Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
5
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
123
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. (en tu gra) A. 1. Stardañ ub. pe udb. (en e zorn pe e zaouarn prl.), evit mirout outañ a gouezhañ, a ziflipañ. Derc'hel ur vazh etre e zaouarn. DHS. dougen, gwaskañ. 2. Trl. Derc'hel ur bugel war ar maen-font : e zougen e-kerzh lid ar vadeziant. & Ent krenn Derc'hel ub. : bezañ paeron pe vaeronez dezhañ. Piv a oa o terc'hel anezhañ ? : piv eo e baeron, e vaeronez ? 3. Trl. Derc'hel e grog : chom hep dispegañ diouzh e grog. Dalc'h da grog ! & Dre skeud. Derc'hel d'e grog : chom yac'h. Hag ho tad, derc'hel a ra d'e grog ? 4. Derc'hel ul loen war-bouez udb., ouzh udb. : e lakaat da chom tost, stag ouzh an-unan war-bouez an dra-se. Derc'hel ur c'hi war-bouez ul lêrenn. Kemer da zaou gi ha dalc'h anezho ouzh ar gordenn. 5. Kregiñ en ub. pe en ul loen alies evit mirout outañ a vont kuit, a fiñval re. Deus da zerc'hel ar gazeg. & Trl. skeud. Derc'hel teodoù an dud : mirout outo a gomz. Ha me a c'hall-me derc'hel teodoù an dud ? 6. Dre ast. Tapout. N'o doa dalc'het tra en noz-se. Pa voe gouezet ar c'heloù e oa tec'het kuit e voe kaset archerien evit e zerc'hel. Pegoulz e teui gant da rastell da zerc'hel bezhin ? HS. pakañ. 7. DERC'HEL UB., UDB. GANTAÑ : e viret en e gerz, en e gichen. Dalc'het en doa al luc'hskeudenn gantañ. Mar karjes bezañ dalc'het da vugale ganit, evel ma oa dleet dit ober ! 8. Seveniñ ar pezh zo bet grataet, lavaret gant an unan. Touiñ kalz ha derc'hel nebeut. Krediñ a ran e prometer muioc'h eget ma c'haller derc'hel. [1924] Dalc’het mat en deus ar bleiz e le : abaoe an anevaled all a zo chomet en ti dilezet gantañ ! B. 1. DERC'HEL UDB. EN UL LEC'H BNK. : chom hep e dennañ eus al lec'h-se, strivañ evit e zerc'hel el lec'h-se. Derc'hel a rae al lizheroù er c'hloz. & Delc'her udb. er penn : strivañ evit derc'hel soñj eus an dra-se. Start eo ar gentel-se da zerc'hel er penn. & Derc'hel udb. er genoù : mirout an dra-se evit an-unan, chom hep e ziskuliañ da zen. Bez' ez eus tud ha na zalc'hont ket en o genoù ar pezh a vez en o soñj. & Trl. skeud. Derc'hel e droad er par : en em zifenn, difenn e renk. Ranket en doa derc'hel e droad er par. 2. (db. an darvoudoù, al lidoù, ar gouelioù ma voder tud) Aozañ udb., e lakaat da c'hoarvezout en ul lec'h. E Kastell-Paol e vo dalc'het ar c'hendalc'h. & Derc'hel udb. en ur yezh bnk. : e gas da benn er yezh-se. Lod eus ar breudoù a veze dalc'het e saozneg. & Trl. Derc'hel kuzul : en em vodañ evit komz diwar-benn ur c'hraf bnk. P'hor boe debret e talc'hjomp kuzul diwar-benn ar gwellañ doare da vont di. 3. DERC'HEL UB. EN UL LEC'H BNK. : ober dezhañ chom el lec'h-se evit ma vefe graet war e dro e doare pe zoare prl. Ne vo ket dalc'het gwall bell en ospital. N'ouzon ket pegeit e vo dalc'het ganto. Start e oa bet e zerc'hel er skol ? & Ent strizh Mirout ouzh ub. a vont kuit eus al lec'h m'emañ, m'eo bet lakaet, pe mirout outañ a vont d'al lec'h ma venn mont. Daou vloaz eo bet dalc'het en toull. Dalc'h anezho er-maez ! : mir outo a zont tre. & Trl. Derc'hel ub. en e roll : derc'hel (berr) warnañ. 4. DERC'HEL UDB. WAR UB., UDB. : e lezel warnañ. Derc'hel a rae e zaoulagad war stered an oabl. & Trl. Derc'hel un anv* war ub. C. 1. Mirout udb. er stad-mañ-stad. Derc'hel udb. kempenn, e stad, e ratre vat. Derc'hel a rae he zi kempenn. Gant ma talc'hin ma zi disglav ! 2. Mirout udb. en e stad e-pad ur prantad hir pe hiroc'h. Derc'hel an dour klouar. Derc'hel ar yezh en he sav. Dav eo feuler keuneud en tan evit e zerc'hel bev. 3. Lakaat udb. da dalvezout, kas udb. en dro. Derc'hel a rae douar eno. Derc'hel tiegezh, derc'hel un atant : bezañ e penn un tiegezh, un atant. Derc'hel ostaleri. Piv zo o terc'hel ar stal-se ? Deuet e oa da zerc'hel kigerezh er vourc'h. & Trl. Derc'hel lec'h, plas ub. : ober en e lec'h. Ur c'hoarier a zalc'he plas unan alla oa klañv. Den ne c'hall derc'hel plas ur vamm. 4. Ober war-dro udb. (a-benne lakaat prest, en urzh, en e stad nevesañ, h.a.). Derc'hel ar c'hontoù. Derc'hel a rae an deiziadur e ratre vat. 5. Kaout beli, aotrouniezh war un dachenn bnk., ur bobl bnk., bezañ mestr warno. Piv a zalc'h ar vro-se ? & (alies en tu gouzañv) An inizi-se zo dalc'het gant an Amerikaned. 6. Desevel loened. Ur vuoc'h a zalc'hont. Ur maout a veze dalc'het evit hanter-kant dañvadez. Dek ejen ha triwec'h buoc'h a zalc'he war e atant. 7. Mirout. Dalc'het en doa an dra-se evitañ e-unan. Derc'hel udb. kloz. Dalc'homp hor yezh. Derc'hel plaen e spered : mirout a vezañ nec'het, strafuilhet gant udb. Derc'hel udb. evitañ e-unan : chom hep e ziskuliañ da zen. [1924] Bilzig, c’hwi hen goar ervat, ne oa na birbilher, na brabañser, hag a zalc’has evitañ e-unan hanv an hini en devoa lakaet Bidoullig da zeodiñ [...]. & Trl. Derc'hel e renk*. D. (db. an traoù) 1. Mirout (udb.) en e lec'h. An ibilioù a zalc'h an armel. Ur bragoù dalc'het gant ur gouriz lêr. 2. Talvezout da skor da udb. ouzh e zougen. Ur mell peul a zalc'he al loch en e sav. & Dre skeud. An tamm hag al lomm ! A zalc'h an den en e blom : an debriñ hag an evañ a ra d'an den chom bev. 3. (db. an endalc'herioù) Bezañ bras a-walc'h evit ma lakafed kement pe gement ennañ. Ar voutailh-mañ ne zalc'h ket ul litrad. Ar varrikenn-mañ a zalc'h ouzhpenn daou-c'hant litrad sistr. 4. Mirout udb. e-pad pell, e lakaat da badout. Ar c'hoad derv a zalc'h tan pell. E. Ent krenn (db. parezed bronneged zo) Mirout sper ar par ha, dre se, bezañ o tougen. Dalc'het he deus. Ar gazeg n'he deus ket dalc'het. Ar vuoc'h-se ne zalc'h ket diouzh tarv, diouzh ar c'hole. ES. teuler. HS. kemer. II. V.k.e. (en tu gouzañv) 1. Na vezañ gouest d'ober an dra-mañ-tra, da vont d'al lec'h-mañ-lec'h abalamour d'ur redi pe d'ur c'hleñved bnk. Dalc'het eo er gêr gant e labour. Dalc'het omp gant an amzer, gant an eur. Dalc'het eo gant ar remm. Bezañ dalc'het war e wele, en e wele gant ar c'hleñved. & Ent krenn Dalc'het eo war e wele, en e wele. 2. Ent krenn Bezañ dalc'het : bezañ karget a zle. Dalc'het int a bep lec'h. III. V.k.e. A. (db. an dud, an traoù) 1. DERC'HEL UDB. DA UB., UDB. : pourchas, reiñ an dra-se dezhañ. Eñ, ne oa ket gouest da zerc'hel kement a draoù d'e vugale. Dalc'h boued hag evaj d'an dud ! Derc'hel labour d'an dud. Ne veze ket dalc'het boued dezhañ, anat deoc'h, gant ar reuz a rae. & Dre skeud. Derc'hel bara, un tamm bara : gounit e vuhez. En amzer-se e oa start derc'hel bara. 2. Trl. Derc'hel udb. da wir, evit gwir : sellet ouzh an dra-se evel un dra wir, asur. 3. DERC'HEL UDB. OUZH UB. : mirout outañ, e gaou, a gaout an dra-se. Dalc'het en doa o goproù ouzh e implijidi. 4. Trl. Derc'hel udb. war e bredoù : lakaat un tamm boued a-gostez evit ober implij anezhañ diwezhatoc'h. Alies e talc'he udb. war e bredoù da reiñ d'ar paour. B. 1. DERC'HEL EÑVOR, KOUN, SOÑJ A, EUS UB., UDB. : kaout eñvor, koun, soñj a, eus an den-se, an dra-se. N'ouzon ket petra a ra din bezañ dalc'het soñj eus ar ganaouenn-se. Dalc'hit soñj a gement-se. Kemer a reas al luc'hskeudenn gantañ evit derc'hel eñvor anezhi. 2. DERC'HEL DROUGIEZH, KASONI (OUZH, DIWAR UB.) : magañ drougiezh, kasoni en e geñver. Techet e oa da zerc'hel droug. Ne oa ket techet da zerc'hel imor. 3. DERC'HEL KONT, STAD A, EUS UB., UDB. : ober stad eus an dra-se. Derc'hel kant eus all ar re all. Dalc'het e oa bet kont gantañ eus hon evezhiadennoù. 4. DERC'HEL PENN OUZH, DA : talañ, enebiñ ouzh. Al loened bihan-se a oar derc'hel penn ouzh ar re vras. Droug a vez ennañ pa zalc'homp penn outañ. Ar vag a zalc'he penn d'an avel. [1877] Mes kaout a rejont tud da zerc’hel penn outo. [1924] Ar barner a oa un aotrou ha n’oa ket brav delc’her penn outañ. HS. herzel, stourm. C. (db. an traoù) DERC'HEL LEC'H A, EUS UDB. ALL : bezañ evit an dra-se. War e gein, ur c'hwezigell a zalc'he lec'h a voutailh. An dra-se a zalc'h lec'h eus pep tra. D. DERC'HEL UDB. DA (HS. AV.) : mirout ouzh an dra-se a (HS. av.). Un toull simantet a oa evit derc'hel an hañvouez da skuilhañ war an teil. IV. V.k.d. (dirak ur renadenn dra) A. 1. DERC'HEL (KROG, MAT, PEG) EN UB., UDB. : kaout krog en den-se, en dra-se, war-bouez an daouarn prl., ha na zispegañ dioutañ. Panevet an den a zalc'he peg ennañ, e vije kouezhet war an douar. & Ent krenn Krogit er brank gant un dorn, astennit din ho torn all ha dalc'hit gant ho taou zorn. 2. Tr. estl. Ent krenn Dalc'h(it) mat ! Dalc'h(it) krog ! Dalc'h mat, paotr, dont a ri a-benn ! [1877] Dao atav warnezho... Bec’h d’an dud fall ha disakret... Dalc’h mat ’ta, Yann... B. DERC'HEL (MAT, START, YUD) D'UDB. 1. Na zispegañ diouzh e grog. Dalc'h mat dezhañ. Dalc'h mat d'ar voue. & Trl. Na vezañ evit delc'her mat d'ur gwenneg : dispign aes e arc'hant. 2. Bezañ leal d'ub., d'udb. ; na zistreiñ, na asantiñ distreiñ war ar pezh a greder, a embanner. Derc'hel a ra d'e lavar, d'e veno. Dalc'hit mat d'ho tiviz. Kred ennañ ha dalc'h mat dezhañ. Ar gouarnamant a zalc'has yud d'ar pezh en doa gourc'hemennet. & Trl. Derc'hel d'e c'her, d'e bromesa : seveniñ e bromesa, ober diouzh ar pezh zo bet disklêriet, lavaret gant an-unan. Dalc'h da'z ker ! 3. Ober diouzh udb. Derc'hel a reas d'al lizher : ober a reas pizh diouzh ar pezh a oa skrivet warnañ. 4. Bezañ stag da vat e galon, e spered ouzh (ub., udb). Karet a rae anezhañ ha dre he lizhiri e weler pegement e talc'he dezhañ. & Derc'hel d'e di : e garet, na gaout c'hoant e guitaat. 5. Derc'hel kloz, mat, stag, tenn ouzh, da, war ub., udb. : chom e-kichen an den-se, an dra-se. Ar bugel a zalc'he tost d'e vamm. Ar c'hazh a zalc'h tost d'an tan. Ken brudet eo ar c'haner-se ma talc'h stag an dud outañ. Me a ray ho lakaat en toull gant ar razhed da zerc'hel mat deoc'h ! : da zerc'hel kompagnunezh deoc'h. & Dre ast. Eveshaat a-dost. Dalc'h tost war da gi ! Derc'hel a rae kloz war e vignonez gant aon ned afe kuit gant ub. all. Pep hini a zalc'h tost d'e arc'hant. & Derc'hel kloz war e soñjoù : na lavaret ar pezh a soñjer. C. DERC'HEL WAR UB., UDB. 1. Mirout ouzh udb. a vont er-maez eus e gorf. A-barzh splujañ en doa dalc'het war e anal kuit da vezañ mouget. Ne voe ket evit derc'hel war e zaeroù. Derc'hel war e zifronkadennoù. & Dre skeud. Derc'hel war e deod : chom a-ratozh hep lavaret udb. Reiñ a ris ma ger e talc'hfen war ma zeod evit pezh a selle ouzh an afer-se. Ne oar ket derc'hel war e deod. 2. Moustrañ war e drivliadoù, e santadoù. Derc'hel war e fulor, war e imor, war e zroug. HS. gwaskañ. 3. Derc'hel da ober udb. Derc'hel war e studi. HS. kenderc'hel. 4. Dre skeud. Pouezañ kalz war udb. Ar c'helenner en doa dalc'het war ar poent-se. & Pouezañ kalz war ub. evit ma rafe pe na rafe ket udb. Kement e talc'he warnon ma lavaris ya a-benn ar fin. He familh he doa dalc'het kalz warni evit ma 'z afe da skolaerez. DHS. aspediñ, goulenn, pediñ. 5. Na lezel ub., ul loen bnk., da vont pe da fiñval en e roll. Derc'hel a rae war ar marc'h met e zorn a oa skañv hag al loen a yae en hent laouenik. Delc'her a rae war brec'h e vab. & Trl. Derc'hel berr war (sugelloù) ub. : bezañ strizh gantañ, na aotren kalz a frankiz dezhañ. 6. (db. ar c'hleñvedoù) Na zispegañ diouzh ub. Ar paz an hini a zalc'h warnañ. D. DERC'HEL OUZH UDB. : herzel ouzh an dra-se. Ar paper a zalc'h mat ouzh ar glebor. Ne zalc'her ket ouzh gouloù kriz. E. DERC'HEL GANT UDB. : mont war-raok gant un obererezh, na chom a-sav ganti. Derc'hel a rae gant e hent : derc'hel a rae da gerzhet. & Derc'hel gant e lavar, e veno : na zistreiñ warno. V. V.k.d. (dirak un av. degaset gant an ar. da) DERC'HEL DA OBER UDB. : padout da ober an dra-se, bezañ dibaouez oc'h ober an dra-se. E-pad eizhtez e talc'has ar glav da gouezhañ. Kentoc'h eget derc'hel da glevet trouz e oa aet kuit. Derc'hel a rez da greskiñ, paotr. Dalc'h da vont ! : na chom ket a-sav. HS. kenderc'hel. VI. V.g. A. (db. an traoù) 1. Chom mat en e lec'h, en e stad hep dispegañ, hep kouezhañ pe hep fiñval. Ar peul a zalc'h mat. Lakaat un tamm koad evit ma talc'ho an nor. An tach-se a zalc'h ervat. Start e talc'h an ibil-se. & Derc'hel en e sav : chom en e sav. Ar wezenn gozh bruzunet-se, ne zalc'he en he sav nemet war-bouez he rusk. 2. Kenderc'hel, mont war-raok. Daoust d'ar skoilhoù niverus, al labour a zalc'he en donder. B. (db. an dud) 1. Bezañ, chom en ul lec'h, en ur garg bnk. Er garg-se e oa brudet met ne zalc'has enni nemet ur maread amzer. 2. DERC'HEL MAT, MORT, START, STENN, YUD, BETEK AR PENN : gouzañv traoù tenn hep bezañ faezhet, chom kadarn daoust da bep tra. N'o deus ket kilet, dalc'het o deus mort. Dalc'homp start paotred ! Bec'h o do o terc'hel betek ar penn. 3. Trl. Derc'hel en e sav : chom en e sav, na gouezhañ. Ken dinerzhet e oa ma ne oa ket evit derc'hel en e sav ken. & Dre skeud. Derc'hel tomm : derc'hel krog start, kendelc'her. Dalc'homp tomm ha hastomp, krog eo da skuizhañ, paket e vo dizale. & Derc'hel a-dreñv: bezañ lezirek. Un den troet da zerc'hel a-dreñv e oa. VI. V. em. 1. EN EM ZERC'HEL : kaout emzalc'h pe emzalc'h. En em zerc'hel a ra mat dirak an dud. 2. EN EM ZERC'HEL OUZH UDB. : tapout krog mat en dra-se evit mirout a gouezhañ. En em zerc'hel a rae ouzh ar varrenn. Ouzh ur brank en em zalc'he. Dre skeud. En em zerc'hel a ra ouzh ar goanag-se evit mont war-raok bepred. 3. [1924] EN EM ZERC'HEL EN UL LEC'H BENNAK. : bezañ a-ratozh en ul lec'h bennak. [1924] Ar bleiz en em zalc’he en distro ar c’hra, ar vugale all (an deñved), un tamm uheloc’h [...]. [1949] Marc’harid en em zalc’he gant doujañs ur gammed pe ziv war-lerc’h an itron Mosher.

Exemples historiques : 
243
Masquer la liste des exemples

dalc'het

1499
Référence : LVBCA p49 ('tenu')

derc'hel

1499
Référence : LVBCA p52 ('tenir')

dalc'het

1499
Référence : LVBCA p49 (tenes)

derc'hel

1499
Référence : LVBCA p54 (tenir)

M. Petra a gredit-hu dre ar feiz ? D. Kement a zelc'h hag a gred hor mamm sant[el an] Iliz katolik, Apostolik ha roman, ha spesialamant an artikloù zo aretet er Gredo.

1622
Référence : Do. p10

derc'hel mat da

1659
Référence : LDJM.1 pg conseruer, continuer, obseruer, perseuerer

derc'hel e bromesa

1659
Référence : LDJM.1 pg accomplir

derc'hel a ra e garre

1659
Référence : LDJM.1 pg (il tient sa) morgue

derc'hel a ra e garre

1659
Référence : LDJM.1 pg (il tient sa) morgue

derc'hel

1659
Référence : LDJM.1 pg obliger, tenir

derc'hel e bromesaoù

1659
Référence : LDJM.1 pg (tenir ses) promesses

derc'hel kloz

1659
Référence : LDJM.1 pg renfermer

derc'hel an tu dioutañ

1659
Référence : LDJM.1 pg retenir

dalc'het

1659
Référence : LDJM.1 pg tenir

na zalc'h ket ennon

1659
Référence : LDJM.1 pg (il ne) tient (pas à moy)

derc'hel eus ur re bennak

1659
Référence : LDJM.1 pg dependre (de quelqu'vn)

derc'hel kompagnunezh da ur re bennak

1659
Référence : LDJM.1 pg accempagner quelqu'vn

dalc'het

1659
Référence : LDJM.1 pg conseruer, contenir, obliger, tenir

derc'hel

1659
Référence : LDJM.1 pg contenir

kanveoù da zerc'hel al lian war ar stern

1699
Référence : Har. pg an, da, derc'hel, kanveou, lien, stern, war (Templons pour tenir la toile sur le metier)

derc'hel en e wele

1732
Référence : GReg pg aliter

Dalc'het eo gant ar vamm-gamm.

1732
Référence : GReg pg goute (Il a la goute sciatique.)

antellet trapedoù evit derc'hel Pêr

1732
Référence : GReg pg embuscade (Dresser des embuches à Pierre, pp.)

antellet rouejoù evit derc'hel Pêr

1732
Référence : GReg pg embuscade (Dresser des embuches à Pierre, pp.)

antell trapedoù evit derc'hel Pêr

1732
Référence : GReg pg embuscade (Dresser des embuches à Pierre.)

dalc'het ur re dre 'r gouzoug

1732
Référence : GReg pg gorge (Tenir quelqu'un à la gorge, pp.)

dalc'het ur re dre ar gouzoug

1732
Référence : GReg pg gorge (Tenir quelqu'un à la gorge, pp.)

derc'hel mat d'e opinion hep nepred diskregiñ

1732
Référence : GReg pg abonder

derc'hel ur re dre 'r gouzoug

1732
Référence : GReg pg gorge (Tenir quelqu'un à la gorge.)

derc'hel start d'e ompinion

1732
Référence : GReg pg (s')aheurter

derc'hel ur re dre ar gouzoug

1732
Référence : GReg pg gorge (Tenir quelqu'un à la gorge.)

derc'hel

1732
Référence : GReg pg amuser

derc'hel e bromesa

1732
Référence : GReg pg accomplir

Dalc'het he deus an ounner.

1732
Référence : GReg pg genisse (La genisse est pleine.)

dalc'het ur re war e evezh

1732
Référence : GReg pg haleine (Tenir quelqu'un en haleine, pp.)

bet dalc'het war ar gwele

1732
Référence : GReg pg garder (Garder le lit, pp.)

bezañ dalc'het war ar gwele

1732
Référence : GReg pg garder (Garder le lit.)

Pa akuiter un douar e renker derc'hel kont eus ar gwellaennoù mat ha ret da ober d'an hini er posede a-berzh-vat hag e lealded diagent.

1732
Référence : GReg pg ameliorement

paskadur evit derc'hel loezned gouez

1732
Référence : GReg pg amorce

ar gouli-hont en deus e zalc'het er gwele a-hed tri miz

1732
Référence : GReg pg aliter

derc'hel ur re war e evezh

1732
Référence : GReg pg haleine (Tenir quelqu'un en haleine.)

dalc'het

1732
Référence : GReg pg appuier, arreter, deliberer (arrêter), établir (fixer)

dalc'het ar varrenn

1732
Référence : GReg pg gouvernail (Tenir le gouvernail, p.)

a zalc'h ouzh

1732
Référence : GReg pg adhérent

ar madoberioù resevet a ankounac'haer prest hag an droug resevet a zalc'her pell amzer soñj anezhi

1732
Référence : GReg pg airin

dalc'hiñ

1732
Référence : GReg pg amuser, arreter, assujettir (vaincre, soûmettre)

dalc'het

1732
Référence : GReg pg amuser

dalc'hiñ e c'her

1732
Référence : GReg pg garder (Garder sa parole, Van.)

dalc'het e c'her

1732
Référence : GReg pg garder (Garder sa parole, pp.)

derc'hel e c'her

1732
Référence : GReg pg garder (Garder sa parole.)

dalc'het

1732
Référence : GReg pg assujettir

ne fell ket dezhe bout dalc'het

1732
Référence : GReg pg assujetti (ils n'aiment point l'assujetissement, la sujettion)

derc'hel evit sur

1732
Référence : GReg pg assurer (s'assurer, tenir pour certain)

dalc'het evit sur

1732
Référence : GReg pg assurer

derc'hel war ar vadiziant

1732
Référence : GReg pg bapteme (tenir sur les fonds de bâpteme)

stultenniaj en dalc'h

1732
Référence : GReg pg (il est d'une humeur fort) bizarre

en em zerc'hel da

1732
Référence : GReg pg (se) borner (se fixer, se regler)

en em zalc'het da

1732
Référence : GReg pg (se) borner (se fixer, se regler)

dalc'het en deus war e vos

1732
Référence : GReg pg (il en a eu sur sa) bosse

bezañ dalc'het da lavaret ar breviel

1732
Référence : GReg pg (etre obligé de dire le) Breviaire

derc'hel ar brid

1732
Référence : GReg pg (tenir la) bride

a zalc'h eus ar c'hi

1732
Référence : GReg pg canin (ine)

dalc'het

1732
Référence : GReg pg (faire une) capture, comprendre (enfermer, contenir), contenir (renfermer en soi)

ne zalc'h stad ebet ac'hanon on-me

1732
Référence : GReg pg (il ne fait point de) cas (de moi)

monet da anaout an adversourien eus ar Stadoù hag an hent a zalc'hont

1732
Référence : GReg pg estrade (Batre l'estrade, terme de guerre.)

derc'hel e deod

1732
Référence : GReg pg frein (Mettre un frein à sa langue.)

dalc'het e deod

1732
Référence : GReg pg frein (Mettre un frein à sa langue, pp.)

Neb en em dalc'h just-e-just d'ar furmoù ordrenet.

1732
Référence : GReg pg formuliste

derc'hel ur c'hrouadurig war ar vadiziant

1732
Référence : GReg pg fonts (Tenir sur les fonts un enfant.)

dalc'het eo ar c'hendorfedour

1732
Référence : GReg pg (le) complice (est arreté)

derc'hel kont eus a

1732
Référence : GReg pg (tenir) compte (de)

derc'hel kont eus a ur re bennak

1732
Référence : GReg pg (faire) compte (de quelqu'un)

derc'hel ur bugel oc'h vadez

1732
Référence : GReg pg fonts (Tenir sur les fonts un enfant.)

a zalc'h ennañ e-unan

1732
Référence : GReg pg contenant (ante)

dalchet mat

1732
Référence : GReg pg continuer

derc'hel mat

1732
Référence : GReg pg continuer

derc'hel berr gant an dud yaouank

1732
Référence : GReg pg (tenir de) court (la jeunesse)

derc'hel ar rañjenn gant yaouankiz

1732
Référence : GReg pg (tenir de) court (la jeunesse)

Kepler a zalc'h evel un dra asur, penaos emañ an oabl steredet dreisomp ouzhpenn c'hwec'h-kant gwech kant mil lev.

1732
Référence : GReg pg firmament (Kepler soûtient que le Firmament est éloigné de nous, de plus de soixante millions de lieuës.)

Kepler a zalc'h evel un dra asur, penaos ezmañ an oabl steredet ouzhpenn tri-ugent milion a levioù diouzhomp

1732
Référence : GReg pg firmament (Kepler soûtient que le Firmament est éloigné de nous, de plus de soixante millions de lieuës.)

derc'hel mat d'e stad

1732
Référence : GReg pg (ne se point) dementir

ret eo en em zerc'hel da gement-se, war gement-se

1732
Référence : GReg pg (il faut en) demeurer (-là, s'en tenir à ce qui est conclu)

en em zerc'hel er respet evit e superiored

1732
Référence : GReg pg demeurer (dans le respet pour ses superieurs)

Hon buhez a zalc'h a-ispilh ouc'h un neudennig stoub.

1732
Référence : GReg pg filet (Nôtre vie ne tient qu'à un filet.)

derc'hel e

1732
Référence : GReg pg detenir

Un istorian genidik a Vreizh a raport penaos ez eus bet dalc'het ur sened e-barzh en prioldi sant Herve, war lein menez Bre, etre Gwengamp ha Lannuon.

1732
Référence : GReg pg concile (il y a eu un Concile provincial au Prieuré de saint Hervé, sur la montagne de Brée, à ce qu'assure un Historien Breton)

derc'hel an absolvenn ouzh ur re bennak

1732
Référence : GReg pg differer (l'absolution à quelqu'un)

derc'hel skol

1732
Référence : GReg pg (tenir) école (enseigner dans une école)

dalc'hiñ skol

1732
Référence : GReg pg (tenir) école (enseigner dans une école)

antell rouejoù evit derc'hel Pêr

1732
Référence : GReg pg embuscade (Dresser des embuches à Pierre.)

derc'hel e stad

1732
Référence : GReg pg entretenir (conserver, reparer)

em zerc'hel an eil egile

1732
Référence : GReg pg entretenir (s' entretenir, être liés ensemble)

derc'hel ar varrenn

1732
Référence : GReg pg gouvernail (Tenir le gouvernail.)

derc'hel

1732
Référence : GReg pg appuier, arreter, (faire une) capture, comprendre (enfermer, contenir), contenir (renfermer en soi), deliberer (arrêter), determiner (conclure, resoudre, decider), établir (fixer)

Dalc'het eo gant ar mavi-gamm.

1732
Référence : GReg pg goute (Il a la goute sciatique.)

ret eo derc'hel ho ker

1850
Référence : GON.II.HV pg derc'hel, delc'her

Dalc'het o deus al laer en ti, hag o deus e vazhatet kre.

1850
Référence : GON.II pg bazata (Ils ont retenu le voleur dans la maison, et l'ont bâtonné d'importance).

dalc'hit ho pazailherezh, mar gellit

1850
Référence : GON.II pg badalérez

dalc'hid hoc'h alan

1850
Référence : GON.II pg alan

derc'hel

1850
Référence : GON.II.HV pg kenderc'hel, derc'hel, delc'her

Eus e aotrouniezh e talc'han.

1850
Référence : GON.II pg aotrouniez (Je relève de sa seigneurie).

dalc'het eo da ober daskor

1850
Référence : GON.II pg daskor, dakor

derc'hel

1850
Référence : GON.II.HV pg derc'hel, delc'her

dalc'hañ

1850
Référence : GON.II.HV pg dalc'ha

dalc'het

1850
Référence : GON.II.HV pg derc'hel, delc'her

petra a zalc'hit-hu aze ?

1850
Référence : GON.II.HV pg derc'hel, delc'her

an douar a zalc'h meur a dra

1850
Référence : GON.II.HV pg derc'hel, delc'her

kalz anezho a zo bet dalc'het

1850
Référence : GON.II.HV pg derc'hel, delc'her

derc'hel mat

1850
Référence : GON.II.HV pg derc'hel-mâd

gant an diegi eo dalc'het

1850
Référence : GON.II pg diégi

war an difenn en em zalc'h bepred

1850
Référence : GON.II pg difenn

derc'hel

1850
Référence : GON.II pg peûr (-zerc'hel)

Me am eus da zalc'het.

1850
Référence : GON.II p.10, introduction, "je t'ai tenu".

Me az talc'ho.

1850
Référence : GON.II p.10, introduction, "je te tiendrai".

Evit e zerc'hel.

1850
Référence : GON.II p.10, introduction, "pour le tenir".

Me ho talc'h.

1850
Référence : GON.II p.11, introduction, "je vous tiens".

o terc'hel

1850
Référence : GON.II p.11, introduction, "en tenant".

Derc'hel a ran d'am ger.

1850
Référence : GON.II p.95, livre second, « Je tiens à ma parole ».

Derc'hel a ra eus he mamm.

1850
Référence : GON.II p.95, livre second, « Elle tient de sa mère ».

Bezañ e talc'himp mat betek ar marv.

1850
Référence : GON.II p.79, "Nous tiendrons bon jusqu'à la mort".

Mar fell dit kaout ar park-se dre ar gwir a gerentiezh, pren eñ, ha dalc'h eñ.

1850
Référence : GON.II p.106, Buez Ruth.

Hag hi o vezañ he astennet hag he dalc'het, Booz a ventas c'hwec'h boezellad heiz, hag o lakeas warni ; hag houmañ ez eas da gêr gant he bec'h [...].

1850
Référence : GON.II p.105, Buez Ruth.

Dalc'hit ho pazailherezh, mar gellit.

1850
Référence : GON.II pg badalérez (Retenez votre bâillement, si vous pouvez. Ce mot est du dialecte de Corn.)

— « N'omp ket, eme ar vaot, hag e-lec'h kaout un doenn, / Ma'm be, evel ar goulm, divaskell da nijañ, / Me a ve aet dija / Da c'houzout e pelec'h eo dalc'het an heizez, / Hor mignonezig kaezh, / Skañv evel an avel ; koulz ha ma'z eo lijer, / Ez eo ivez tener. »

1867
Référence : MGK p46

Paotr, dalc'h mat d'an dra-mañ !

1867
Référence : MGK p53

Ar C'hrouer galloudek a ouie petra rae, war e skoaz da bep den pa daolas ur bisac'h; er c'hodell zo a-dreñv, e walldechoù da vec'h, hag er c'hodell a-raok, holl fazioù e hentez, da zerc'hel anezhañ war e zivlez kompez.

1867
Référence : MGK p12

— « Arabat ! 'me re all, un tamm brav eo gwelloc'h, / Mont a-enep an dour, rak daoust ma'z eus dinaou, / Spered ur c'hrek atav a zalc'ho penn outañ ; / Evel-se eo bet graet, a-viskoazh ha bremañ / Da sevel he c'hribell 'enep ar gwellañ traoù. »

1867
Référence : MGK p143

Eno, en-dro d'ar marc'h, setu c'hoari ha freuz o tigeriñ 'vit an arc'hant. Hor gwazed vat ha dizamant, evit sachañ moneiz d'o beg, a grog e moue al loen lorc'hek, a bleg dezhañ e benn hag en dalc'h krenn a-sav

1867
Référence : MGK p6

Bugale an den-se o deus dalc’het e lesanv, hag abaoe, e Sibirill, e Kleder, e Plougouloum, ha zoken e Kastell, n’int anvet nemet bugale Pierig Canclaux.

1877
Référence : EKG.I. p.310

— Ha c’hwi a gav abeg e diotachoù tud ar vro-mañ a zalc’h d’o falskredennoù kozh ?

1877
Référence : EKG.I. p.86

E Kemper, un den anvet Dagorn, unan eus ar pennoù kentañ a gase an traoù en-dro en tu-se eus ar vro, a gerc’haz kalirioù an iliz katedral, hag, evit ober goap eus ar relijion hag eus sakramañchoù hor mamm santel an Iliz, e saotras anezho en ur c’hiz ken hudur ma ne c’heller ket her lavaret dirak tud hag a zalc’h d’o brud vad.

1877
Référence : EKG.I. p.155

Mar gellez kemeret an tec’h da-unan, dalc’h soñj mat da vont da Vaner Sant-Yann-Kerdaniel [sic], un teir lev bennak ac’halen.

1877
Référence : EKG.I. p.78

Amañ, em zi-me, a-zioc’h kraou ar saout, ez eus ur sanailh ha ne gredan ket ec’h afe den da sellet ennañ ; yen eo an amzer hag eno n’heller ket ober tan, mes ezhenn ar saout a zalc’ho tomm a-walc’h deoc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.46-47

Mar emañ hiriv an archerien hag ar soudarded a-du gantañ, evel gwechall gant ar republikaned, n’emañ ket evelato en e wir o terc’hel an traoù-se dioc’h e gostez, rak gouzout ervat a ra ne deuont ket a-berzh-vat.

1877
Référence : EKG.I. p.3

Me a ya betek beg ar skourr haleg a welit a-zioc’h an dour ; c’hwi, krogit er wezenn gant un dorn, astennit din ho torn all, ha neuze dalc’hit mat gant ho taou zorn.

1877
Référence : EKG.I. p.305-306

« Dao atav warnezho... Bec’h d’an dud fall ha disakret... Dalc’h mat ’ta, Yann... Toullgof anezhañ ’ta, Per... Torr e benn outañ ’ta, Herve...

1877
Référence : EKG.I. p.283

Bernikot a zalc’he, d’ar mareoù-se, un ostaleri vras, d’ar c’hreisteiz d’ar presbital, e korn ar vered kozh.

1877
Référence : EKG.I. p.250

Ar c’habiten Jaouen, nevez-distro eus a Vourdel, a yoa e lestr e porzh Brest, o c’hedal karg da vont en tu bennak ; mes ar garg-se ne deue ket buan, rak, neuze kerkoulz ha bremañ, pa vez trouz ha dispac’h er vro, pep hini a zalc’h tost d’e arc’hant.

1877
Référence : EKG.I. p.212

Dont a rejont war-zu ennañ evit her lazhañ raktal, pe, d’an nebeutañ, evit her c’has ganto d’ar prizon. Mes kaout a rejont tud da zerc’hel penn outo.

1877
Référence : EKG.I. p.187-188

Me a oar peger start eo bet emgann Kergidu, ha soudarded Canclaux a zalc’has ivez pell soñj penaos e oant bet teurket ganeomp-ni.

1877
Référence : EKG.I. p.308

Ya, ker gwir e oa an dra-se, ma ne chome, da c’houlou-deiz, nemet an tamm ofiser bihan am boa espernet ha dalc’het da ziwezhañ.

1878
Référence : EKG.II p.93

— Ma vez lazhet hennezh, ne vezo staget netra ouc’h [ouzh] beg tour Berven, anat eo, rak ar republikaned a zalc’ho ganto va banniel du ; mes ma vez lazhet hennezh, egile a vije lazhet ivez ker buan, sklaer eo, rak bezañ e vezint an eil gant egile, hag, e-lec’h unan, daou zen paour eo a vezo marv.

1878
Référence : EKG.II p.110

— Ne zalc’hin ganen nemet ar re a zo galvet da vont da Gastell d’an tennañ d’ar sort, hag ar re a zo bloaz pe zaou yaouankoc’h, rak ar re-se, ma ne chomont ket ganen-me, a vezo kaset a-bell-bro da vezañ soudarded d’ar republik, ha da ober e lec’h all ar pezh a rank ar soudarded ober dre amañ, en desped da zarn anezho marteze.

1878
Référence : EKG.II p.7

Evelato e klaskas en em zerc’hel eeun ha sonn war e dreid, evel ur soudard kaloneg a ya da vervel hag en deus c’hoant da ober fae war ar marv, evel ma tere ouc’h [ouzh] ur gwir soudard.

1878
Référence : EKG.II p.94

Heb mouzhañ krenn ouzh ar galleg, dalc’homp bepred d’ar brezhoneg.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Bezomp ive[z] fiañs er Mestr Hollc’halloudus a zalc’h en he sav hon bro Beizh-Izel [sic], koulz hag ar bedoù diniver a ruilh dre an oabl. Pedomp, dreist-holl Santez-Anna-Wened n’he deus biskoazh distroet he skouarn diouzh pedennoù he Bretoned.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Breuriezh ar Varzhed a zalc'h Gorsedd

1909
Référence : REZI p. 9

ar gazeg ne zalc'h ket

1909
Référence : BROU p. 222 (ce mot se dit absolument des femelles qui gardent ou rejettent le sperme)

delc'her

1909
Référence : BROU p. 222

derc'hel

1909
Référence : BROU p. 214

delc'her ar porzh

1909
Référence : BROU p. 411 (Les fillettes ont un jeu qu'elles appellent délc'har ar porz. Elles se mettent à deux en face l'une de l'autre. Leurs compagnes passent entre elles en courant, et celles pu'elles peuvent arrêter prennent leur place . ce jeu s'appelle aussi lostennik-kleiz ou leiz)

an tamm hag al lomm a zalc'h an den en e blom

1909
Référence : BROU p. 395 (lomm : goutte)

Derc’hel war he foan-spered a reas hag, o treiñ ouzh Kamula, bet keneilez he bugaleerezh, e lakeas he divrec’h en he c’herc’henn hag he briatas meur a wech gant karantez, gant teneridigezh.

1923
Référence : SKET p.105

(2) "Weaver" ha "Waver" a zalc’h lec’h furmoù saoznek koshoc’h "Weofre" ha "Weoer", "Waefer".

1923
Référence : SKET p.144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Rak ar bleiz, treuzet gantañ ar Visuria hag ehanet war ar c’hlann gornok anezhi, a zalc’has goude gant e redadenn ken na zigouezhas dirak stêr Amisios.

1923
Référence : SKET p.137

derc'hel koun

1923
Référence : SKET p.165, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Se souvenir, conserver le souvenir".

Koun a zalc’hent eus an emgannoù a renkas o gourdadoù embreger ouzh ar « Kunokenned » (Kunokenni) hag ouzh ar « Morikuned » (Morikunes), kent diazezañ er gompezenn.

1923
Référence : SKET p.126

Digaset e voe an nav fenn, gant hini ar roue-meur, da Nemetos a reas o gwintañ e beg goafioù, d’o dougen d’al lec’h m’edo ar veskadeg en he gwashañ ha ma talc’he c’hoazh ar Skaled, oc’h en em zifenn taer-meurbet.

1923
Référence : SKET p.127

Gedour atav war sav ha war zihun, ec’h en em zalc’h etre an douar hag an neñv, hag eus lein ar menez a dalv dezhañ da sichenn e wel al Lingonikon a-hed hag an holl rannvro stag outañ.

1923
Référence : SKET p.12

E kement bro am eus ergerzhet er C’hreisteiz, em eus gwelet an dud oc’h ober gant ar skritur evit derc’hel koun an oberioù hag al lavarioù dellezek a eñvor.

1923
Référence : SKET p.20

Likit e kemm an iwerzhoneg guth « mouezh » (= *gutus), guide « pedenn » (= *godia), hag ar goteg guth « Doue », furm nepreizh o terc’hel lec’h un henarieg *ghuton.

1923
Référence : SKET p.27

[D]alc’hit ho podadennoù ouzh kan an evned war lein heoliet ar c’hrec’hiennoù, rak er maezioù frank, a-gevret gant an dud yac’h ha glan, e ra an "dêvi" (doueed) o annez ha mibien ha merc’hed an "dêvi".

1923
Référence : SKET p.51-52

Evit ar gouennoù loened all, bez’ ez eus anezho a zalc’h da vevañ ez gouez ha dishual e-kreiz ar c’hoadoù ha re all, pe zic’houezet pe zamc’houez c’hoazh, a vev er c’hlozioù sakr ma vernier aour ha pinvidigezhioù an doueed.

1923
Référence : SKET p.55

Nemet diwar-benn ar c’hi ez eus dael, dre ma talc’h da wir hiniennoù ez oa bet embreget ha desket, kent ganedigezh Veriugodumnos, gant an eontr dezhañ Selgova, a rae gant ar c’hi evit hemolc’hiñ loened.

1923
Référence : SKET p.56

Ur poellad all gant ar re-se ez oa digas dour, troc’hañ keuneud ha derc’hel tan war enaou.

1923
Référence : SKET p.65

En e zorn dehou e talc’he war e varlenn dorn kleiz e geneilez.

1923
Référence : SKET p.73

Daga o vezañ deut a-unvan gant he c’hoar ha Derkeia hec’h-unan-penn o terc'hel d’he meno, e voe graet d’an tri dont tre el logell.

1923
Référence : SKET p.103

Hogen, Siluros, ar yaouankañ eus an tri breur, a lammas ganti, a zalc’has dezhi he daouarn hag he c’hwenias.

1923
Référence : SKET p.103

Gant un dorn e talc’has anezhañ a-c’hwen e gorf hag, o treiñ ouzh e verc’h, e tiskouezas dezhi an nor.

1923
Référence : SKET p.104

An daouzek plac’h, kaer o devoe kregiñ e skinoù ar rodoù hag en em deurel e penn ar c’hezeg, a voe aner dezho strivañ da zerc’hel ar c’harr war an aod.

1924
Référence : SKET.II p.38

N’en em gavi ket di a-barzh an noz mar dalc’hez da gerzhout evel ma rez, eme ar mesaer.

1924
Référence : SKET.II p.41

Bilzig, aketus da zelc’her dever enne, a gane dezho, a c’hoarie gante ; pecheroù (1) a rae da Gatellig evit he delc’her sioul ha seder.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.842 (Miz C'hwevrer 1924)

Izabel a oa plac’h a-benn hag a galon. Ret eo d’ei bevañ, arabat eo d’ei en em leuskel da vont gant ar glac’har. Nann ! nann ! Ret eo d’ei delc’her penn, enebiñ, stourm, gounit he bara hag hini he bugale.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.840 (Miz C'hwevrer 1924)

Kent mervel, Marc’harid a zalc’has ar paotr, en he c’hichen, e-tal he gwele, he dorn war e benn.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

E eontr Kola a gavas ar ger a speg, a zalc’h, hag a c’halvas anezhañ Bilzig, Bilzig ac’hann, Bilzig alese, ar paotr atav da heul e eontr.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Ha, tizhet an nerzh hag ar skañvded-se, penaos o mirer ? Ha n’eo ket dre zerc’hel gant an emboellad a-hed an holl vuhez ?

1924
Référence : SKET.II p.30

— Pennek out, mabig, pennek ; imor fall a zo ennout, ijin fall, ’m eus aon. Diwall, mab, diwall, ha dalc’h mat, dindan eñvor, ar c’homzoù fur ac’h an da ziskiñ dit : "Nep na sent ket ouzh ar stur / Ouzh ar « wialenn » a raio sur !"

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

"derc’hel war", "derc’hel taer war" [...] ; ivez "taeriñ ouzh".

1924
Référence : SKET.II p.123 « Geriadurig », "Exiger de".

E den eo, hag o terc’hel ar bugel etre e zivrec’h ez eas tre e-barzh an ti.

1924
Référence : SKET.II p.9

« Dalc’het mat en deus ar bleiz e le : abaoe an anevaled all a zo chomet en ti dilezet gantañ ! »

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.973 (Even 1924)

Ret eo delc’her reut war ar paotr, pe e teuio da vezañ ur gwall den evelato.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

Ar barner a oa un aotrou ha n’oa ket brav delc’her penn outañ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1031 (Gouere-Eost 1924)

Bilzig, c’hwi hen goar ervat, ne oa na birbilher, na brabañser, hag a zalc’has evitañ e-unan hanv an hini en devoa lakaet Bidoullig da zeodiñ hag he mestr da gouezhañ er poull-hañvouez : c’hoant n’en devoa ket da vezañ tapet diwar-bouez e deod.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1034 (Gouere-Eost 1924)

Ar bleiz en em zalc’he en distro ar c’hra, ar vugale all (an deñved), un tamm uheloc’h : dezhe al lañs evit redek war-bouez traoñ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 45, p.1067 (Gwengolo 1924)

War e lerc’h, pemp pe c’hwec’h paotr all o deus tañvaet blaz ar wialenn ; hini anezho ne zalc’has penn ouzh ar barner.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Gant he aluzenoù — pizh Izabel — evelkent he deus prenet ur garg vouded ; ur voudenn, mesket gant tammoùigoù bezhin sec’h, a zalc’ho tommder en ti, e-pad ar goañv.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

An treid forc’hek anezho, o pouezañ stank-ha-stank war an holl ziskolpadennoù-se, o dalc’has difiñv war an douar hag a viras outo d’en em adframmañ ha da adsevel.

1924
Référence : SKET.II p.55-56

« Tevel hag ober » : Bilzig n’en devoa ket ankouaet ar girioù-se. Re e talc’he d’e groc’hen.

1925
Référence : BILZ2 p.128

— N’em eus ket a voneiz, aotrou ; en distro e paefet ac’hanon. — En distro ?… Dalc’h ar c’hemm evidout hag evit da c’hoar. — Trugarez, aotrou !

1925
Référence : BILZ2 p.126

Bilzig er mor betek e zaoulin a zalc’he ar vag da Saig Jelvest.

1925
Référence : BILZ2 p.147

Dre ma teue an noz, an amzer a washae. Tourmantiñ a ra. Ar Vran a zalc’h penn. Ar Vran dindan he zri riz a sav war ar wagenn evel ul lapous. Met an noz a deu, a deu buan.

1925
Référence : BILZ2 p.171

Met gwir eo ar pezh a lavar ar re gozh : an traoù am eump bet darempredet a zalc’h un tamm eus hon buhez : o [d]ilezel a zo un dristidigezh.

1925
Référence : BILZ2 p.177

derc'hel da wir

1931
Référence : VALL pg affirmer

derc'hel berr gant ub.

1931
Référence : VALL pg (tenir en) bride

derc'hel berr war ub.

1931
Référence : VALL pg (tenir en) bride

en em zerc'hel da

1931
Référence : VALL pg (se) borner (à)

derc'hel berr war sugelloù ub.

1931
Référence : VALL pg (tenir en) bride

dalc'het

1931
Référence : VALL pg absorber, arrêter

derc'hel start

1931
Référence : VALL pg (tenir) bon

derc'hel ouzh

1931
Référence : VALL pg adhérer

derc'hel krog

1931
Référence : VALL pg (s')accrocher (à)

derc'hel ur mennozh a-dreñv e benn

1931
Référence : VALL pg arrière-pensée

dalc'het war e wele

1931
Référence : VALL pg (malade) alité

derc'hel

1931
Référence : VALL pg absorber (l'attention)

derc'hel a ra en tu dioutañ

1931
Référence : VALL pg avec

derc'hel a-sav

1931
Référence : VALL pg arrêter

derc'hel al lez-varn

1931
Référence : VALL pg assises

derc'hel da

1931
Référence : VALL pg adhérer

Un heol Mezheven a lugerne en oabl, ha ne voe ket pell ar gerzherien evit c'hweziñ, Yann ha Pêr a zalc'he tost an eil d'egile, hep soursial nemeur ouzh ar soudarded all. Goude un eurvezh vale, ez oant o-daou digevret-krenn diouto.

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

Tennañ a ra an aberioù-se d'hon aberioù-ni ha d'ar fiordoù war un dro, peogwir ez int bet dalc'het un tammig gant ar skorn e-doug ar Pevarhoalad.

1943
Référence : TNKN p17

Me a yae da-heul, ha derc'hel a rin da viken soñj dudius eus predoù fetis ar maezioù en amzer-se ma lavared dre holl Frañs : « La Bretagne, pays pauvre, terre des landes et des bruyères, où l'on se nourrit encore de pain noir et de gruau (?) ».

1944
Référence : EURW.1 p27

Marc’harid en em zalc’he gant doujañs ur gammed pe ziv war-lerc’h an itron Mosher.

1944
Référence : EURW.1 p.189

— « N’on ket barrek ? Kement-se, n’eo ket ur fri lous eveldoc’h a zesko din ur vicher bennak ! » — « Dalc’h ’ta, neuze !… Dalc’h ’ta, neuze !… » Ha Lom a roeñve, ar pezh ma c’halle.

1944
Référence : ATST p.95-96

« Mes… mes… daoust ha gouzout a rit derc’hel zoken ur roeñv en dour ?… »

1944
Référence : ATST p.101

Er Grennamzer, ar vrezelourien a zalc’he an dosenn, a gemenne an holl vro.

1944
Référence : EURW.1 p.211

Nemet, avat, e rebeche d'am zad na zalc'he ket a-walc'h warnon da gaozeal galleg.

1944
Référence : EURW.1 p20

Ar gwaz a zalc'he da c'houlennata : « N'oc'h ket arru er gêr hiriv », emezañ.

1944
Référence : EURW.1 p31

Deskiñ mat ha buan a raen ; e diwezh ma eizhvet em boa an « excellence » hag er bloavezhioù goude e talc'his atav ar renk kentañ pe an eil.

1944
Référence : EURW.1 p39

Plijout a rae din sellout pizh ouzh an dud izel, ouzh ar vicherourien a boanie da zerc'hel war un ton bras aotrouniezh Doneraile.

1944
Référence : EURW.1 p.182

He zud a oa o terc'hel un ostaleri hag ur plas e Pont ar Gwin, nepell diouzh Lokrist.

1944
Référence : EURW.1 p45

[...] ni, ar gomun ac'hanomp, hor boa dibabet un ostaleri dister ti Dean, e-kichen Sant-Padarn hag eno e talc'hemp hor bodadegoù.

1944
Référence : EURW.1 p.131

Mat, an ti-se a zo bet satanazet ha marteze zoken, ar re gozh o deus dalc’het soñj : hanter-kant vloaz ’zo e teuas Satanaz e-unan da chom e-barzh an ti. Gwelomp penaos.

1944
Référence : ATST p.10

[…] ha bepred oc’h en em hegal, o randoniñ, o rebech mil draig an eil d’egile, o tabutal diwar-benn ar c’hazh, ha me oar, ha koulskoude o terc’hel tost an eil d’egile, ma ne oant ket evit bezañ dispartiet un eurvezh hep anken, o vont o daou da bourmen a-gevret, o c’hoari dominoioù kent mont d’o gwele…

1944
Référence : EURW.1 p.137

Ar baotred a gemeras hent Lanurgad; imoret-fall e oant o-daou. Job a rae da Lom gourdrouzoù ha rebechoù c’hwerv, ha Lom a responte : — « Kre non de non ! me ’zo ur paotr digourdi… Dalc’hit evidoc’h ho rebechoù. »

1944
Référence : ATST p.36

Bep [S]adorn, e roe deoc’h e baeamant, hep derc’hel ur gwenneg evitañ e-unan.

1944
Référence : ATST p.58-59

Hejañ a rae unan e benn, a-zehou [sic, a zehou] da gleiz hep ehanañ, tra ma talche egile e zorn war e c'henou.

1949
Référence : SIZH p.60

He selloù a oa dalc'het egile dindan o beli-hud, e-giz ar golvanig dindan re ar sparfell.

1949
Référence : SIZH p.58

Paotred dereat eo va c'henvreudeur. Divizoù frouezhus e talc'hot ganto ivez.

1949
Référence : SIZH p.58

Barn a rez, hep gouzout. Rak biskoazh n'eo bet dalc'het ganit war da zaoulin ur vuiañ-karet, ha te ouzh he cherisañ, ouzh he strizhañ, o teuziñ hag o veuziñ, hag o vezviñ, e plijadurezh ar pokoù, e bam da ene, betek koll da skiant, diwar re levenez.

1949
Référence : SIZH p.57

Hogen nep ' glaskec'h pa [sic, a ?] zalc'hit, / Perak d'am hegañ ' kendalc'hit ?

1960
Référence : PETO p46

Pegeit hon dalc'ho 'ta amañ en dienez ?

1960
Référence : PETO p32

Dalc'het 'm eus war ma zeod ha furoc'h ' oa, me gred, / Gant aon 've dav, un deiz, damantiñ 'vit an droug.

1960
Référence : PETO p33

Ha d'ar mare ma edo an holl sioul-tre en o c'hadorioù-brec'h o sunañ o "apéritif", o varvailhat, pe dalc'het o spered gant ur romant-polis, e voe gwelet al loen roudennet oc'h en em gavout en ur fichañ e lost "Tigr" en e sae nevez, ha n'he devoa ket an doare da zisplijout tamm ebet dezhañ.

1985
Référence : DGBD p195

Eus an droiad-se e talc'han koulskoude un eñvoradenn eus ar c'hwekañ (bet danevellet ganin e Feiz ha Breiz miz meurzh 1940).

1985
Référence : DGBD p152

E-pad keit-se e vez [eo] dalc'het al lec'h gant ho kamaraded, n'eo ket echu gant ar stankadeg, ha roet e vez bec'h d'ar boliserien.

2015
Référence : DISENT p94

Delc'her a ra e-unan e felle dezhañ kaout arc'hant evit gwalc'hañ e voemenn a zastumer met ne oa nemet an hanter eus ar wirionez.

2015
Référence : EHPEA p57

Goude ma vefe bet skarzhet hemañ [an hini en deus poan] e rank ar vaot adkavout he stumm evit derc'hel penn d'ar boliserien.

2015
Référence : DISENT p95

Ma c'hoarvezfe ganeoc'h kavout un enebour hag a zalc'hfe da nac'h komz ouzhoc'h e vefe gwasket gant e genseurted, e genlabourerien, an dud a-us dezhañ, ha kement zo...

2015
Référence : DISENT p106

Kement tra a vo talvoudus dezhe evit bezañ mestr warnoc'h : ar mod o deus d'en em zerc'hel, o doareoù cheuc'h da gomz, o jestroù, met ivez o oad, o diplomoù, o dilhad...

2015
Référence : DISENT p139-140

Gallout a reont ivez bezañ diskoachet ac'hanoc'h a-raok an obererezh ha dibab ho terc'hel pennasket 4 eurvezh-pad...

2015
Référence : DISENT p163

Evel ma n'on ket evit livañ ar vuhez duoc'h c'hoazh e tivizan kimiadiñ met ma delc'her a ra a-sav.

2015
Référence : EHPEA p21

Ret eo, da'm soñj, ma talc'hfed da sevel e brezhoneg, skridoù a live uhel en ur yezh lennek ha, diouzh ezhomm, d'en ober diwar oberennoù meur an amzerioù kent.

2016
Référence : ILIAS p. 3

Re all ac'hanomp o deus dalc'het soñj ivez marteze eus ar c'hentelioù skolaj pe lise - arabadus a-wezhioù - ma veze sachet ar gaoz war droioù-kaer ha kurioù saouzanus harozed brezelioù Troia.

2016
Référence : ILIAS p. 3

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux