E kant doare disheñvel o gwelen-i, lod o lammat hag o c'hourlammat, darn all o c'hoari penn-tourtig, o c'hoari brañsigellig ispilhet a-zibouez o lost ouzh skoultroù ar gwez, darn all c'hoazh o korolliñ pe en o fuch, a-zevri o klask laou an eil d'egile, dre ma tispourbellent o daoulagad brizh ha ma krizent o gourrennoù damruz ha blevek.
Gwarizi a vagen ivez outo o vezañ ma 'z aent bemdeiz da di ar skolaer ha dreist-holl abalamour m'o deveze aotre da vale diarc'hen ha dre se, lañs da batouilhat er fank hep aon rak ar c'hailhar ; alies zoken, daoust ha ma veze kalz frankoc'h an traoù gant o c'herent eget gant Biz Kamm hag E-Mari Dremel, ur pennad lostenn vrizh a weled o tifloupañ diouzh ur rog bennak e foñs o bragoù, ha pa vije bragoù mab an Aotrou Maer.
Emañ an avel viz, avel peurbadus trovan ar C'hrank, ouzh hor buntañ dirazañ ; ha ne adkaver mui en tu-hont da gCasablanca ar mor glas-teñval a oa dirak genoù ar Mor Kreiz, glas ha brizh eo avat evel en hor bro.
Mard eo koant ar balafenned, ez eus loened all hag a zo gouest da lakaat un den da bennfolliñ ha da vont da vreskenn evel ur c'hole brizh.
Memestra eo gwelloc'h ar brizh demokratelezhioù-se evit an diktatouriezhioù abalamour e rankont derc'hel d'ober van da vezañ kevredigezhioù digor, treuzwelus ha digabestr e-lec'h ma c'hell ar geodedourien dibab dre o dilennidi evit an traoù a sell oute.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
brizh