] e rank ar vaot adkavout he stumm evit derc'hel penn d'ar boliserien.
2015
Daveenn :
DISENT
p95
Evel ma n'on ket evit livañ ar vuhez duoc'h c'hoazh e tivizan kimiadiñ met ma delc'her a ra a-sav.
2015
Daveenn :
EHPEA
p21
Ma c'hoarvezfe ganeoc'h kavout un enebour hag a zalc'hfe da nac'h komz ouzhoc'h e vefe gwasket gant e genseurted, e genlabourerien, an dud a-us dezhañ, ha kement zo...
2015
Daveenn :
DISENT
p106
Kement tra a vo talvoudus dezhe evit bezañ mestr warnoc'h : ar mod o deus d'en em zerc'hel, o doareoù cheuc'h da gomz, o jestroù, met ivez o oad, o diplomoù, o dilhad...
2015
Daveenn :
DISENT
p139-140
Delc'her a ra e-unan e felle dezhañ kaout arc'hant evit gwalc'hañ e voemenn a zastumer met ne oa nemet an hanter eus ar wirionez.
2015
Daveenn :
EHPEA
p57
Re all ac'hanomp o deus dalc'het soñj ivez marteze eus ar c'hentelioù skolaj pe lise - arabadus a-wezhioù - ma veze sachet ar gaoz war droioù-kaer ha kurioù saouzanus harozed brezelioù Troia.
2016
Daveenn :
ILIAS
p. 3
Ret eo, da'm soñj, ma talc'hfed da sevel e brezhoneg, skridoù a live uhel en ur yezh lennek ha, diouzh ezhomm, d'en ober diwar oberennoù meur an amzerioù kent.