Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
176
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. [1927, 1931, 2012] Merkañ, livañ udb. en ur ober brizhelloù niverus warnañ. Deuet eo ar man da vrizhellañ ar c'halvar. [2012] An avel a vrizhelle o dremm. HS. marellañ. 2. Dre skeud. (db. ar mouezhiadegoù) Ober ur meskaj aotreet gant anvioù tud ha n'emaint ket o kabaliñ war an hevelep listenn. Brizhellañ ur roll. & Ent krenn. Mouezhiañ evit tud n'emaint ket war an hevelep listenn. Aotreet int da vrizhellañ.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

brizhellañ

1850
Daveenn : GON.II pg briza (Peindre de diverses couleurs. Tacheter. Moucheter. Bigarrer. Marqueter. Marbrer), brizella

brizhelliñ

1850
Daveenn : GON.II pg briza, brizella (En Vannes "bric'hellein").

Brizhellet eo dor e di.

1850
Daveenn : GON.II pg briza ou brizella (La porte de sa maison est marbrée ou peinte de diverses couleurs).

brizhellañ

1923
Daveenn : SKET p.159, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Tatouer".

brizhellañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg briz

brizhellañ

1931
Daveenn : VALL pg barioler, bigarrer

Komz a oa diaes-tre en abeg d'an avel, a vrizhelle o dremm, ouzhpenn.

2012
Daveenn : DJHMH p.61

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial