me so endalc'het, pe obliget deoc'h pe dalc'het
dalc'het
dalc'het e c'her
dalc'het ar varrenn
dalc'het
An dro a ris d’ar C’hreñvlec’h galloudek, savet gwechall gant an Tri Gevell, mibien Virotouta, bet dibabet abaoe da lec’h o annez gant doueed ar vro ; a wared etre e vogerioù arouezintioù-brezel ar boblad, teñzor ar roueed , teñzor an uhelidi hag an tri-c’hant den-gouestl, dalc’het da gred ar peoc’h hag ar feurioù.
Ne c'hellomp nemet menegiñ amañ an tabut a zo savet diwar-benn ar c'hrignerezh gant ar skorn, en arbenn gouzout hag-eñ ez eo ret, evit diskleriañ neuz an traoniennoù bet dalc'het gant ar skorn, ober stad eus ar c'hrignadur kentskornel, pe en enep hag a-walc'h eo krignerezh ar skorn e-unan hag an oberennoù kenstag.
Deuet on da chom davet ma zud e parrez Karnoed, en un ti brav, livet gwenn, war blasenn ar bourk, keñver gant an iliz, un ti kempenn, dalc'het gant ma mamm, ennañ kombodoù bihan evel emañ ar mod gant bourc'hizien Vreizh-Izel : ur gegin, ur sal, ur burev, dispartiet gant un trepas ; teir gambr a bigner dezho gant ur « viñs-tro » ; ha d'an nec'h tre, ar solier, div gambrig all, a zizoloer dre o frenestroù an holl vourk, hag er pellder, dremmwel fromus ha gwagennus tosennoù Kerne.
- Ha ne c'hellfec'h ket kemer va flas, hiziv, en iliz. Va devezh diwezhañ eo. - Perak ? Dalc'het oc'h un tu bennak all ?
Abaoe 1956 eo deuet ar Marok da vezañ ur vro zizalc'h, hag unanet eo bet an div rann, an hini a oa dindan gwarez ar Frañs hag an hini a oa dalc'het gant ar Spagn.
Ma n'eus bet heuliadenn ebet d'an holl obererezhioù-mañ war dachenn ar justis -daoust dezhe bezañ er-maez [e-maez] lezenn- na stourmer ebet dalc'het dindan evezh, na furchadeg ebet, nag an disterañ tell-gastiz kennebeut all, eo abalamour ma oant obererezhioù difeuls-tre da gentañ, ha se betek ar skeudenn a vez roet dioute o-unan.
Gwall hir eo roll an obererezhioù difeuls hag er-maez [e-maez] lezenn bet kaset da benn e-pad ar bloavezhioù tremenet hep na vefe bet moustret den e mod ebet : bodadegoù diaotre ha manifestadegoù er-maez [e-maez] lezenn, betek dirak an Elize ; lec'hioù prevez aloubet ha dalc'het, evel stalioù ar merkoù bras sponsorien ar C'hoarioù Olimpek e Sina, trepasoù kenwerzhel ar gourmarc'hadoù, anzavadourien kirri-tan, ajañsoù lojeiz, burevioù gwerzhañ diouzh ar c'hresk [...]
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dalc'h-follennoù